◄ Trugare | Amzer Nedeleg | Eizved Ginivelez Hon Zalver ► |
Ar pez a hanver amzer Nedeleg eo an daou-ugent devez a zo etre ar 25 a viz kerdu ha gouel ar Chandelour.
An Aviel a lavar d’imp e chomas ar Werc’hez daou-ugent devez da danva levenez an Nedeleg, penn-ouz-penn gant he Mab ; an Iliz a ra evelti, hag a dremen daou-ugent devez o veuli Mari, Mamm ha Gwerc’hez, hag o kinnig d’he Mab hec’h adorasion, he levenez, he anaoudegez vat hag he c’harante. Magan he c’halon a blij d’ezi gant ar misteriou kuzet dindan spesou ar gouel bras-man.
Salver ar bed a oe ganet ar 25 a viz kerdu, da lavaret eo, en kreiz ar goanv, d’ar c’houlz eus ar bla ma seblant an denvalijen trec’hi war ar sklerijen hag ar bed brallan warzu ar be ; mes ganet eo ive d’ar mare ma paouez an de da verrât ha ma krog an heol da zanzen d’imp deveziou hirr, groezus ha splann an neve-amzer hag an hanv.
Ar boblou pagan a rê eur gouel da viz kerdu, en enor d’an heol o trec’hi war an denvalijen hag o c’honid adarre eur blavez bue d’ar bed.
Ar gouel-ze a oa ar skeud eus hini Nedeleg. Mab Doue, ar gwir Heol, o tont war an douar, pa oa an tenvan dre holl tenvalijen ar pec’hed, hag o c’hori eur vue neve dre an holl grouadelez, hag en kalon pep-hini eus ar re a gredje ennan.
Ganet a oe en Bethleem, da lavaret eo, en hebreeg, en « ti ar bara ». Ar bara eo magadurez ar vue ; Jezuz-Krist eo ar bara diskennet eus an nenv, a ro ar vue d’an ene, hag eur vue bepred krenvoc’h, betek chench an den en Doue. Ar burzud-ze ne vo ket grêt en eun de : tôlomp hon lagad war Jezuz, hag e welfomp anezan o kreski, a dam da dam, en oad hag en furnez.
Ganet gantan da noz Nedeleg, e tleomp ive kreski gantan, rak galvet omp da vevan e vue pen-da-ben : mervel gantan war ar Groaz, sevel gantan eus ar be ha pignat gantan eun de d’ar baradoz.