◄ Katel a Zienn | An amzer goude ar Pantekost | Philip ha Jakob ► |
Aboue an Azvent betek ar Pantekost, an Iliz he deus dispaket dirakomp, tôlen ha tôlen, dre lidou ha pedennou kaer, bue Hon Zalver Jezuz-Krist ha mysteriou ar relijion.
Pep gouel, pep myster en devoa e liou, e vlaz, e vertuz ; digas a rê d’e heul, ’barz ine ar c’hristen, eur c’hras ispisial, hag an holl grasou-ze en em gleve da stumman anezan diouz stumm ar C’hrist, an hini oa ar vammen aneze.
Ar Spered-Santel a oa e garg peurober al labour-ze ka chom gant an ine, da harz na vije dismantret.
Adalek ar Pantekost betek an Azvent, ar c’hristen eta a zo anezan ’vel eun eil Krist, o vevan diouz ar vue dreist-natur diwanet en e greiz epad al loden gentan eus ar bla.
O vezan unanet gant Doue, e zaoulagad a zo karget mui-ouz-mui a sklerijen, e galon a nerz, gant ar mysteriou hag ar goueliou a c’hoarvez er c’houlz-man ; o c’helennadurez a sko don ennan : goueliou an Drinded, ar Galon-Zakr, re ar Werc’hez Vari hag ar Zent a ginnig pep-hini eur vagadurez c’houek a ra d’ezan ’n em stagan gant dudi ouz kement a zo abeurs Doue ha ’n em distagan a galon vat ha gant prez eus holl dreo divlaz ha noazus an douar.
E kerz an amzer goude ar Pantekost, an ine, bet krouet enni bue ar c’hras, a zo, ’vel pa lavarfen, o tarevi he freuz dindan grouez ar Spered-Santel.
Koulskoude, ar vue n’eo ket achu hag an emgann a bado keit ha hi. Setu perak, goude tremenet amzer ar Pantekost, an Azvent a dizro adarre hag a adkrog da stumman gwelloc’h-gwell ar c’hristen diouz hon Zalver Jezuz-Krist.
Evelse vo bep bla, ken ma vo achu reuz ar vue-man, ka tizet ganimp, ’n eun doare gwell pe welloc’h, ar skouer dizoloet dirakomp, skouer an holl barfetegez, ar C’hrist.
Miz mae a zo gwestlet da enori an Itron-Varia, Mamm Doue. Peurvuian, en tiegeziou hon bro, eman ar gustumans vat da lenn, bep noz, Miz Mari, war-lerc’h Bue ar Zent, epad ar miz-man.
Netra gwell eget derc’hel gant ar c’hiz-ze elec’h eo bet miret betek hen, hag he adsevel elec’h eo bet koueet.
Setu aman hanoiou levriou Miz Mari, en brezoneg Treger pe Leon, hag a vije gallet lenn en tiegeziou kristen :
Levr Bugale Mari, gant an ôtrou Chatton (yez Treger) ; Miz Mari ar C’halvar, gant an ôtrou Kerjan (yez Leon).