O bugaleaj Breiz, bloaveziou alaouret !
An dudi zo enoc’h n’oufê dén lavaret :
C’houi eo ar bégad mél a ro Doue d’an dén
Arôg ma vê kaset dindan ar blanedenn,
Ar c’hoarzadennig heol a deu ’rôg an arne,
Ar bara gwenn debret arôg ar baourente.
Forz pegen fall an dén ha forz pegen berr-wel,
Eun tu bennag, e-deun e zonjezonou pell,
Ma ’n eus bevet en Breiz e vloaveziou kenta,
E tarz eur sklerijenn Sav-heol deus ar c’hoanta,
Hag e wel o tispak ’dîabarz e spered
Tôlennou dudius an amzer dremenet.
An ti oa bihanik ha téval marteze ;
Met eun dremm vinniget a yê dre an ti-ze
’N eun deurel war bep tra sklerder he lagad glaz,
Dremm eur vamm garantek aet ac’hane, ziouaz !
Hag e-maez, pegen frank, pegen don an dremmvel !
Penn-da-benn, a bep tu, keit ha ma tec’h ar zell,
Parkeier gwer ha ru, edou gwenn ha melen ;
Koajou pin, lec’h ma kan noz-de, vel eun delenn,
Mouez klemmus an avel, ma lârfec’h eun ene
Oc’h ober pinijenn war gribenn ar mene ;
Reier mil bloaiou zo ’n o zav e lein ar roz,
Vel soudarded dispont o tiwall o bro goz ;
Gwaremm ha balaneg zammet a vleuniou aour,
Lanneier noaz o rei peuri da vioc’h ar paour ;
Saoniou o tregerni gant blejadeg raouiet
Ar c’holeou lorc’hus, stok ar yeot ’n o bruched ;
Ha duhont, lec’h ma kuz an oabl en eur vougenn,
Burzud ar môr divent o ruilhal e wagenn.
Eur blijadur hep par vijê, dre bep amzer,
Klevout an eostig-bailh, an tad-moualc’h, ar mesaer,
Pep-hini gant e zon pa deuê e vare,
Hag an holl lapoused, kerkent hag ar beure,
O kinnig mesk-ha-mesk o bennoz d’ar C’hrouer ;
Ha dreist ar moueziou all mouez galloudus ar c’houer,
Gwech ha gwech o c’hourdrouz anevaled gorrek,
Alîez o kana ’n e yez kaer brezonek.
Pebez aoun a waskê ar potr ’n e wele-kloz
O soñjal e klevê skrij ar c’houiteller-noz,
Pe kloc’hig an Ankou o tiston er zioulder,
Pe ma teuê a-dôl da grena dre an êr
Garm ha youc’hadennou mantrus ar gaouenned,
Eur maro tost bennag gantê digemennet !
Ha pebez stad ennan, distrôet ar beure,
Oc’h en em gaout yac’h-pesk ha beo mad ’n e wele !
Nag a redadegou dindan an heol laouen,
’Kreiz ma tolê ’r gwenan c’houez-vad o c’hanaouenn
Hag ar bleuniou spern-gwenn o dudi dre ar vro,
Hag e froñvê dre holl zon ar c’houiled-dero !
Nag a skoliou laeret o chom da glask nejou,
Ma vijê krenn ankouaet ar gêr hag ar prejou !
Nag a lammou paket o klask pignat er gwe,
Pe o klask galoumpat ar c’hezeg ’n hir o moe !
Ha d’an noz, pebez lorc’h o tont war zu ar gêr
En eur heul an déñved, ar zaout hag ar mesaer,
Hag en eun dougen zounn, evel banielou ru,
Brîajou lugernus a vokedou burlu !
————
O bugaleaj Breiz, bloaveziou alaouret,
Pellder ken c’houek evel eur baradoz kollet !
|