al m’oa ganet ar c’hrouadur-man, er bla 1696, en kichen Napl, eur zant, Fransez Jirolamo, a lavaras d’e vamm : « Ar c’hrouadur-man a vevo dek vla ha pevar-ugent. Eskob a vezo, ha treo kaer a raio hed e vue evit Hon Zalver Jezuz-Krist. »
Ha treo kaer a reas : prezek an Aviel d’ar beorien, krenvât an devosion d’ar Werc’hez ha d’ar zakramant meulet ra vezo eus an ôter ; dispenn lavariou ar fals-doktored, frankât hent an nenv, ouspen hanter stanket gant ar Jansenisted.
En kichen e gavel e kavas eun tad hag eur vamm eus ar re wellan ; n’o devoa ken preder nemet da lakat Jezuz-Krist da ziwan en kalon o holl vugale.
Alphons ne dremene kammed eun devez hep lavaret e chapeled, ha dirak ar Zakramant oar sur d’e gaout, mare pe vare eus an de.
Abred e oe kaset d’ar skol. D’an oad a c’houezek vla, e kemeras renk e-touez an doktored war lezennou an Iliz ha war lezennou ar vro. En berr amzer e teuas da vezan unan eus brudetan advokaded Napl, hag epad dek vla e reas ar vicher-ze gant enor.
Karget da zifenn kôz eun den a renk uhel, e studias e brosez gant evez epad eur miz hag, o kredi e oa ar gwir eus e goste, e tisplegas e gôz gant kement a nerz ma krede an holl e oa gonidek. Advokad ar gostezen-all ne reas nemet lakat dindan e zaoulagad eur paper ha n’en devoa ket bet a anaoudegez anezan. Ar paper-ze a ziskoueze splann ne oa ket ar gwir diouz e goste. Alphons, al lealded memes, a anzavas raktal e fazi. Mes diwar ar wech-ze e kemeras muioc’h-mui a gasoni ouz ar bed.
Betek neuze, koulskoude, oa bet eur skouer evit ar yaouankiz. Bemde e veze en oferen ; bep sun e veze o kovez, ha meur a wech er zun o kommunian ; bep bla e rê eur retred ; mes daoust da ze, e sante an danjer a oa evit e ene o chom er bed. Kemer a reas digare eus ar pez a oa c’hoarvezet gantan el lez-varn evit chanch stad a vue. Mont a reas da iliz Tadou Itron-Varia a Drugare. Ar zakramant a oa war an ôter ; Alphons, d’an daoulin dirazan, a reas al le d’en em rei holl da Zoue, hag en testeni, e stage e gleze ouz ôter ar Werc’hez.
Mes n’en devoa ket c’hoaz ôtre e familh. Stourm a renkas pell. E dad ne blegas nemet en despet d’ezan ; eur bla pen-da-ben e chomas hep komz ouz an den yaouank ; mes an trec’h a chomas gant Alphons.
Daoust d’ezan da vezan dija desket bras, e roas pevar bla-all d’ar studi, ha d’an 21 a viz kerzu 1726, e oe beleget en Napl.
Diwar an devez-ze, e vue ne oe mui nemet eur brezegen peurbadus. Doue hepken a oar an niver eus an dud konvertiset gantan, startaet en o fe ha kaset pell war hent ar zantelez.
Goulennet a veze evit prezek en kement parouz hag en kement kouent a oa en Napl, ha leun e veze an ilizou evit e selaou : ne glaske nemet Jezuz, ha Jezuz stag ouz ar groaz.
Eun devez, e dad, Jozef Ligori, o tremen dirak eun iliz ma prezege enni, a zonjas mont da glevet ; Alphons a oa er gador. Poan a reas d’an tad gwelet e vab er gador, mes ne gredas ket tec’hel. En nebeut komzou, ar prezeger a lakas ar sklerijen da baran war e ene. Eun tôl a skoas en e galon, ha kerkent hag achu ar zarmon, ec’h eas da gaout ar prezeger, ha goude bezan e vriataet gant teneridigez, e c’houlennas pardon digantan eus ar boan en devoa grêt d’ezan. Ar wech kentan oa da Jozef da welet e vab abaoue m’oa beleget.
