Buhez ar Sent/1912/Mari-Madalen

◄   Tenenan Mari-Madalen Apolliner   ►
Santez Mari-Madalen
Eil devez warn-ugent a viz Gouere


Santez Mari-Madalen
Kentan kantved



Mari-Madalen, ganet en Bethani, c’hoar da Vartha ha da Lazar, a oa en em gollet gant he danve hag he gened ; pec’herez divez, êt oa ar vrud anezi dre bevar c’horn ar vro ; mes eun devez e welas Jezuz, kaeran bod lili a zigoras e vleuniou en draouien-man, hag e savas da vont d’e gaout da di Zimon al lor, elec’h ma oa o leinan ; stoui a reas d’e dreid, o gwalc’hi a reas gant he daerou ; o sec’han a reas gant he bleo ; o gelei a reas gant louzou c’houez vat, ha pa zavas, daoulagad Hon Zalver a baras laouen war he ene neveaet.

Koulskoude, an ozac’h en devoa pedet Jezuz da zont d’e di, o welet ar pez a dremene, a lavare ennan e-unan :

— Ma vije bet heman eur profed, en dije gouezet peseurt plac’h a douch outan, rak eur bec’herez eo.

Ha Jezuz a respontas hag a lavaras d’ezan :

— Simon, eun dra am eus da lavaret d’ec’h. Hag hen a respontas :

— Mestr, lavaret.

— Eun den a oa dleour d’ezan daou-all, unan aneze a dlee d’ezan pemp kant diner, hag egile hanter-kant.

» O vezan n’o devoa ket peadra da baean anezan, e roas diskarg d’eze o-daou. Piou a garo anezan ar muian ? »

Simon a respontas hag a lavaras :

— An hini, marvat, a zo pardonet d’ezan ar muian. Jezuz a lavaras d’ezan :

— Barnet mat ho peus !

Hag o trei ouz ar plac’h, e lavaras da Zimon :

— Ha c’houi a wel ar plac’h-ze ? Deut on en ho ti ha n’hoc’h eus ket roët a zour d’in evit gwalc’hi ma zreid ; mes houman he deus douret ma zreid gant he daerou hag o sec’het gant he bleo.

» N’hoc’h eus ket roët eur pok d’in ; mes hi, abaoue m’eo deut, n’he deus ket paouezet da bokat d’am zreid.

» N’hoc’h eus ket skuilhet a eol war ma fenn ; mes hi he deus skuilhet louzou c’houez vat war ma zreid.

» Setu perak me lavar d’ec’h : kalz pec’hejou a zo pardonet d’ezi, abalamour m’he deus bet eur garante vras. An hini a zo pardonet d’ezan nebeutoc’h a gar nebeutoc’h. »

Ha Jezuz a lavaras d’ar plac’h :

— Ho pec’hejou a zo pardonet d’ec’h.

Hag ar re a oa ouz tôl gantan a ’n em lakas da lavaret enne o-unan :

— Piou eo heman a bardon memes ar pec’hejou ?

Ha Jezuz a lavaras d’ar plac’h :

— Ho fe he deus sovetaet ac’hanoc’h. Et en peuc’h [1].

Diwar neuze, Mari-Madalen a deuas da vezan ar zantez vras a garomp, abalamour drezi ec’h anavezomp sempladurez an den ha trugare an Otrou Doue.

He dudi oa heuilh Jezuz-Krist, ha ne skuize ket ouz e selaou ; ha Jezuz-Krist, diouz e du, pa dremene dre Vethani, o vont pe o tont eus Jeruzalem, a rê bepred e ziskenn en he zi.

Daou vla goude he dizro ouz Doue, Lazar, he breur yaouank, a varvas, ha Jezuz ne oa ket war al lec’h ; kelo a oe kaset d’ezan.

P’en em gavas, Martha ha Mari a lavaras d’ezan, an daerou en o daoulagad : « Oh ! Otrou, ma vijec’h bet aze, hon breur ne vije ket bet marvet. »

Ha Jezuz, o welet glac’har an diou c’hoar, a reas da Lazar sevel eus a varo da veo.

C’houec’h devez arôk Pask, Jezuz a zigouezas en Bethani.

Ozet a oe e goan d’ezan eno. Martha a zervije, ha Lazar a oa unan eus ar re a oa ouz tôl gantan.

