Buhez ar Sent/1912/Beneat

◄   Hyjin Beneat Veronika   ►


Daouzekvet devez a viz Genver


SANT BENEAT
Abad en Bro-Zôz (628-690)



Er c’horniad douar-ze eus Breiz-Veur hanvet an Northumberland gant ar Zôzon, p’o devoa, dre an dir hag an tân, skarzet dioutan ar Vretoned, e c’hanas Biscop Baducing, an hini a dlee bezan, divezatoc’h, sant Beneat.

Evel ma tiskenne eus eul ligne vras, e oe roët dor digor d’ezan, abred, en lez Oswi, roue an Northumberland ; mes ken divlas e kave bue ar bed, ma tec’has, evit mat, diouz lez ar roue, evit mont da Rom. Pemp bla warn-ugent ne oa ken, ar gened o vleunian war e dâl, ar vrud o paran war e hano, hag ar renkou uhelan eus ar rouantelez o tont d’en em ginnig d’ezan.

En amzer-ze, daoust m’oa mil gwech diesoc’h ober hent evit breman, an holl gristenien, paour ha pinvidik, gwazed ha merc’hed, a rê tro Rom, darn, zoken, ouspen eur wech, evit gwelet penn an Iliz ha pedi war beziou an Ebestel hag ar verzerien vras.

Beneat, grêt gantan e bardon, a ’n em lakas gant aked da studian ar gelennadurez kristen el levriou an evoa kavet en kêr ar pab.

Pemp pe c’houec’h vla goude-ze, Alfred, mab Oswi, a c’hoantaas ive mont da bardonan da Rom, hag a bedas Beneat, o vezan m’oa bet c’hoaz, da vont gantan. Pa ’n em gavas an de da bartian, Alfred a deuas eun dra bennak da viret outan, ha Beneat, kement ha pa ’n evoa laket en e benn mont, a yeas e-unan en hent.

’N eur zizrei, e reas e ziskenn en manati Lerin hag e kemeras eno sae ar venec’h. Daou vla goude e oa adarre en Rom, gant ar zonj da chom er gêr-ze da dremen ar rest eus e vue.

Mes ar pab Vitalian a oa o paouez sakri da eskob Kantorbery, en Bro-Zôz, eur manac’h gouiziek ha santel eus ar Grès, e hano Theodor ; kaout a reas mat rei d’ezan, da vont d’e heul, eur manac’h-all ginidik eus an Afrik, e hano Adrian. Beneat, dre ma oa Sôz, a vije an hanterour etreze hag e genvroïz.

En em gavet en Kantorbery, Theodor, an eskob neve, a hanvas Beneat da abad en manati Sant-Per ha Sant-Pol. Mes Beneat, pa gavas an tu, da lavaret eo, daou vla goude, a lakas Adrian en e blas hag a gemeras hent Rom evit ar bedervet tro.

Betek neuze, en Breiz-Veur, an tier hag an ilizou, zoken, a oa en koat, toet en zoul, ha paour an treo war o zro. Beneat, o tizrei eus Rom, a zigasas gantan masonerien, gweraerien ha liverien, da zevel daou vanati neve en Bro-Zôz : unan, en enor da zant Per, hag eun all, en enor da zant Pol.

Pa oe demc’hrêt al labouriou brasan endro d’an daou vanati-ze, e reas tro Rom evit ar bempvet gwech hag e tigasas gantan levriou, tôlennou, relegou roët d’ezan gant ar pab Agathon. Dont a reas gantan ive eun abad hag a oa mestr-kaner en iliz Sant-Per, evit deski d’ar venec’h sôz ober al lidou sakr ha kanan ar c’han iliz evel en Rom.

Ar gozni a reudas e holl izili. Dre n’halle ket diskenn d’an iliz evel ar re-all, eun nebeut menec’h a chome gantan, ha rannet en daou geur, e kanent an ofis en e gichen ; ar zant a ’n em unane gante a galon, pa n’halle ket hen ober a c’henou.

Arôk mervel, e pedas start e ziskibien da viret mat ar reolen an evoa savet evite, hag e oa gourc’hemennet enni, emezan, ar pep gwellan an evoa gwelet ober er seitek manati an evoa kavet er rouanteleziou ’lec’h ma oa tremenet. Mervel a reas etre divrec’h e venec’h, an 12 a viz genver 690.

————


KENTEL


Ar bale-bro


Sant Beneat a gare bale dre ar bed : eur Zôz a oa, hag ar Zôzon, a-viskoaz, o deus bet hag o deus miret ar pleg-se, an eus grêt gante, marvad, ar bobl barrekan d’en em denn war an douar.

Darn a zo hag a gav fall kement a zo en o bro ha mat kement a zo er broiou-all ; hennez eo pleg ar vugale. Darn-all a gav mat kement a zo en o bro ha fall kement a zo er broiou-all : hennez eo pleg ar re goz. Daou bleg fall int o-daou, hag a lemer eus ar spered o vont etouez an dud. Ar bale-bro a zigor ar spered hag a sedera ar galon.

Gwasan zo, eleiz, pan eont eus ar gêr, a goll giziou mat o bro, hag a gemer giziou fall ar broiou ma tremenont enne ; war digare mac’h eont en kêr, e kavont mat lezel Doue er gêr. N’eo ket evelse eo dleet ober ; n’eo ket evelse e rê sant Beneat. Ne zelle nemet ouz ar pep gwellan a gave war e hent, hag ar pez an ije goneet a lake, goude, da binvidikât e genvroïz en pep doare.

Baleou evelse, n’e ket eur c’holl amzer hag eur c’holl arc’hant int ; baleou evelse a zo talvoudus evit ar spered, ar galon hag an ene.