◄ An amzer goude ar Pantekost | Philip ha Jakob | Athanas ► |
n devez war-lerc’h m’en devoa Jezuz grêt anaoudegez gant Andre, Yan ha Simon, en em gavas gant Philip hag e lavaras d’ezan : « Deus ganin ! » Philip a zentas, hag en eur vont gant an hent, diouz klevet Jezuz o komz, ec’h anavezas anezan evit bezan ar C’hrist. Mall e oe gantan kas ar c’helou d’e vignon Nathanaël, a gavas azezet dindan eur wezen fiez.
— Kavet hon deus, emezan, an hini a gomzer anezan en lezen Moyzez hag er Brofeted : Jezuz Nazareth eo, mab Jozef !
— Petra, eme Nathanaël, daoust hag eun dra vat bennak a c’hell dont eus a Nazareth ?
— Deus da welet ! eme Philip ; hag ec’h ejont o-daou. Jezuz, pa welas Nathanaël, a lavaras :
— Setu aman eur gwir vab da Israël, ha n’eus ket a wi ennan.
— Penôs, eme Nathanaël, e c’hellet-hu anaout ac’hanon ?
— Philip n’en devoa ket c’hoaz galvet ac’hanout ; pa oas dindan ar wezen fiez, me ’m oa da welet !
— Otrou, eme Nathanaël, c’houi eo Mab Doue ; c’houi eo Roue Israël !
— Petra, eme Hon Zalver, abalamour m’am eus lavaret d’it : « Da welet am eus dindan ar wezen fiez, » e kredez ? Traou-all a weli souezusoc’h. En gwirione, en gwirione, m’hen lavar d’ac’h, gwelet a refet an nenv digor, hag êle Doue o pignal hag o tiskenn war mab an den !
Tri de goude, Philip a oa en eured Kana hag a wele eno Jezuz oc’h ober e virakl kentan, war c’houlen ar Werc’hez Vari. Er bla war-lerc’h, e oe dibabet evit bezan unan eus an daouzek abostol.
Pa zavas c’hoant gant an Otrou da vagan ar bobl diredet d’e selaou, hag a oa hep tamm, eur gwall bennad a oa, ouz Philip hag a anaveze ar vro oad enni, eo e c’houlennas :
— Eus a belec’h e kavfomp bara da vagan ar re-man ?
— Daou-c’hant dinerad, eme Philip, n’eo ket re da rei e damm da bep-hini !
Jezuz en devoa grêt ar goulenn-ze outan da welet petra lavarje, rak hen a ouie ervat ar pez en devoa d’ober.
Da Zul-Bleuniou, goude eun digemer kaer grêt da Jezuz en Jeruzalem, paganed a ’n em erbedas ouz Philip, evel ouz unan eus ar re dostan d’an Otrou, hag a lavaras d’ezan : « Ni fell d’imp gwelet Jezuz. »
Philip a gomzas diwar o fenn da Andre hag o-daou e kinnigjont an diavêzidi-ze d’o Otrou.
D’ar goan divezan, evel ma oa Hon Zalver o komz d’an Ebestel eus an Tad a zo en nenv, e lavare :
— Mac’h anavezet ac’hanon, ec’h anavezet ma Zad. Philip ne gomprene ket.
— Otrou, emezan, grêt d’imp gwelet an Tad hag e vezo trawalc’h !
— Petra, eme Jezuz, keit-all a zo emon ganac’h, ha n’am anavezez ket, Philip ? An neb en deus ma gwelet, en deus gwelet ma Zad. Penôs e c’hellez neuze lavaret : diskouezet d’imp an Tad ?
» Ha ne gredez ket ec’h on en Tad hag eman an Tad ennon ?
» Ar c’homzou a lavaran d’ac’h n’int ket ma c’homzou, nag an oberou a ran, ma oberou ; an Tad hag a vev ennon eo o gra, hen e-unan. »
N’eus ket en Aviel a gomzou sklêroc’h evit ar re-ze, da ziskouez oa Jezuz-Krist Doue.
Goude m’oa diskennet ar Spered-Santel war an Ebestel, Philip a yeas da brezek ar fe d’ar Sithi hag a lakas tud ar vro-ze, kouls lavaret holl, da drei war ar fe gristen.
Goude e teuas er Phriji. En Hierapolis, e oe staget ouz ar groaz ha bruzunet a dôliou mein, d’an de kentan a viz mae.
Relegou sant Philip a oe douget goude da Rom, elec’h m’o mirer abaoue.
Jakob, mab Kleophas, a oa kenderv da Jezuz ; genel a reas en Kana, er Galile. Goude ma pignas Jezuz-Krist en nenv, e oe dibabet gant an Ebestel-all da chom da eskob en Jeruzalem. Eleiz a Judevien a lakas da anaout Jezuz evel Salver ar bed.