Alphons a beurc’hrê, er gador-govez, al labour boulc’het er gador-zarmon. Ken uhel ha ken diês e kave labour ar gador-govez, ma oe red urz an arc’heskob evit hen lakat da stagan gantan. Divent e oe ar vad a reas dre eno. Ar pez a c’hourc’hemenne d’ar re-all a rê e-unan. Ken bras oa e c’halloud war ar bec’herien baour, ma ne renkas biskoaz lezel hini da vont kuit hep bezan roët e bardon d’ezan a-beurz Doue. N’hell den niveri an dud a skouer fall a zistroas war an hent mat. Ar pinijennou a gustume rei oa : distrei da govez a-benn nebeut ; kovez ha kommunian alïes ; dont d’an oferen bemde ha sonjal, keit ha ma pade, en Pasion hon Zalver Jezuz-Krist ; ober eur binijen gorf bennak, mes n’o gourc’hemenne ket ; mont alïes da welet ar zakramant meulet ra vezo, ha bezan devot d’ar Werc’hez.
Petra n’en dije ket grêt evit silvidigez e nesan ? Tud ar mêziou a wele dizesk war ar relijion, dilezet ma oant gant o beleien. Hag e sonje en doare gwellan d’ober vad d’eze, pa deuas eul leanez da lavaret d’ezan, a-beurz Doue, e oa galvet da zevel eun Urz neve a visionerien evit kelenn an dud dizesk war o relijion. Alphons a chomas mantret ; mes o vezan ne glaske nemet senti ouz Doue, en em lakas da bedi a greiz kalon evit anaout e volonte. Kerkent ha sklerijennet war an dra-ze, e stagas gant al labour. Enebiez a gavas a bep tu, zoken a-beurz e wellan mignoned ; e dad hen pedas hag hen aspedas da chom en Napl ; ar veleien o devoa roët o hano d’ezan evit bezan e genlabourerien, a dec’has nemet daou. Alphons ne gollas ket kalon. Mont a reas da gât an Hini a veze bepred e zikour en kreiz e holl reuziou, ar Werc’hez Vari, hag an treo a yeas war ’rôk ; elec’h ar re a oa tec’het, e teuas re-all niverusoc’h. A-benn tri bla, e oa pevar diad misionerien.
D’ar 25 a viz c’houevrer 1649, ar pab Beneat XIV a roas ôtre d’an Urz neve.
Ar zant a zonje en dije achuet e vue e-touez ar venec’h, e vugale. Mes ar pab Klemant XIV a oa e zaoulagad warnan, hag hen hanvas da eskob en Santez-Agatha ar Gothed. Doaniet e oe e galon ; skrivan reas evit refus ; ar pab a c’hourc’hemennas têroc’h. « Ra vezo grêt bolonte Doue, a lavaras neuze Alphons. » Mes e anken a oe ken bras ma kouezas gwall glanv. Kerkent ha pare, ec’h eas d’e eskopti hag e stagas gant e labour. Lakat a reas urz en e gloerdiou ; gourc’hemennou striz a reas d’e veleien ; sevel a reas breurieziou ; trei a reas ar bobl war ar zakramanchou. Bep daou vla e wele e eskopti a-bez.
Goude trizek vla tremenet el labouriou tenn-ze, e roas an dilez eus e garg hag e tistroas daved e visionerien. Naontek vla ha tri-ugent en devoa er mare-ze. Bevan reas c’hoaz daouzek vla ; mes ne oe ket eürus ; dismeganset a oe en pep doare gant an dud, hag an drouk-spered hen heskinas kemend-all gant an tentasionou ha gant ar skrupulou.
Doue a roas d’ezan erfin ar peuc’h. Mervel a reas d’an de kentan a viz eost 1787, oajet a unnek vla ha pevar-ugent.
Grêt en devoa al le da chom hep koll pennad amzer ebet ; rak-se, en kreiz kemend-all a drubuilhou, e kavas amzer da zevel eleiz a levriou.
Gregor XVI a lakas e hano war roll ar zent, er bla 1889, ha Pi IX hen disklerias doktor eus an Iliz.
Seul-vui m’eo sôtret eun ene, seul-vui m’eo êt don er fank, ha seul-vui e tle ar c’hovezour poanial d’hen tennan eus adre skilfou an aerouant, evit hen teuler etre divrec’h ha war galon an Otrou Doue.
Sant Alphons.