Buhez ar Sent/1837/Annonciation ar Verc’hes Vari

◄   Lubin Annonciation ar Verc’hes Vari Ludger   ►


Ar pempet-var-nuguent a viz Meurs.


ANNONCIATION AR VERC’HES
GLORIUS VARI.


————


Myster an Incarnation pehini a voe accomplisset er moumet ma en devoe an Æl e zisoleriet hac annoncet d’ar Verc’hes Sacr, ha me devoe roet he c’honsantamant, a dle beza consideret evel ar princip eus hon oll Mysteriou, ac foundamant eus hon Religion, ar c’henta sourcen eus hon eürusdet, hac ar Myster dre excellanç,eus a vadelez ha carantez Doue en hon andret.

Ar moumet merquet a bep eternite evit reconciliation an dud gant Doue o veza digouezet, Doue a gassas an Æl Gabriel d’ar Guær a Nazaret da gaout ar Verc’hes Vari en amser ma edo en Oræsoun en he zi, evit disclêria dezi penaus en devoa-hi choaset evit douguen ar Frouez eus ar guir Vuez, evit beza Mam da Redemptor ar bed. An Æl, leun a respet evit an hini a gonsidere dijà evel e Rouanes, a lavaras dezi : Me ho salud leun a chraç, an Autrou Doue so gueneoc’h ; c’hui a so benniguet dreist an oll Graguez. Mari, cavet hoc’h eus graç dirac Doue ; heb bleça ho purete virginal, e concevot ur Mab : e lacaat a reot er bed, hac en hanvot Jesus ; bras e vezo e peb fæçoun ; ha dre ar Burzudou bras a raï, e vezo aznaeezet evit Mab d’an Oll-galloudec.

Endra ma parlante an Æl, ar Verc’hes Vari dre ur sclerigen surnatural a gomprenas ar Myster bras-mâ, ha leun a humilite, e lavaras : Cetu amâ Servicheres an Autrou-Doue ; pa en deus priget teul e zaoulagat varnon, peguen indin bennâc ez oun, ra vezo græt e volontez santel, ra vezo græt hervez ho comsou. Neuse e tisparissas an Æl ; hac er moumet eürus-se, e voe accomplisset an oll Professyou pere a bromete ar Messias desiret gant an oll Nationou, esperanç ar bobl oll, evit Donediguez pehini quement a Batriarchet, a Brofedet hac a Rouanez o devoa huanadet gant quement a bres hac a ardor d’e velet. Er moument-se an hini pehini a so a bep eternite a zeuas da veza concevet en amser dre ar Vertuz, dre ur Miracl eus ar Speret-Santel. Er memes moument ar bura eus an oll Guerc’heset a zeuas da veza an Templ sacr eus ar Verb incarnet, ha Mam da Zoue.

Abalamour d’ar galite-ze a Vam Doue, e tleomp enori an Itron Varia dreist ar Sænt hac an Ælez : abalamour d’ar galite-ze e teu an Tadou Santel eus an Ilis da rei dezi an anoyou caër a Rouanes an Eê hac an Douar, a Vam a visericord, a Refuich ar bec’herien, a Alvocades evit-o dirac Doue. Cetu a-se ar satimanchou o deus bet ar Sænt oll eus a Vara Doue : cetu ar Feiz eus an Ilis a bep amser.

REFLEXION.

Consideromp an excellanç eus a Vari hac he vageste ; aznavezomp-y evit hor Rouanez ; choasomp-y evit hor Mam ; quemeromp-y evit hon Alvocades ; enoromp an hini a so bet enoret gant Doue ; saludomp an hini a so bet saludet gant un Æl. Adressomp alies dezi gant respet, gant fizianç, gant fervor ar memes comsou a lavaras dezi an Æl, pere a so comprenet en Ave Maria, pehini a so ur beden quen enorabl ha quen agreabl dezi.

Evit excita hon attantion hac bon devotion, pa leveromp ar beden gaër-mâ, greomp reflexion var ar c’homsou eus a bere ed composet.

Me ho salud, Mari. Ar guer a Vari a sinifi Rouanes ; saludomp-y eta gant ar respet dleet da Rouanes an Eê hac an douar, gant ar memes respet ma e saludas an Æl.

Leun a c’hraç. Concevomp ur joa bras dre ma ze leun a c’hraç, ha pedomp-y da obteni ive evidomp an oll graçou a bere hon eus ezomp.

An Autrou Doue so gueneoc’h. Goulennomp ma vezo ive Doue gueneomp, ma vezo ive en hor c’halon.

C’hui a so benniguet dreist an oll Gragues. Dre ar privileich caër hoc’h eus bet da veza assambles Mam ha Guerc’hes.

Jesus ar Frouez eus ho cof a so biniguet. En em rejouissomp assambles gant-y, hac e zrugarecaomp da veza douguet ha roet deomp ar guir Frouez a vuez, pehini eo Jesus-Christ hor Salver hac hon Redemptor.

Santes Mari, Mam da Zoue. Ha Mam deomp-oll.

Pedit evidomp Pec’herien. Bezit Alvocades evidomp dirag ho Mab biniguet.

Bremâ. Pa zoump attaquet gant quement a demptationou hac exposet da quen-alies a zanger.

Hac en heur ar maro. En heur diveza-z’ pehihi a zecido eus hon eternite, hac e pehini hon bezo ar brassa ezom eus ho sicour.