◄ Mari-Madalen | Apolliner | Sirill ha Method ► |
polliner a deuas gant sant Per eus a Antioch da Rom ; prins an Ebestel hen sakras eskob hag hen c’hasas da Raven da brezek ar relijion neve. O vezan ma c’honeze eno eleiz a dud da Jezuz-Krist, e oe tapet gant beleien an idolou ha skoet didrue.
Prest goude e roas ar prezeg d’eun dijentil, e hano Bonifas, a oa mut eur pennad a oa ; parean reas ive e verc’h a oa perc’hennet gant an drouk-spered. Setu ma ’n em zavjod adarre en e eneb.
Skoet a oe gant gwial, grêt a oe d’ezan bale war ar glaou beo ; ha dre ne rê an tân droug ebet d’ezan, e oe argaset er-mêz a gêr.
Goude bezan bet eur pennad o vale bro, e tizroas da Raven, hag e reas da verc’h Rufin sevel eus a varo da veo ; abalamour da ze, tiegez Rufin a-bez a gredas en Jezuz-Krist. Gouarner Raven, pa glevas an neventi, a roas urz d’an eskob santel da baouez gant e gelennadurez, hag evel ma ne rê van ebet, e oe dispennet a dôliou skourje, skuilhet dour bero en e c’houliou, torret e c’henou outan a dôliou mein, chadennet ha stlapet er prizon. Pevar devez goude, oe grêt d’ezan pignal en eul lestr da vont d’an harlu.
An avel hen tôlas war ôchou an Thras. Eno e oa eun templ da Zerapis, hag an drouk-spered a gomze ennan betek neuze ; mes lavaret a reas ne raje ken, keit ha ma chomje diskib sant Per er vro.
Ar baganed a ’n em lakas eta da glask an divroad, ha dal m’hen c’havjont, e rejont d’ezan kemer prim an tec’h.
Dizro da Raven, Apolliner a gavas adarre beleien an idolou d’e damall ; prizoniet a oe, mes an ofiser karget d’e ziwall a oa kristen dre guz, hag a lakas anezan da dec’hel en noz. Ar baganed, dal m’hen gouezjont, a redas war e lerc’h, hag a c’houlias anezan kement ma kredent bezan e lazet.
Ar gristenien hen dastumas diwar an hent ; bevan reas c’hoaz seiz devez ; nerz awalc’h en devoe d’o alian da viret mat o fe, hag e oe kurunet en gloar e verzerenti. E gorf a oe sebeliet en harz moger kêr.
Seul-vui e sellomp ouz an heol, ha seul-vui e chomomp en estlam, rak, ken alïes gwech m’hen gwelomp, e kavomp en deve bepred ar memes sked hag ar memes gened.
Evelse, hanoiou ar verzerien a lufr, daoust d’an niver bras a vlaveziou a zo tremenet warneze, ha dre ma varvo ar c’hantvejou, o brud ne raio nemet en em astenn muioc’h-mui.
Sant Bazil.