◄ Ar Vourboned e Goritz. Maro Charles X. | Beachou ann Duk a Vourdel. | Ann Duk a Vourdel e Rom. ► |
Goude maro ar Roue Charles X, ann Duk a Angoulem a zeuaz penn kef ann dud roeal enn ho divroidigez. Touet en devoa d’he vreur ann Duk a Verri, pa oa var he wele-maro, e talc’hje leac’h a dad d’he verc’hik emzivadez, ha d’ar c’hrouadur a ioa c’hoaz e kof he vamm. Mar boa Charles X eur galoun vad a zen, hag eur Prins kristen, ann Duk a Angoulem a ioa c’hoaz santeloc’h den eget-han. He vuez enn he bales he-unan a oa kuzet ha reoliet evel buez eul lean enn eur gouent. He gampr a oa evel lochik eun ermit oc’h ober pinijen ; eur gwele hep ridochou, eur gador bennak euz ar re zisterra, eun daolik koat gwenn ha var-n-ezhi eun nebeudik levriou, chetu aze he holl arebeuri. Mes ann Duk a Angoulem en eur heulia er gis-ze hen he-unan kenteliou ann Aviel var ann distervez hag ar baourentez kristen, a rea eun implich larg ha roeal euz ar madou a oa choumet gant-han. He aluzennou ne oa muzul ebed d’ezho ; hag enn he harlu, e kavaz c’hoaz ann tu da ober vad da eur Roue all harluet evel-d-han. Gouzout mad a rear e kasaz kalz arc’hant da Dom Karlos, Roue Spagn dre c’hoad, ha kasset ivez kuit euz he stadou gand dispac’herien he vro.
Da bemp heur diouz ar mintin, hanv-goanv, e vije savet ann Duk hag ann Dukez a Angoulem. Neuze ez eant da glevout ann offeren genta da iliz veur ar barres. Eno e vijent gwelet alies, mesk-e-mesk gand ar bobl munud, o toslaat ouz ann daol zantel, hag o kemerout, gand eun deoliez skoueriuz meurbed, ann Hini a zo diskennet var ann douar evit tostaat ann eil ouz egile ann dud euz a bep stad, hag ober ac’hanomp holl bugale eur memes Tad. En eur zerc’hel da eur vuez ken didrouz ha ken distro, ann Duk a Angoulem a ouie mad penaoz tonkadurez ann Duk a Vourdel ne oa ket da ober evel-d-han. Kerkent eta ma oe achuet he studiou a zen iaouank e skol ann aotrou Frayssinous, e vennaz ober d’ezhan beachi, evit m’en divije gwelet dre ar bed ar pez en devoa desket enn he levriou, hag evit m’en divije great anaoudegez gant ann holl dud gwisiek ha brudet e pep bro. Neuze ’ta, gant ali ann aotrou Fraissinous, e c’halvaz euz a Frans da vlenia he niz enn he veachou skiantuz, tud anavezet kaer dre ho furnez hag ho c’halouniez, tud a vrezel ha var zouar ha var vor, tud a lezen ha boazet diouc’h ar c’hargou ar re huella.
