Buhez ar Sent/1912/Veronika

◄   Beneat Veronika Hiler   ►


Trizekvet devez a viz Genver


Al Leanez evurus Veronika
Eus a Urz Sant Augustin (1445-1497)



Hanter-hent etre Pavi ha Milan, en eur gêriaden he hano Binasko, e c’hanas Veronika, ar verc’h santel ec’h eomp da rei aman he bue, en berr gomzou. He zud n’o devoa, evit bevan, nemet ar pez a c’honezent diwar an tammik tiegez a oa gante. A drugare Doue, e oant pinvidikoc’h a vadou an ene eget a vadou an douar, ha Veronika a ziskouezas abred e ouie tennan freuz eus ar c’henteliou mat a gleve hag ar skoueriou mat a wele er gêr.

Dont a reas da vezan, dindan daoulagad he zad hag he mamm, eur plac’h yaouank fur ha barrek diouz kement tamm labour a ve, peurvuian, war-dro eun tiegez diwar ar mêz.

Ar c’hoant da ’n em rei holl da Zoue a ziwanas abred en he c’halon, hag a reas d’ezi, pa oa o ren he c’houezek vla, mont da skei war dor kouent Santez-Martha, en Milan. Mes dre ne ouie ket lenn, ne oe ket roët a zigemer d’ezi.

Ar plac’h yaouank ne fallgalonas ket. Dizrei a reas d’ar gêr ; war an de e rê he labouriou evel diagent, mes pa veze deut an noz, e chome pell amzer daoubleget war eur groazig-Doue, o klask dont a benn da anaout he lizerennou. Kaer he devoe poanial, ne zeskas netra. Neuze e pedas ar Werc’hez, ha Mamm Doue a lavaras d’ezi :

« N’eo ket ar boan d’it koll da amzer, ma merc’h, gant al lizerennou-ze. Desk bezan glan a galon, o pellât diouzit pep karante direiz ; desk bezan sioul a c’henou, o c’houzanv da nesan heb en em glemm kammed anezan ; desk bezan lemm a spered, o lakat da zonj bemde gant Pasion ma Mab Jezuz. Pa ouvei an ter lizeren-ze, e vi desket awalc’h. »

Adalek neuze, Veronika ne zellas ouz levr ebet ken ; he brasan aked a oa dizrei war an ter gentel a oa bet desket d’ezi gant ar Werc’hez Vari ha reizan, gwellan m’halle, he bue dioute.

Da naontek vla, e skoas ’vit an eil gwech war dor Santez-Martha hag e kavas digemer. Tri bla goude, e wiskas sae al leanezed, ha bezan a oe evit an holl eur skouer vat en pep doare. He fedennou a strinke ken dôn eus he c’halon, ma save gante, alïes, an daerou d’he daoulagad. A wechou e tiverent ken puilh, dreist-oll pa veze o sonjal en poaniou Hon Zalver hag en dianaoudegez an dud en e genver, ma veze ken gleb he dilhad, eme unan eus he c’hoarezed, evel pa vije bet skuilhet eur beliad dour warneze.

He finijennou evel he fedennou a oa pemdeziek. Ne oa ket trawalc’h eviti yuniou hec’h Urz ; ober a reas eleiz a re-all ; he brasan levenez a oa bezan lezet da dremen an de gant eun tamm bara sec’h hag eur banne dour.

Daoust d’ezi da garet ar beden hag ar binijen, e oa eun dra hag a gare c’hoaz muioc’h : ar zentidigez en kenver ar re o devoa galloud warnezi. Goulenn a reas digant he superiorez sevel eun heur pe diou arôk he c’hoarezed, evit mont d’an iliz da bedi, en kreiz sioulder an noz. Nac’het e oe ze outi. Veronika a zigemeras an nan-ze a galon vat.

« Ma merc’h, eme Hon Zalver Jezuz-Krist, ouz en em ziskouez d’ezi eun nebeut goude, mat e kavan gwelet ac’hanout o chom hep sevel arôk al leanezed-all, p’eo gwir da superiorez n’eo ket jalet gant kement-se. Kalz e kavan gwelloc’h da zentidigez evit an holl bedennou az pije gallet da lavaret ; an oberou a rêr a-unan gant ar re-all a blij d’in meurbed, dreist-oll, ar re a rêr pa ve c’hoant d’ober re-all. »

Bezan oa ken izel a galon evel ma oa sentus. Al labouriou tennan hag ar plasou divezan a veze bepred diouz he-doare.

Mervel a reas, er bla 1407, d’an de ha d’an heur he devoa merket, oajet a zaou vla hag hanter-kant. Eleiz a viraklou a c’hoarvezas war he be hag a ziskouezas he zantelez. Leon X, er bla 1517, ugent vla hepken goude he maro, a lakas anezi etouez an dud evurus, hag ar pab Beneat XIV, er bla 1749, a lakas ober he gouel da genver an 13 a viz genver. Miret a rêr he relegou en Binasko, parouz he badeziant.

————


KENTEL


Pedi petra ?
Doue ne ra van ebet evit klevet pedennou an den


Gant an deskadurez, eleiz a dud a ya d’an ifern ; gant ar zantelez an holl a ya d’ar baradoz. Hag eno eo red d’imp holl en em gaout, de pe de, kousted a gousto, pe, a hend-all, e vije bet gwell d’imp ne vijemp bet ganet biskoaz.

Hent ar baradoz, daoust da veur a bennad anezan da vezan tenn, n’eo ket dreist galloud an den ; pa ’n em gav an den re dall pe re dinerz anezan e-unan, n’eus nemet pedi Doue, ha Doue a ro d’ezan an nerz hag ar sklerijen an eus ezom.

Doue a ro, nemet e renker goulenn. Red eo d’imp eta pedi !

— Pedi petra ? a lavar darn. Doue ne ra van ebet evit klevet pedennou an den !

— Tri rumm tud a zo, eme sant Augustin, ha ne vezont ket selaouet : an dud fall, an dud a bed fall hag an dud a c’houlenn ar fall ; mes kement hini a zo eun den mat, kement hini a bed mat, kememt hini a c’houlenn ar vad a ve selaouet en doare pe doare. Ne ve ket roët d’ezan bepred e c’houlenn pen-da-ben, rak Doue a oar ar gwellan petra a c’hall ober vad d’an den.

Red eo d’imp eta pedi mat ha c’houek, pedi a c’henou, abalamour d’ar c’horf kaout peurz er beden ; pedi a galon, abalamour ar beden, ma ne deu ket eus goueled an ene, n’eo ket nerzus awalc’h da bignal betek an ne.

Ha pedi dalc’h-mat, o lakat hon holl oberou pemdeziek, grêt dre garante evit an Otrou Doue, da dalvezout, kouls ha pedennou, dirak e zaoulagad binniget.