◄ Amzer Nedeleg | Eizved Ginivelez Hon Zalver | Odilon ► |
n amzer goz, an Otrou Doue, o welet e oa kement a denvalijen en sperejou an dud, ha kement a strafuilh en o c’halonou, ma n’hallent mui na miret nag anaout ar gourc’hemennou en devoa merket en o c’honsians, a zibabas Abraham [1] da vezan tad eur bobl hag a vije e bobl muian-karet, dre ma tlee e Vab muian-karet genel dioutan. Ar bobl-se e oa pobl Israël, ar Judevien. Eiz devez eta goude o ginivelez, ar Judevien vihan a veze merket betek ar gwad, da ziskouez e kemere Doue galloud warneze, en eun doare strisoc’h evit war an dud-all, hag e oant savet eus renk e grouadurien da renk e vugale.
Al lid-ze a veze grêt, peurliesan, gant an tad, pe gant unan eus ar gerent nesan, ar gwellan dorniet evit an dra-ze. En eur ober anezan, an neb hen gre a lavare : « Ra vezo binniget an Otrou, hon Doue ! Santelaet en deus e vuian-karet, adalek barlen e vamm, ha merket e lezen en hon izili. Lakat a ra war e vugale siel an emgleo, ha skuilh a ra warneze bennoziou an tad Abraham ! »
Hag ar re a zelle, eun dek ane, da nebeutan, a responte : « Ra vevo an hini ho peus dibabet da vugel ! »
Eur wech skuilhet ar gwad, al lidour a lavare c’hoaz : « Otrou, Doue hon tadou, krenvaet ha miret ar c’hrouadur-man d’e dad ha d’e vamm. Ra vezo e hano brudet kaer etouez bugale Israël. Ra vezo hanvet... (Hag e veze lavaret d’ar c’hrouadur, evit ar wech kentan, an hano a veze bet klasket d’ezan gant ar gerent). Ra deuio d’ober levenez an tad an eus e grouet hag ar vamm he deus hen ganet ! »
Setu aze penôs e veze grêt al lid gourc’hemennet gant Doue da Abraham, hag a oa eur skeud eus sakramant ar Vadeziant.
Mab Doue en em c’hrêt den, ganet en kraou Bethleem, a oa Judeo dre e vamm, ar Werc’hez Vari, hag e oe merket ha hanvet, d’an eizvet devez goude e c’hinivelez, evel pep-hini eus ar Judevien-all. War a greder, sant Jozef a lakas warnezan siel an emgleo hag a roas d’ezan an hano a Jezuz, hano bet dibabet gant Doue an Tad ha roët da anaout d’ar Werc’hez, dre gemennadurez an El Gabriel.
Ar ger « Jezuz » a zo eur ger hag a zo vit lavaret « Salver, unan hag a ro e vue evit e nesan. » Abred e oe roët da Vab Doue eun hano-all : « Krist, » da lavaret eo « an hini a zo sakret ha digaset gant eur gefridi da ober. »
Jezuz-Krist eo eta, diouz e hanoiou, au hini a zo sakret ha digaset evit bezan ar Zalver. Biskoaz den, gwelloc’h evitan, ne lakas e hano da zont da wir, ha biskoaz hano n’eo bet douget hag a vije ken c’houek, ken doujet ha ken galloudus hag an hano « Jezuz ».
An hano-ze a zo evel ar mel er geno, evel eur c’hân dudius er skouarn ; ober a ra d’ar galon tridal. Dre an hano-ze, e ve laket ar maro da souzan, an drouk-spered da dec’hel, klenvejou ar c’horf da wellât, gouliou an ene da barean.
D’an hano-ze, pep glin a dle plegan en nenv, war an douar hag en ifern.
Da genver ar gouel-man, Jezuz-Krist a zo bet merket betek ar gwad ha laket e hano war roll pobl Israël. Ni ive a zo bet merket betek hon ene, da ze hon badeziant, ha laket hon hano war roll an Iliz.
Eus a grouadurien Doue ma oamp, pa deujomp war an douar, omp bet grêt e vugale ; an hano a roas d’imp ar beleg war dreujou an iliz, Doue hen roio d’imp war dreujou ar baradoz.
Oh ! pebez renk hon deus eta da zerc’hel war an douar-man, ma fell d’imp tizout ar gurunen gaer a zo du-hont o lugerni evidomp etre daouarn an Otrou Doue, war dreujou ar bed-all ! Lakomp ar wirione-ze don en hon spered, gant de kentan ar bla, ha leveromp a greiz kalon :
Ra vezo meulet Jezuz-Krist, hirie, e kerz ar bla pen-da-ben, hag eus an eil kantved d’egile da virviken !
- Tu autem, Domine, miserere nobis.
- Deo gratias.
- ↑ 2296 arôk donedigez Hon Zalver Jezuz-Krist.