Karout a rê tremen gant nebeut a dra. Ne zebre tamm kig ha n’eve banne gwin ebet morse. Pedennou hirr a rê. Dre forz chom pell war bennou e zaoulin, e teuas ar c’hroc’hen warneze da vezan ken kalet ha hini eur c’hanval.
Er bla 51, an Ebestel a ’n em vodas en Jeruzalem, d’en em glevet diwar-benn al lezen goz, ne oa mui red heuilh he gourc’hemennou, hag al lezen neve a dlee bezan laket he-unan da ren hiviziken. Jakob a gomzas er c’honsil-ze ; diskouez a reas oa galvet an holl da heuilh al lezen neve hiviziken, ar Judevien kenkouls hag ar baganed ; koulskoude, evel evit sebelian gant enor al lezen goz, e c’houlennas ma vije lôsket ar Judevien badezet d’ober diouti c’hoaz eur pennad, war meur a dra.
Pa oe laket sant Pol er prizon, e c’hellas en em denn eus adre daouarn ar Judevien, o kas an afer da Rom. Ar re-man a oe ken kounnaret o welet an abostol bras o tiflipan eus adre o daouarn ma ’n em gemerjont ouz Jakob a stlapjont diwar c’horre an Templ war e benn d’an traou. E verzerenti a zigouezas er bla 62.
Kaeran tra zo chomet a zilerc’h sant Jakob eo al lizer skrivet gantan d’ar Judevien hag a zo komzet ennan eus an nouen :
« Ma zo unan klanv bennak en ho touez, eme ar zant, ra lakaio beleien an Iliz da zont d’e gaout, hag e pedfont warnan hag e lakfont eoul war e izili, en hano an Otrou.
» Ha peden ar fe a zalvo an den klanv hag an Otrou a dorro d’e boan, ha ma zo pec’hejou war e ene, e vefont lemet [1]. »
Konsil Trant a lavar : « Ma teu unan bennak da lavaret n’eo ket an nouen eur zakramant gwirion savet gant Jezuz-Krist, hon Otrou, hag embannet gant sant Jakob, mes hepken eul lid gourc’hemennet gant an Tadou pe savet gant an dud, ra vezo milliget ! »
An nouen eta a zo unan eus seiz sakramant an Iliz ; savet eo gant Mab Doue Hon Zalver Jezuz-Krist, evit ober vad da gorf ha da ene an den klanv.
An nouen a gresk en ene ar c’hlanvour gras ar zantelez.
Lemel a ra diwar e ene ar pec’hejou veniel, ha zoken, ar pec’hejou marvel en defe ankouaet anzav er govezion.
Ma n’hall ket ar c’hlanvour kovez, an eoul santel en deus galloud da lemel, zoken ar pec’hejou marvel, gant m’en devo ar pec’her keun da vezan kouezet enne, goude ne vefe nemet abalamour ma reont d’ezan koll ar baradoz ha mont d’an ifern.
Resteuler a ra, kalz pe nebeut, diouz ma ver tuet mat, ar boan dleet d’ar pec’hejou a ve bet ar pardon aneze.
Lemel a ra restachou ar pec’hed, da lavaret eo, tenvalijen ar spered ha kaleder ar galon a vir ouz an ene da nijal warzu Doue.
Rei a ra nerz da c’houzanv ar boan gant pasianted, da stourm ouz an tentasionou ha da vervel ervat.
Sikour a ra ar c’horf da barean, mar deo talvoudek kement-se evit an ene ; rei a ra ar yec’hed d’ar c’horf, ha nan ar vue, hag abalamour da ze, arabad gortoz ne vezo dizro ebet ken d’ar c’hlanvour, abarz rei d’ezan sakramant an Eoul Santel.
(1) Eur groaz, a ro ar beleg da bokat d’ar c’hlanvour.
(2) Dour binniget, da vinnigan an ti.
(3) Tammou stoup, da zec’han an eoul.
(4) Eun delien vara, eur banne dour hag eun torch d’ar beleg, da walc’hi ha da zec’han e zaouarn.
Eoul a ve laket war an daoulagad, war an diskouarn, war ar fronellou, war ar c’henou, war an daouarn ha war an treid, evit lemel holl roudou ar pec’hejou a zo êt en ene dreze.
Eoul a ve laket da zaoulagad ar c’hlanvour, ma c’hello gwelet dudiou ar bed-all ; d’e ziskouarn, ma c’hello klevet kan an Ele ; d’e fronellou, ma c’hello santout c’houez vat liorzou ar baradoz ; d’e c’henou, ma c’hello kanan an Hosannah a bado da viken ; d’e zaouarn, ma c’hello briata gwir bried an eneou ; d’e dreid, ma c’hello bale en lez an Otrou Doue.
- ↑ Lizer sant Jakob, 14, 15et koublad.