Neuze Mari a gemeras, en eur pod men-glan, eul lur c’houez vat, hag o vezan torret ar pod, e skuilhas anezan war benn Jezuz. Skuilh a reas ive war e dreid, hag e sec’has aneze gant he bleo.

An ti a oe leuniet gant c’houez vat al louzou. Judas Iskariot, unan eus diskibien Jezuz, an hini a dlee bezan an traitour, a lavaras : « Perak al louzou-ze n’eo ket bet gwerzet tri-c’hant diner, hag ar priz anezan roët d’ar beorien ? »

Lavaret a reas an dra-ze, n’eo ket dre drue ouz ar beorien, mes abalamour ma oa laer. Hen a vire ar yalc’h hag a zouge ar pez a veze laket ebarz.

Jezuz, o c’houzout an holl dreo-ze, a lavaras : « Perak e c’hlac’haret-hu ar plac’h-ze ? Rak eun dra vat he deus grêt em c’henver. Peorien ho pezo bepred en ho touez ; mes n’ho pezo ket ac’hanon-me bepred.

» Ha p’he deus skuilhet al louzou c’houez-vat-ze war ma c’horf, he deus hen grêt evit ma lieni.

» En gwirione, m’hen lavar d’ec’h, en kement lec’h ma vezo prezeget an Aviel-man er bed-holl, e vezo lavaret ar pez he deus grêt, hag e vezo meulet ! » [2]

Mari-Madalen a heuilhas Hon Zalver betek Mene-Kalvar hag a chômas e-tal ar groaz, ken n’en devoe lôsket Jezuz e huanad divezan.

Rei a reas an dorn goude da lieni ar c’horf santel. An de war-lerc’h, de an ehan, e reas he deveriou a relijion, ha d’ar zul, kerkent hag an de, ec’h eas d’ar be gant Mari, mamm Jakez ha Salome.

O welet anezan goullo, e teuas d’ar red da zigas ar c’helou d’an Ebestel hag e tizroas adarre d’al liorz, ha ne baoueze da ouelan, abalamour ne oa mui korf he mestr el lec’h ma oa bet laket.

Epad ma ouele, e plegas hag e sellas er be. Hag e welas daou êl, gwisket en gwenn, a oa azezet el lec’h ma oa bet gourvezet korf Jezuz, unan en plas ar penn hag eun all en plas an treid.

Lavaret a rejont d’ezi :

— Gwreg, perak e ouelet-hu ?

— Abalamour, emezi, o deus kemeret ma Otrou, ha n’ouzon ket pelec’h o deus laket anezan.

Goude bezan lavaret an dra-ze, e tistroas war he c’hiz hag e welas Jezuz en e zav, hep gouzout oa hen. Jezuz a lavaras d’ezi :

— Gwreg, perak e ouelet-hu ? Piou a glasket ?

Hi, o kredi oa perc’hen al liorz, a lavaras d’ezan :

— Ma ’z eo c’houi eo ho peus kemeret anezan, leveret d’in pelec’h ho peus hen laket, ha me hen c’haso ganin.

Jezuz a lavaras d’ezi :

— Mari !

Ha hi, o tistrei, a lavaras d’ezan :

— Rabboni ! da lavaret eo : Otrou !

Jezuz a lavaras d’ezi :

— N’eo ket mat d’ec’h touch ouzin. An hevelep hini on bepred, rak n’on ket dizroet c’hoaz da gaout ma Zad.

» Et da gaout ma breudeur ha leveret d’eze : « Pignal a ran hepdale da gaout ma Zad hag ho Tad, ma Doue hag ho Toue. » [3]

Mari-Madalen he devoe evelse an enor dispar da vezan, da gentan, o welet Jezuz-Krist savet eus a varo da veo.

Goude ma pignas Hon Zalver en nenv, e oe harluet gant he c’henvroïz, hag e teuas d’ar Baum Santel, da gichen Marseilh, da dremen an tregont vla divezan eus he bue ; eno e kastizas he c’horf dre binijennou skrijus hag eno e tremenas, evit mont da welloc’h bro, da welet ha da glevet adarre he muian-karet.

————


BOKED


An disteran tra a stok ouz an den a ra d’ezan kouezan. An den, daoust pegen bras lamm a c’hall kât, a ve kinniget bepred an dorn d’ezan da zevel, gant Doue ; gwaz a ze d’ezan ma chom da vreinan en hudurnez !

  1. Sant Lukas, VII. 39, 50.
  2. Sant Yan XII. — Sant Vaze XXVI.
  3. Sant Yan XX.