◄ Alphons Ligori | Klara | Yan-Mari Vianney ► |
lara a deuas er bed en Asiz, ar mousc’hoarz war he muzellou, d’ar 16 a viz gouere 1194. Da driouec’h vla, evit senti ouz he c’henvroad sant Fransez, e roas he holl danve d’ar beorien, hag ec’h eas da iliz Itron-Varia an Ele ; eno, goude ma oe troc’het he bleo, e tennas he dilhad kaer hag e wiskas dilhad a binijen.
Fransez a roas d’ezi eur reolen, savet war skouer hini e venec’h, ha Klara a yeas da zigeri eur manati en kichen iliz Sant-Damian. He diou c’hoar, Agnes ha Beatrix, a deuas, gant ar re gentan, da vevan dindanni, ha prest goude he mamm Hortulana.
Evelse e oe savet eil Urz sant Fransez, er bla 1212.
Klara a c’houarnas he manati gant evez ha gant furnez, epad daou vla ha daou-ugent. He bue a oa awalc’h evit deski d’ar re a oa dindanni penôs bevan ervat.
Evit rei d’he spered an trec’h war he c’horf, e valee diarc’hen, e kouske war eur feusken goad, hag e lake eur pilgoz kalet dindan he fenn. Epad pell amzer e tremenas tri devez ar zun, al lun, ar merc’her hag ar gwener, hep dibri tamm, hag en deveziou-all e tebre ken nebeut a dra, ma oa nec’het maro ar re-all o klask gouzout penôs e c’helle chom en he zav.
Arôk ma kouezas klanv, e rê daou goaraïz er bla, diwar bara ha dour.
Troet oa da rei nebeut a amzer d’ar c’housked ha kalz d’ar beden.
Yun a rê derc’hent an holl goueliou bras. Pa veze dalc’het war he gwele gant ar c’hlenved, kentoc’h eget chom dibreder, e rê lienachou ôter da rei da ilizou Asiz.
Ar pez a gare dreist pep tra, evel sant Fransez, oa ar baourente, ha ne fellas ket d’ezi, en doare ebet, e vije staget ouz he manatiou al leveou a ginnige d’ezi Gregor IX.
Miraklou niverus ha dishenvel a vrudas e zantelez ; rei a reas ar gomz da unan eus he leanezed, ar c’hleve d’eun all, hag ar yec’hed ne ouier ket da bed ha ped-all.
Eun devez, ar pod-eoul a oa goullo er manati ; Klara a walc’has anezan, ha pac’h ejod da gregi ennan, e kavjod anezan leun a eoul.
Eun devez-all ne oa en ti nemet eun dorz vara. Klara a roas an hanter anezi d’ar paour, hag an hanter-all a lakas da greski en eun hevelep doare ma oe peadra awalc’h anezan da leinan hanter-kant leanez.
Eun dro-all c’hoaz, an Turked a lakas ar seziz war Asiz, ha klask a rênt pignal en manati Klara ; houman, hag a oa neuze klanv war he gwele, a reas he dougen da gichen dor he zi, hag a reas lakat dirazi klozen an hostiou konsakret.
Neuze e pedas evelhen : « Na lezet ket, O ma Doue, ar re o deus fizianz ennoc’h da gouezan etre daouarn tud divade. Diwallet ho servijerezed dasprenet gant ho kwad presius. »
Kerkent e oe klevet eur vouez o respont : « Me ho tiwallo bepred. »
Ar re eus an Turked a oa pignet war mogeriou ar manati a oe dallet neuze, en eun tol, hag a gouezas war o fenn d’an douar, hag ar re-all a gemeras an tec’h.
Klara a varvas d’an 11 a viz eost 1253, hag a oe sebeliet an de war-lerc’h, dirak Innosant IV hag eleiz a gardinaled.
Daou vla hepken goude, Alexandr IV a lakas he hano e-touez ar gwerc’hezed.
Eur galon hag a gar Doue a oar gouzanv pep tra.
Eur galon ha ne gar ket Doue ne oar gouzanv netra.
Eur galon hag a zo en gras Doue a zo pinvidik awalc’h ; hag eur galon ha n’he deus ket awalc’h gant Doue a zo re ziês da gargan.
Santez Klara.