Ann aotrou Fraissinous a guitaaz he skolaer roeal d’ann 29 a viz gwengolo 1838. Peur-c’hreat e oa he zeskadurez a zen iaouank. Derc’hent ann deiz ma tlie ann eskop santel en em lakaat enn hent, ar Prinz a vennaz kaozeal gant-han evit ar weach diveza, hag a zeuaz d’he gavout enn he gampr. He drugarekaat a reaz a greiz kaloun euz ar boan hag ann aked en devoa lekeat d’he gentelia epad keid amzer ; euz ar garantez vraz-se en devoa diskouezet enn he genver, o kuitaat he vro, hag oc’h ober eur veach ken hir, dre’n abek d’ezhan, daoust d’he oad braz ha d’he iec’hed pell a oa entre daou. « Great hoc’h euz evid-oun, eme ar Prins, ar pez ho poa en em garget da ober ; distrei a rit da Frans, ha mall eo d’e-hoc’h hen ober, evit prederia eur iec’hed hag hoc’h euz gwalleget pe uzet evid-oun. Koulskoude n’hellann ket en em ober gand ar zoujezon da veza dispartiet diouz-hoc’h evid-mad hag enn holl-d’ann-holl. Digaset hoc’h euz ama gan-e-hoc’h eur belek hag a garit dreist ar re all, hag a c’halvit hoc’h Eal-mad. Ha-ma, pa renkit mont kuit, gwestlit d’in he tigasot d’in ho migoun adarre a benn eur miz. Er c’hiz-se ho pezo bepred eur c’hannad em c’hichen, eun test euz va holl oberiou, eun den da lavarout d’e-hoc’h n’am bezo ket ankounac’heat ho kenteliou, ha ne oann ket dizellezek (indin) euz ar boan hoc’h euz kemeret gan-en. He welout a rit, eur zakrifis a c’houlennann c’hoaz digan-e-hoc’h. »
Enn eur lavarout ar c’homzou-ze, ar Prins a vriate ann eskop meurbed enoruz, hag a roe d’ezhan he bortred, var behini en devoa skrivet ar geriou-ma : D’ann Aotrou n’Eskop a Hermopolis, evel gwestl euz va c’harantez dener hag euz va anaoudegez a vab.
Beza ez euz kalounou tud evit pere komzou evel ar re-ma a dall muioc’h eged berniou aour. Ann aotrou Frayssinous a ioa euz ann dud-se. Kuitaat a reaz he skolaer ann dour enn he zaoulagad, hag e lavaraz d’ezhan, oc'h e gimiada : « Va Mab, n’ouzoun ket ha plijout a rai gand Doue ho kervel eun deiz da ren ; eun dra hep ken a ouzoun, eseet am euz rei d’e-hoc’h eun deskadurez hag a dalvezo d’e-hoc’h enn eil stad hag enn eben. »
Pa oe digouezet ann eskop e Frans, ar c’henta den a zeuaz d’he welout a glevaz ar c’homzou-man euz he c’henou he-unan : « Kredi mad a reann en divije Doue roet d’in ar c’hras da gas va labour da benn. Ann Duk a Vourdel a vezo par da gement tra a oufe c’hoarvezout gant-han. Doue a hell brema ober ac’hanoun-me ar pez a garo. » Da eun all e respontaz : « Biskoaz n’en deuz roet d’in gwall abek ebed da veza drouk-kountant anezhan. » Ha da re all : « Eur spered en deuz da zevel bepred hueloc’h eged pep eur-vad, hag eur galoun da herzel ouz ann taoliou ar re c’hrevusa. »
E divez ar bloaz 1838 e teraouaz ann Duk a Vourdel he valeadennou skiantuz dre ann Europa. Ann dud a zellid a zeuaz ar re genta euz a Frans d’he gavout evit derc’hel mad d’ezhan enn he veachou a oa ann Duk a Levis, ar c’hount a Lok-Maria, hag ar jeneral Latour-Foissac. Na heulimp ket ann Duk a Vourdel enn he holl valeadennou, kement-se a ve re hir, eun dra hep ken a livirimp hag a zell out-ho holl : derc’hel a rea evel da eul lezen, gwelout kement tra vrudet a vije dre ar vro, burzudou Doue, ijinou ann dud, ha dreist pep tra ann dud gwisiek ha vertuzuz a bere en devoa klevet hano mad. He blijadur vrasa a oe dreist holl redek ha studia ann tachennou brezel brudet-kaer dre emgannou ha gounidou ar c’hallaoued e peb amzer ha peurgedget e amzer Napoleon. Er c’hiz-se, epad c’houec’h vloaz, da lavarout eo, adalek 1838 betek 1844, ann Duk a Vourdel a redaz hag a studiaz holl rouantelesiou ann Europa, nemet hini Frans hag hini Spagn. Al lezen a vannisamant douget enn he enep er bloaz 1831 a vire out-han na lakaje he dreid var ann douarou-ze gounezet ha kaereet epad keid amzer gand he dud.
Hag kavout a rafac’h-hu kalz a brinsed hag ho defe bet enn ho iaouankiz ann tu hag ar volontez da welout ha da zeski kement a draou, hag en deuz great ann Duk a Vourdel ? Evid-oun-me n’ho anavezann ket.