Buhez ar Sent/1837/Gouel s. Pèr e guenver

◄   Anton Gouel s. Pèr e guenver Canut   ►


An trivec’hvet devez a viz Guenver.


SANT PER.


————


Ar Gouel-mâ a so instituet ê memor eus an deiz eürus e pehini e plaças Sant Per e Gador episcopal er Guær a Rom, hac e coumancas da exerci eno e labourou apostoliq.

Goude ma voe disquennet ar Speret Santel var an Ebestel, ha m’en devoa o c’harguet eus e zonezonou, n’o devoe muy quen sonch nemet da heulia e inspiration, d’en em acquitta eus an deveriou eus o mission ha da gaç ar sclerigen eus ar Feiz dre ar bed oll.

Er partaich a voe græt eus ar bed etre an daouzec Abostol, Sant Per, evel ar penn eus an Ebestel, ha Viquel da Jesus-Christ, a voe destinet gant Doue evit ar Guær a Rom, ar Guær quenta ha principala eus ar bed.

An Abostol bras-mâ, goude beza douguet ar sclerigen eus an Aviel e Judee ; goude beza gouarnet epad seiz vloaz an Ilis a Anlioch, goude beza prezeguet ar Feiz e Galatii, e Capadoç, en Asii hac e Bitini ; goude beza convertisset meur a bobl, ha græt un niver bras a viraclou, a zeuas, vardro pemzec vloaz goude maro hor Salver, da etablissa e zemeuranç er Guer à Rom.

Evelhen e favelzas da Zoue e teuzie er Guær a Rom, pehini a oa diaguent ar sourcen eus an errol, hac ar vamen eus ar superstitionou payen, da veza af væstres eus ar virionez, ar Guær principal eus ar Religion, hac ar Vam gommun eus an oll Ilisou ; evil ma teuzie an oll nationou, an oll bobl da receo ar sclerigen eus ar virionez digant ar Guær principal eus ar bed. Conservi a rêr c’hoas e Rom Cador Episcopal Sant Per, pehini a c’houarnas an Ilis, er Guær a Rom, epad pemp bloaz var-nuguent, hac a gurunas eno e labourou aposloIiq, dre ur verzerinti glorius.

REFLEXION.

Bep bloaz e celebrer ar memor eus an devez eürus e pehini Sant Per a blaças e Gador episcopal e Rom, hac e pehini e coumancas da exerci eno e labourou apostoliq. Peb bloaz e celebrer an dedy eus a pep Ilis parres ; dre ar memes ræsoun hac er memes intention ez ê en em obliget ar Pabet hac an Isquibien da celebri pep bloaz, gant un devotion hac ur fervor special, an devez ma zint bet sacret. Ar c’honcilou a exhort ive ar Veleyen da celebri gant cals a zevotion an deiz anniverser eus o ordination , en ur redoubli en deiz-ze o actionou a graç da Zoue, en ur consideri, gant mui a attention, ar santelez eus o fonctionou ; hac en ur ober muy a reflexion var an obligationou bras eus o c’harg.

Dre ar memes ræsoun pep cristen a dle celebri bep bloaz an devez m’en deus bet an eur-vad da receo ar Sacramant a Vadiziant, o tremen an deiz-se gant muy a zevotion, o nevezi ar bromessaou o deus græt evintâ da Zoue e baëron hac e vaeronez da renonç d’an drouc-speret, d’e oll bompou ha d’e oll œuvrou, hac erfin oc’h en em offr hac en em rei oll da Zoue. Sant Charles a ordrenas an devotion-mâ er c’huec’hvet Concil a Vilano, hac a verq penaus Sant Gregor a Nazianç a assure oa an usaich ancien da celebri bep bloaz an devez eus a Vadiziant, dre pep seurt exerciçou devot, ha penaus e tlye an tadou ha mamou caout ar sourci da zigaç sonch d’o bugale eus an deiz-se ; ha rei dezo an exempl a guemense.

Mar doump obliget da drugarecât Doue eus e c’hraçou, pebes actionou a c’hraç, na dleomp-ni quet renta dezâ da veza hon recevet en Ilis hac en nombr eus e vugale, dre ar Sacramant a Vadiziant ! Evit e drugarecat eus ur faver quer bras, leveromp bemdez, gant muy a attantion, ha gant cals a aznaoudeguez-vad, ar c’homsou-mâ eus an Adoration : Me ho trugarecâ, va Doue, eus hoc’h oll madelezou d’am beza : En Ilis recevet.

Douguen a reomp an hano a Gristenien ; mæs ha bevet hon eus-ni bete vremâ e guir Gristenien ; ma n’hon eus-èn quet græt, consideromp petra a dleomp da ober evit rapari hor faut, hac evit cundui ur vuez din eus un hano quer santel.

Oræsoun evit nevezi ar Bromessaou eus ar Vadiziant.

Drindet Santel hac adorabl, Tad, Mab ha Sperel Glàn, tri Ferson en un Doue, ho trugarecât a reomp da veza hon recevet en Ilis hac en nombr eus ho bugale, dre ar Sacraraant a Vadiziant. Ra zeui an oll Sperejou eürus, an oll Sænt ha Santeset eus an Eê, hac ispicial hor Patronet, d’en em unissa gueneomp evit hor sicour d’ho trugarecât eus a ur c’hrag quer bras.

Nevezi ha ratifia a reomp an angageamant santel hon eus contractet en ur fæcoun quer solennel, en deiz eus hor Badiziant. Renonç a reomp d’an drouc-speret, d’e demptationou ha d’e aly milliguet ; renonç a reomp d’ar bed corrompet, d’e c’hloar ha d’e vaniteou ; renonç a reomp d’ar c’hiq, d’e inclinationou direglet ha maleürus.

Cristenien oump, o va Doue, dre ho craç ; na bermetit quet e tissenoremp un hano quer santel. Protesti a reomp penaus e fell deomp, eus a vremâ betec hor maro, gant ar sicour eus ho craç, lacât hoa oll gloar hac on oll joa o viret ho Lesen just ha santel, pehini a vezo da viquen evidomp ur soureen a venediction hac a eürusdet.