Buhez ar Sent/1912/Amede

◄   Eustas Amede Nikolas de Flüe   ►


Tregontvet devez a viz Meurz


An den eürus Amede
Duk Savoa (1435-1472)



Amede a deuas er bed en kêr Thonon, d’an de kentan a viz c’houevrer 1435. E vamm e zavas ervat hag a lavare d’ezan alïes : « Kement prins a fell d’ezan bezan karet ha doujet gant e dud, a dle, da gentan, doujan ha karet an Otrou Doue, Roue ar rouaned. »

Daoust ma oe savet en unan eus al leziou kaeran a oa en Europ, en amzer-ze, e viras ouz e galon da vezan touellet gant treo iugernus ha goullo ar bed. En oberou a drugare eo e kave e blijadur. Kouezan a rê alïes en drouk-sant, ar pez a rê d’ezan lavaret : « N’eus netra c’houek, netra vat evel m’eo gouzanv evit Doue. Trubuilhou ar vue-man eo arrez bue an nenv. »

Da seitek vla e timezas da Ioland, merc’h Charlez VII, roue Frans. Biskoaz etre an daou bried ne zavas an disteran koumoul. Doue a roas d’eze eiz krouadur. Da varo e dad, Amede a bignas war drôn duked ar Savoa hag ar Piemont, ha biskoaz prins ne oe gwelloc’h arru gant e zujidi.

E c’her oa e tleer serviji Doue da gentan, ha lakat ar relijion da vleunian en pep lec’h.

Ne oa ket evit gouzanv nag al leou-douet nag ar c’homzou goloet ; hag an hini a vije en e zervij hag en dije lavaret eur ger fall bennak evelse, goude ma vije holl brinsed an douar oc’h ober evitan, n’en devoa mui eun heur da chom en e di.

E garante evit ar beorien a oa ive dreist-muzul : « Ma ne garfen ket ar beorien, e lavare a-wechou, e kredan ne garfen ket an Otrou Doue. »

Dre gement lec’h mac’h ee, e c’houlenne kelou eus ar beorien, eus an dud klanv, eus an intanvezed hag eus an emzivaded, hag e rê kement a oa en e c’halloud evit o harpan en o ezommou.

Diou wech bemde e roë an aluzen d’eur bern a ’n em gave en kichen dor e balez.

Rei a rê ive gant largente d’an ilizou ; lakat a reas dresan meur a hini ; paean a reas dle meur a hini-all ; rei a reas dilhad-oferennan, eus ar re gaeran, da iliz Sant-Euseb, en Verseil.

Mont a reas da bardonan da Rom, war beziou an ebestel Per ha Pol ; en kement iliz mac’h eas enni, e roas eur prof bennak.

Da seiz vla ha tregont, e kouezas gwall-glanv. Anaout a reas e oa war e dremenvan, hag e reas gervel ôtrone vrasan e lez : « Gourc’hemenn a ran d’ac’h ar beorien, roët d’eze gant largente, hag an Otrou Doue ho pinnigo. Barnet ive gant lealded, heb ober gwelloc’h da heman pe da hen-hont ; laket ar relijion da vleunian ha Doue da vezan karet. »

Mervel a reas o pokat da groaz Hon Zalver, d’an 31 a viz meurz 1472, da genver al Lun-Fask.

Eleiz a vurzudou en em gavet war e ve a ziskouezas d’an dud ar c’halloud an evoa dirak Doue. Innosant XI a hanvas anezan eürus.

————


KENTEL


An Aluzen


N’eo ket awalc’h ober aluzen ; red eo bezan goest d’ober, gouzout ober, ha da biou ober.

Arôk rei, red eo bezan dic’hle ; an neb a laer e nesan a dalv nebeut a dra, dirak Doue, ar pez a lak en daouarn ar beorien.

Red eo gouzout rei ; an doare da rei a dalv muioc’h eget ar pez a roër.

Red eo gouzout da biou rei. Hon Zalver Jezuz-Krist a lavar e tle an dorn kle ankouât ar pez a ro an dorn deo. Gwir eo ; mes ma tle an hini a ra eur vad d’eun all hen ankouât, gant aon na deufe da dennan lorc’h eus e vadoberou, ne dle ket rei, hep gwelet da biou e ro, na petra ro, gant aon d’ober muioc’h a zroug evit a vad.

Rei labour d’ar paour barrek da labourât a zo gouzout ober aluzen ; rei douar, loened, arc’hant, en prest, da dudigou kez en eun tiegez, d’o zikour d’en em zevel, a zo gouzout ober aluzen.

Rei da baean skol gristen d’eur c’hrouadur ezommek a zo gouzout ober aluzen ; rei da baean skol d’eun den yaouank da zeski e vicher a zo gouzout ober aluzen ; rei argourou da dud yaouank evit ma c’hellfont dimezi a zo gouzout ober aluzen. Rei da fals-peorien a deu da doull ho tor, a ouzoc’h ervat n’o deus ezom ebet da astenn an dorn a zo ober gaou ouz ar gwir beorien ; rei da beorien, hag a anavezet evit bezan lonkerien touet, ouspen ar pez a zo red evit o bevanz hag o gwiskamant, a zo rei tro da wall-zispign madou an Otrou Doue : n’eus urz ebet d’ober an dra-ze.