Buhez ar Sent/1912/Loeiz, roue Frans

◄   Berthele Loeiz, roue Frans Zephyrin   ►


Sant Loeiz
Sant Loeiz
Pempvet devez warn-ugent a Viz Eost


SANT LOEIZ
Roue Frans (1215-1270)



Loeiz a oa ganet en Poissy, d’ar 25 a viz ebrel 1215. Da zaouzek vla, e kollas e dad, hag e vamm, ar rouanez Wenn, a c’houarnas ar vro da c’hortoz ma vije deut en oad.

Ober a reas eus he mab ar zantelan hag ar gwellan den a zougas biskoaz kurunen war an douar-man. Lavaret a rê d’ezan alïes : « Ho karet a ran, hep mar ebet, kement ha ma c’hell eur vamm karet he mab ; koulskoude, gwell e vefe ganin mil gwech ho kwelet o kouezan, en harz ma zreid, maro-mik, eget ho kwelet o kouezan en eur pec’hed marvel. »

Da naontek vla, e timezas da Vac’harit Provanz, hag adalek e eured e tougas bepred war e viz eur walen aour, gant an tri ger-man warni : « Doue, Frans, Mac’harit », hag ouz he diskouez e lavare a-wechou : « Ne garan netra nemet ar pez a zo er walen-ze. »

Er bla 1239, Baudoin II, impalaer Konstantinopl, a roas d’ezan kurunen spern Hon Zalver. He dougen a reas diarc’hen da iliz Itron-Varia-Bariz, ha goude e savas, en he enor, ar Chapel-Zantel, kaeran pez labour men a oufed gwelet, hag a zo c’hoaz en e zav en hon amzer.

O vezan kouezet klan, e reas le da vont d’an douar-Santel, ma roje Doue d’ezan ar yec’hed, da ziframman Jeruzalem eus adre daouarn an Turked divade.

Parean a reas ha raktal e kemeras baniel sant Denez eus adre daouarn eskob Pariz (1248), hag e treuzas ar mor gant tri-ugent mil brezelour. Er stourmad kentan, e lakas an Turked da vont war o c’hiz, mes ar vosen a gouezas war an arme hag a zistrujaz eleiz eus e dud. Hen e-unan a oe grêt prizonier.

Goude bezan en em glevet gant e enebourien, ha roët d’eze eur zamm aour, e c’hallas en em denn eus adre o daouarn, hag e reas d’e arme dizrei d’ar gêr.

Mes hen e-unan a chomas pemp bla-all er Palestin ; prenan reas eleiz a gristenien digant ar baganed ha gonid a reas meur a zen divade da Jezuz-Krist ; ouspen-ze, e lakas sevel, diwar e goust, eun nebeut kêriou d’ar gristenien.

En keit-ze, e vamm a zigouezas ganti mervel ; ar c’helou-ze a reas d’ezan dizrei da gemer stur ar rouantelez.

Gouzout a rê anaout gwiriou an Iliz ; klask a rê he frankiz hag he gloar. Ne glaske trabas ouz den, daoust ma oa kalonek pa veze red d’ezan stourm. Astenn a reas e rouantelez, ha biskoaz pobl Frans n’eo bet ken eürus evel ma oa en e amzer.

Kovez a rê bep gwener, ha bep gwech, war e c’houlenn, e veze skourjezet gant e govezour ; tostât a rê ouz an dôl zantel, c’houec’h gwech er bla, da nebeutan ; bemde e kleve eun oferen pe diou, ha bemde ive e lavare e ofis evel ar veleien ; bep noz e lavare e chapeled ; aketus oa da lenn ar Skritur-Zakr ha Tadou an Iliz ; alïes ec’h ee da bardonan da Zant-Denez ; devot a oa d’an ôtrou sant Jakez, d’an ôtrou sant Denez ; d’an itron santez Jenovefa.

Lavaret a rê a-wechou : « Nag eo drol an dud ; abeg a gavont ennon abalamour ma ve hirr ma fedennou, ha ne lavarfent netra ma kollfen ma amzer o c’hoari pe o chaseal. »

Sevel a reas eleiz a vanatiou hag a hospitaliou evit ar beorien ; sikour a rê an dud reuzeudik ; gwelet a rê an dud klanv, ha ne veze ket awalc’h d’ezan rei aluzen d’eze, chom a rê war o zro, rei a rê dorn d’eze ; netra ne rê rukun d’ezan. Tri baour a veze bep pred ouz tôl gantan ; bep merc’her ha bep gwener e veze trizek, ha betek daou-c’hant d’ar goueliou. Gwelet a rê Jezuz-Krist en peb-hini aneze.

Er bla 1270, ec’h eas evit an eil gwech da stourm ouz ar Vuzulmaned. Taget a oe gant ar vosen dal ma touaras en Tunis, hag o welet e oa war e dremenvan, e roas e c’hourc’hemennou divezan d’e vab, ha goude bezan bet e zakramanchou, gourvezet war al ludu, e roas e ene d’e Grouer, d’ar 25 a viz eost 1270, en eur lavaret ar beden-man : « Introïbo in domum tuam, adorabo ad templum sanctum tuum : mont a rin en ho ti, hag oc’h adori a rin, o ma Doue, en ho templ. »

E relegou a oe douget da Zant-Denez. Bonifas VIII a lakas anezan e-touez ar zent.

————


BOKED


Ma mabig koant, kentan tra a c’hourc’hemennan d’it eo karet Doue eus da holl galon ha gouzanv mil maro kentoc’h eget kouezan en eur pec’hed marvel.

Kerz alïes da govez, ha klask eur c’hovezour a gredo diskouez d’it da wall-dechou.

Dalc’h ar giziou mat ’n ez rouantelez, ha gra brezel d’ar re fall.

Kar da enor ha kemer kasoni ouz pep droug, en pep lec’h.

Trugareka Doue alïes eus ar vad a ra d’it.

Enor ha douj da dad ha da vamm, ha mir o gourc’hemennou.

Hag erfin, ma mabig ker, lak kanan oferennou hag ober pedennou dre ar rouantelez evit repoz ma ene.

Gourc’hemennou divezan sant Loeiz d’e vab Philip.