Buez Jeann d’Arc/Kentel 29
Broudet gant rebechou he goustians, an doktor en doa great an oll goulennou da Jeann er prizoun dindan lagad eskop Beauvais, a ieaz d’ar pardaez gant daou vanac’h da gaout ar verc’hez iaouank en he frizoun, hag a lavaraz d’ezhi : « Eur riskl eo evidoc’h lavaret n’oc’h euz ket a c’hoant da zoubla da varnedigez an Iliz. Ma kavit n’eo ket leal aoualc’h eskop Beauvais en ho kenver, goulennit beza barnet gant Hon Tad Santel ar Pab pe gant an oll eskibien a zo brema e kear Bâl ; arabat eo d’eoc’h lavaret : Ne zoublin nemet da Iliz ar baradoz. »
Pa deuaz eta, antronoz, eskop Beauvais he-unan d’ar prizoun, ha pa c’houlennaz digant Jeann ha senti a rafe ouz an Iliz, ar verc’hez iaouank a c’houlennaz beza barnet n’eo ket gant eun eskop pe zaou oa, mes gant an oll eskibien a ioa e Bâl, pe gant Hon Tad Santel ar Pab. Cauchon, drouk braz ennan, abalamour ar respount-se a vire outhan da damall Jeann evel heretik, a c’houlennaz buan digant ar goardou piou a ioa bet en derc’hent er prizoun o kentelia Jeann. « Ian ar Feunteun, emezho, daou vanac’h ganthan. »
« Me hen talvezo d’ezhan, eme Gauchon. »
Pa glevaz an doktor pegement a zrouk en doa kemeret eskop Beauvais outhan, e tec’haz euz a Rouen buanna ma c’hellaz.
An daou vanac’h a joumaz, hag o veza ma n’o doa great netra nemet selaou lavarou Ian ar Feuteun hag ar brizounierez, ho zud a c’hellaz miret na vije great drouk ebet d’ezho. Mes divar neuze, kristen ebet ne c’hellaz lakât he dreid e prizoun Jeann ; den ebet nemet Cauchon hag ar Zaozon euz ar renk huela ne c’hellaz pignat an eiz pazen a gase betek ennhi.
Pebez buez e doa ar verzerez ez c’hos toull prizoun-ze ! Guir gristen ebet ne deuaz morse da lavaret d’ezhi eur gomz karantezuz, da rei d’ezhi eun ali mad. He zri goard a joume noz-deiz ganthi, hag he bourrevien a ioa ker fallakr m’o doa kleuzet toullouigou e mogeriou ar prizoun dioc’h an dianveaz, evit gellout, pa garfent, guelet ar verc’hez iaouank, selaou he hirvoudou, he huanadou. Kalonou ar bleizi n’int ket ker kaledet hag ar c’halonou saoz-se !
Klevet on euz Jeann o lavaret d’he barner e doa c’hoant da glevet an oferen, mes he feden ne oue ket selaouet. An ursier Massieu, an hini a rene Jeann evit he c’has euz ar prizoun d’al lez-varn, a ioa bet mad evithi epad eun nebeut deveziou. Ar brizounierez e doa goulennet diganthan, eun devez, ha ne ’z eat ket dre gichen eun Iliz pe japel, el leac’h ma viret ar Zakramant meulet ra vezo. An ursier a respountaz : « Eur japel a zo, » ha p’en em gavjont en he c’hichen, Massieu a lavaraz : « Jesus a zo aze. » Jeann a gouezaz kerkent d’an daoulin, a stouaz varzu an douar, hag a reaz eur beden kalonek.
Ar zoudardet a ziskuliaz buan kement-se da eskop Beauvais, hag hema a zifennaz ouz an ursier laosker Jeann da zaoulina en nep leac’h er meaz euz he frizoun.
