Buhez ar Sent/1912/Berthele

◄   Philip Beniti Berthele Loeiz, roue Frans   ►


Pevare devez warn-ugent a viz Eost


SANT BERTHELE
Abostol



Gefridi Yan-Vadezour oa digeri an hent da Zalver ar bed, hag o vezan ma ouie oa Jezuz-Krist ar Zalver-ze, e gentan preder, dal m’hen gwelas o ’n em ziskouez, a oe en em denn ha rei d’ezan e ziskibien.

Eun nebeut deveziou eta goude badeziant Mab Doue, Yan hen gwelas o tremen war lez ar Jourden, hag a lavaras raktal, en eur ober sin d’e ziskibien da vont d’e heul : « Setu aze Oan Doue. »

Daou aneze, Yan, mab Zebede, hag Andre, a ’n em zistagas diouz o mestr koz hag a yeas da heul Salver ar bed. Goude bezan grêt anaoudegez gantan, Andre a yeas da gerc’hat e vreur Simon da zont ive d’e gaout.

An de war-lerc’h, Jezuz a gavas Philip, ha heman, goude bezan gwelet an Otrou, a redas da gas ar c’helou d’e vignon Nathanaël Berthele.

E gaout a reas o tiskuizan dindan eur wezen fiez, ha marteze oc’h invori ar c’henteliou en devoa klevet gant Yan-Vadezour, hag e lavaras d’ezan :

— Kavet hon eus an hini zo komzou anezan en lezen Moyzez hag e Brofeted : Jezuz Nazareth eo, mab Jozef.

— Petra, eme Nathanaël, daoust hag eun dra vat bennak a c’hell dont eus a Nazareth ?

— Deus da welet, eme Philip.

Hag ec’h ejont o-daou. Jezuz, pa welas Nathanaël, a lavaras :

— Setu aman eur gwir vab da Israel, ha n’eus ket a wi ennan.

— Penôs, eme Nathanaël, e c’hallet-hu anaout ac’hanon ?

— Philip n’en devoa ket c’hoaz galvet ac’hanout ; pa oas dindan ar wezen fiez, me ’m oa da welet.

— Otrou, eme Nathanaël, c’houi eo Mab Doue ; c’houi eo Roue Israel !

— Petra, eme Hon Zalver, abalamour ma ’m eus lavaret d’it : « Da welet am eus dindan ar wezen fiez, » e kredez ? En gortoz e c’hellez bezan da welet treo-all souezusoc’h. En gwirione, en gwirione, m’hen lavar d’ec’h, gwelet a refet an nenv digor, hag ele Doue o pignal hag o tiskenn war mab an den.

Goude ar weladen gentan-ze, Berthele a oe gonezet da vat. Mont a reas gant e vestr neve da eured Kana ; heuilh a reas anezan betek e varo, ha goude ma oa pignet en nenv, ec’h eas da vroiou gouesan ar zav-heol hag ec’h embannas eno ar c’helou mat. Mont a reas, zoken, betek an Indez. Rei a reas da boblou a-bez tensor ar gwir fe. Gant ar skuizder hag an enkrez, e tizroas d’an Armeni.

Eno e c’honezas da Jezuz-Krist ar roue Polymius hag e bried, ha daouzek kêr c’hoaz ouspen.

Kement-se a oe awalc’h evit dichadennan en e eneb kounnar beleien an doueou, ha lakat a rejont Astiajez, breur Polymius, d’e ziskroc’hennan en beo ha d’e zibennan : en doare-ze eo e c’honezas kurunen ar verzerenti.

E gorf a oe sebeliet en Alban, en Armeni, el lec’h ma oa bet merzeriet. Goude-ze e oe digaset e relegou da enez Lipari, hag ac’hane da Venevent. An impalaer Othon III o digasas da Rom, hag o lakas en iliz a zoug e hano (983), elec’h m’o mirer abaoue.

————


BOKED


Piou bennak a anzavo ac’hanon dirak an dud, eme Hon Zalver Jezuz-Krist, me n’en anzavo dirak ma Zad a zo en nenvou ; mes piou bennak am nac’ho dirak an dud, me hen nac’ho dirak ma Zad a zo en nenvou.