Ian d’Estivet, vikel vraz an eskop a oue goasoc’h c’hoaz eget he vestr, gourdrouz a reaz an ursier : « Lakez ! emezhan, penaoz e kredez-te laosker an eskumunuget-se da dostât ouz eun iliz ? M’her greaz c’hoaz, me da lakaio en eun tour kloz ha dall : eno e choumi eur miz eb guelet nag heol na loar. »
Massieu, gant truez ouz ar brizounierez, ne reaz nemeur a van ouz ar gourdrouzou. D’Estivet, evit miret na vije torret an difenn en doa great, a deuaz meur a vech he-unan var dreujou ar japel. Neuze an ursier a veze red mad d’ezhan tremen eb choum a za, setu ma c’houlenne ar verzerez : « Daoust ha korf Hor Zalver n’ema mui er japel ? »
Dre ma tostea an amzer Fask, Jeann a c’houlenne, eur vech er mare, ober he deveriou a gristenez, reseo korf ha goad Hor Zalver er gommunion zantel. D’ar zul Bleuniou, eskop Beauvais a deuaz d’he c’haout en he frizoun, pevar euz doktored Paris a ioa ganthan. Kinnig a reaz d’ar verc’hez iaouank ober he Fask, gant ma viskfe dillad maouez, mes Jeann a respountaz e doa difenn d’ober kement-se. Neuze Cauchon a zifennaz kas he Doue d’ezhi.
Antronoz, ar verc’hez iaouank a oue kaset d’eur gampr vraz euz ar c’hastell : eno e kavaz eskop Beauvais ha nao ha tregont barner. Kerkent ha ma oue digouezet Jeann er gampr, vikel vraz Beauvais, lakeat gant he vestr da skrivanier kenta, a ziskleriaz en doa renket, evel ma ’z oa dleet, oll lavarou Jeann, hag e c’hellet kloza ar penn kenta euz ar prosez evit digeri ar prosez guirion.
Eskop Beauvais a lavaraz neuze eur ger benag evit kinnig d’ar verc’hez iaouank kuzulerien evit he difenn, goulenn a reaz ive ma toufe var he le e lavarfe ar virionez penn da benn.
Jeann a respountaz : « Ho trugarekât a ran evit ar c’homzou oc’h euz lavaret ; trugarekât a ran ive an oll dud a zo ama. Kuzulerien a ginnigit d’in, mes koulz pe vell e kavan heuil ali ar Moueziou roet d’in gant Hor Zalver. Toui a rin, p’her goulennit, e livirin ar virionez var gement tra a zell ouz ar prosez. »
Hag e touaz var an Aviel.
Neuze eun doktor a lennaz, dirak an oll, kement tra a gavet da damall d’ar verc’hez iaouank, dek rebech ha tri-ugent a reaz d’ezhi. Tamallet e oa da veza great sakrilachou, blasphemou, da veza bet eun teod fall, da veza skuillet kalz a c’hoad, da veza bet douget d’ar brezel, da veza torret lezennou Doue ha re an Iliz, ha kalz traou all evelse c’hoaz.
Jeann a respountaz : « N’euz, koulz lavaret, ger guir ebet en oll draou a zo lakeat aze var va hano. » Hag e tispennaz, ger ha ger, oll labour ar falz doktored. Rebech a oue great d’ezhi zoken ar pedennou a rea d’he sentezed, setu ma lavaraz : « Ho fedi a rin keit ha ma vevin. » Eun doktor a c’houlennaz diganthi : « Penaoz e rit pa bedit anezho ? » Jeann a respountaz : « Lavaret a ran evelhen : « Va Zalver Jesus, en henor d’ho Pasion zantel me ho
ped, mar am c’harit, da lavaret din ar pez a dlean da respount d’an dud a Iliz-se. Plijet ganeoc’h hen deski d’in. » Ha Doue, var a ziskleriaz, a roe d’ezhi kuzul.
Goude m’e devoue freuzet, tam ha tam, oll labour doktored ar Zaozon, Cauchon a c’houlennaz diganthi : « Jeann, petra respountit d’an oll draou a zo rebechet d’eoc’h ? — Ho nac’h a ran oll, emezhi ; oll, nemet ar re am euz koveseat. » Var gement-se, e oue kaset en dro d’he frisoun.
D’ar zadorn Fask, an doktored a deuaz adarre d’he chaout. « Jeann, eme unan anezho, ne gredit-hu ket e maoc’h dindan galloud Hon Tad Santel ar Pab, ar c’hardinaled, an Arc’heskibien hag an Esbikien ? — Eo, emezhi, ha senti a rin outho, gant ma vezo servichet Doue da genta. »
(Na pebez ger kaer ! atao hag e pep tra, e tle beza servichet Doue da genta).
Pebez rann-galon evit Jeann en deveziou-ze ! Ar gristenien all en em vode en ilizou, a iea da goves ha da gommunia ; hi, klozet ha chadennet, ne c’hellaz ket ober evel ar re all. Ar pemp kant kloc’h a ioa d’ar mare-ze en ilizou ha chapeliou kear Rouen a gane laouen da c’hervel an dud d’ar zul Fask ; ha Jeann, ken devot d’Hor Zalver, Jeann digemeret pell a ioa var a leverer, e trede urz Sant Fransez, ne c’helle ket zoken mont d’an oferen. Nag hi a skuillaz daelou puill ha c’houero !
Cauchon en doa kaset da zoktored Paris an oll rebechou a reat da Jeann d’Arc, mes ar re-ma a ziskleriaz e oa guelloc’h d’ezhan krenna he labour. Daou euz an doktored a renkaz an dek rebech ha tri-ugent e daouzek komz ; da c’houde, eskop Beauvais a c’houlennaz ho ali digant daou varner var ’n ugent. Eur c’halz anezho a lavaraz freaz : « Pec’het e deuz, he c’houndaouni a rankomp. » Hiniennou anezho a joumaz var-var : « He c’houndani a dleer, eme unan, nemet dont a rafe he Moueziou a berz Doue. — Fall e deuz great, eme re all, o viska dillad goaz, nemet her great e defe evit difenn guelloc’h a-ze he guerc’hdet. »
Chalonied an iliz-veur a roaz ho ger goude beza choumet pell amzer da argila : koundaouni a reant Jeann d’Arc. Eskop Avranch, eur guir veleg, eün ha dispount, a ziskleriaz : « E kement e deuz lavaret Jeann, n’euz netra dreist galloud Doue ; rak-se, pa ’z eo guir n’eo ket sklear aoualc’h ar prosez, e tleer kas ar verc’hez iaouank dirak Hon Tad Santel ar Pab. » Komzou an eskop kalonek ne rejont vad ebet da Jeann ; hen he-unan a oue taolet er prizoun nebeut amzer goude, mes mont a reaz laouen : great en doa he zever.
Heskinet, merzeriet gant kement-se a zoktored, Jeann a gouezaz klanv. Pennou braz ar Zaozon, gant aon na varfe gant he c’hlenved, a c’halvaz dioc’htu var he zro ar guella medisined : « Jeann, emezho, a zo bet prenet re ger evit ma vefe laosket da vervel en eur guele ; barnet e rank beza, ha devet. » En amzer-ze, edo ar c’hiz da c’hoada aliez ar re glanv ; Jeann a oue digoret eur voazien d’ezhi, ha dizale e pareaz.
Klenvel a reaz adarre goude m’e devoue debret euz eur pesk digaset d’ezhi var urz eskop Beauvais. Pa deuaz ar medisin d’he guelet, Jeann a lavaraz e oa marteze ar pesk-se kaoz d’he diezamant ; mes d’Estivet a ioa eno neuze, hag a reaz d’ar plac’h iaouank rebechou ker c’houero ha ker kasaüz, ma c’hoaseaz kalz kalz d’ezhi. Gouarner Saoz kear a deuaz dizale, ha pa glevaz ar pez a ioa c’hoarvezet, e tifennaz ouz d’Estivet ober rebech ebet ken da Jeann. En dro-ma adarre, ar brizounierez a bareaz buan.
Araok ma oue Jeann pare aoualc’h, Cauchon a ioa bet o velet anezhi ; goulenn a reaz digant ar verc’h dinerzet dislavaret an traou faoz e doa diskleriet er prosez. Ar verc’hez iaouank a respountaz : « Kredi a ran e maoun e riskl da vervel gant va c’hlenved. Ra vezo great bolontez Doue ! mes ho pedi a ran da rei d’in sakramant ar binijen ha sakramant an aoter. Erfin, goulenn a ran ma vezo lakeat va c’horf en douar benniget. » An eskop digalon ne reaz promesa ebet d’ezhi.
Pa oue pare Jeann, e oue digaset dirak eun niver braz a dud a Iliz, a zoktored, ha neuze Cauchon a c’houlennaz diganthi a kredi a rea en Iliz : « Kredi a ran, eme Jeann, mes fizianz am euz e barnedigez Doue hag en Hor Zalver. Neuze unan euz an Doktored a c’houlennaz diganthi perak ne felle d’ezhi plega nemet da Zoue evel barner, hi a respountaz : « Abalamour Doue eo en deuz diskleriet d’in va labour, eb sikour an dud. »
Kaer o doa bet ar varnerien kemeret poan, n’o doa ket kalz a dra da rebech d’ar verc’h iaouank. Evit he barn d’ar maro, e oa red kaout eur rebech pouner benak d’ober d’ezhi, ha Jeann ne roe ket a dro d’he zamall. Evit dont a benn anezhi, ar varnerien a zonjaz er vourrevien.
En amzer-ze, evel ma c’hoar ervad an dud desket, pa veze tamallet eun den da veza great eun torfet benak ha pa ne anzave ket he faot, e veze aliez lakeat etre daouarn ar bourreo. Heman, gant he vevelien, a vreve korf an den, a zispenne he izili, ken n’an deze anzavet he dorfet. Jeann a oue kaset e kampr vraz ar vourrevien, kampr karget gant ar fouetou ploum, an durkeziou, ar starnou koat evit lakât chacha var an izili ken a strakent, hag eno, dirak an izinou kriz-se a rea da c’hoad eun den sklasi en he greiz, e oue lavaret d’ezhi : « Anzavit n’euz nemet gevier ganeoc’h pe e vefot bourrevet. » E leac’h kemeret aon, Jeann a zavaz huel he fenn hag a lavaraz : « E guirionez, ha pa rafac’h dispenn va izili hag ober d’in mervel gant ar boan, ne zislavarin ket eur ger euz a gement tra am euz diskleriet, ha ma lavarfen an disterra ger eneb, e livirin atao da c’houde, eo dre nerz o pezo great din diskleria an dra-ze. » Pa glevaz Cauchon hag ar re all ar c’homzou kalounek-se ne oue ket kredet ober netra eneb Jeann. Ha divezatoc’h, pa oue goulennet ali daouzek euz ar varnerien divar benn bourrevi Jeann, tri ebken a c’houlennaz ma vije dispennet he c’horf ; unan euz an tri-ze, tra heuzuz da lavaret, a oue Loyseleur, guella mignoun Jeann, var he veno !
Dizale ec’h en em gavaz lizer doktored Paris ; diskleria reant, goude beza lennet piz kement tra a rebechet da Jeann, e oa guirion ar rebechou a reat d’ezhi ; var gement-se, doktored Rouen a lavaraz e oant a unan gant re Baris : lod anezho a c’houlennaz evelato ma vije pedet Jeann da ziskleria e souble da varnedigez an Iliz.
D’an 23 a viz mae, eskop Beauvais, nao varner all en dro dezan, a c’halvaz ar brizounierez dirazhan. Unan euz ar varnerien, var urz Cauchon, a lennaz da Jeann kement tra euz oll lavarou ar proses a ioa rebechet d’ezhi, hag a ziskleriaz d’ezhi da c’houde : « Red eo d’eoc’h soubla da lliz an douar, red eo d’eoc’h lavaret : Me a gav mad kement a zo kavet mad gant an lliz : dislavaret a ran kement tra a vezo bet kavet fall ganthi em frosez. »
Jeann a zonje : Ma lavarfen e soublan d’an Iliz, an dra-ze a vefe diskleria eo leal barnedigez an dud a Iliz renet gant Cauchon, ha ne c’hellan ket anzav kement-se. Setu perak Jeann a respountaz : « N’em euz netra da zislavaret euz an oll draou am euz diskleriet em frosez. »
— « Daoust ha ne c’houzoc’h ket, eme Gauchon, « emaoc’h e riskl da veza devet ? »
— « Ha pa velfen, emezhi, an tan c’houezet, ar c’heuneut seac’h renket, ar bourreo var evez euz he labour, ha pa zavfen zoken var ar c’heuneut, ne c’helfen ket dislavaret ar pez am euz diskleriet er prosez, ar virionez eo, ha delc’her a rin d’ezhi betek ar maro. »
Neuze Cauchon a c’houlennaz : « Eun dra benag oc’h euz c’hoaz da ziskleria ? » — « Nan, eme Jeann. » Neuze ar varnerien a ieaz d’ar gear.
Kalet e oa evit Cauchon, en doa implijet oll finessaou eur spered lemm, oll deskadurez eun doktor guiziek evit dont a benn euz eur plac’h iaouank, kalet e oa evithan anzao e oa trec’het ganthi. Kendalc’her a rea Jeann da lavaret e oa deut a berz Doue. Neuze, evit gounid an arc’hant roet d’ezhan gant ar Zaozon brokuz, hag eaz e oa d’ezho beza brokuz, rak mizou ar prosez a oa paet gant an taillou savet gant ar Zaozon var dud an Normandi, Cauchon a zonjaz ober eun taol trubarderez, lakât Jeann da zina eur paper e faoz. E guirionez, an eskop-se ne dlefe morse beza bet lakeat e renk an dud a Iliz ; morse ! eur vez eo klevet he hano ebken !