Buhez ar Sent/1912/Fransez Asiz

◄   Melar Fransez Asiz Mauris   ►


Sant Fransez Asiz


Pevare devez a viz Here


Sant Fransez Asiz
1182-1226



Ar zant-man a oa ganet en Asiz hag a oe hanvet Yan d’e vadeziant. P’en em lakas d’ober micher e dad, a oa marc’hadour, en dije digare d’en em gaout alïes gant ar Fransizien, hag e teuas da c’houzout ken mat o yez, ma oe hanvet Fransez.

Den ar bed oa eun tammik en e yaouankiz, mes ar vue a rene a oa fur, ha mat oa ’vit ar paour. Eun devez, ’balamour n’en devoa ket amzer, emezan, e chomas hep rei aluzen d’eun den ezommek hag a astenne d’ezan e zorn. Kement a geun en devoe raktal d’ar pez en devoa grêt, ma redas war-lerc’h ar paour kez, da gas d’ezan ar pezig en devoa ezom.

Ober a reas neuze al le da rei aluzen da gement hini a deuje da c’houlenn outan, en han’ Doue, ha derc’hel a reas d’e c’her. Dont a reas, zoken, da vezan ken madelezus ma teuas e dad da gaout si ennan, ha ma reas d’ezan, dirak eskob Asiz, dilezei kement mad an evoa war e hano ha kement en devoa da gât divezatoc’h.

Fransez, goude bezan diwisket zoken an dilhad a zouge, da rei d’e dad da vont gantan, a gemeras eur vantel goz bet da vevel an eskopti, hag en eur wiskan anezi, e lavare : « Breman am bezo muioc’h a zigare evit biskoaz da lavaret : Hon Tad a zo en nenv. »

E oa o ren e bemp bla warn-ugent. Adalek neuze, ne veze gwelet nemet war-dro ar beorien hag ar glanvourien, oc’h ober d’eze ar vad a c’halle ; o kestal da zastum peadra da adsevel iliz Sant-Damian, hini Sant-Per ha chapel Itron-Varia an Ele.

Daou vla oa e rê ar vicher-ze, pa glevas ar c’homzou-man en oferen : « Na zouget nag aour, nag arc’hant, na bevanz evit an hent, na diou wiskamant, na botou, na baz. » Kemer a reas ar c’homzou-ze evel pa vijent bet lavaret evitan e-unan hepken. Diwiskan reas e votou, teurel a reas e vaz a-goste, kemer a reas gwiskamant mesaërien ha peorien e vro, da lavaret eo, eur zaë hirr stardet endro d’e gorf gant eur gorden. Unanik bennak a deuas da vevan dindannan evit deski gantan hent ar zantelez. Fransez a zavas d’eze eur reolen a vue eus ar re strisan. Bale renkent bepred diarc’hen ha bevan diwar an aluzen. Er bla 1209, e oant daouzek, ha Fransez a yeas gante da Rom. Innosant III, a oa neuze war Gador sant Per, n’o digemeras ket gwell vat da gentan, mes eun nozvez e welas en eun hunvre iliz Latran prest da gouezan ha Fransez o harpan anezi gant e ziouskoa nerzus ; raktal e reas e c’hervel hag e roas d’ezan ôtre da zevel e Urz neve. Dizro da Asiz, an den santel hag e ziskibien a zavas o zi en kichen chapel Itron-Varia an Ele.

Evelse e c’hanas Kentan Urz sant Fransez, er bla 1210.

Daou vla goude, santez Klara a c’houlennas digant sant Fransez eur reolen a vue evit ar merc’hed, war skouer an hini en devoa savet evit ar bôtred. Bezan he devoe he goulen : evelse e c’hanas Eil Urz sant Fransez, er bla 1212.

Unnek vla goude, Luchesio hag e bried a c’houlennas digant sant Fransez eur reolen a vue evit tud ar bed, war skouer hini e venec’h ha hini e leanezed. Bezan o devoe ive o goulen : evelse e c’hanas Trede Urz sant Fransez, er bla 1221.

C’hoant Fransez oa gwelet an dud o ’n em zantelât dre ar binijen hag ar beden. An douar noaz oa e wele ; eiz koaraïz a rê bep bla ; ne oa ket evit gouzanv an dud lezirek, a zo henvel ouz ar prenved-ze ne reont netra hag a vev diwar c’houezen o nesan ; karet a rê gwelet ober gwap anezan ; lavaret a rê o deus ar skoueriou kalz muioc’h a nerz eget ar c’homzou, hag e tleer klemm ar brezegerien-ze a ve o ’n em brezek o-unan elec’h prezek Jezuz-Krist, hag a glask kalz muioc’h meuleudiou an dud eget silvidigez an eneou ; hag e tleer klemm, dreist-oll, ar re a ziskar dre o oberou ar pez a zavont dre o c’homzou.

En miz gwengolo 1224, e oe moullet en e izili pemp gouli Hon Zalver Jezuz-Krist. Adalek neuze, n’en devoe tamm yec’hed ebet ken. Eskob Asiz a roas digemer d’ezan en e di, hep gallout e zerc’hel pell. Fransez n’en em gave ket en e êz en eskopti, abalamour ma vanke d’ezan ar baourente, a c’halve e « itron ».

War e c’houlenn, e oe douget da Itron-Varia an Ele. Pedi a reas eno, eur wech c’hoaz, en harz ôter ar Werc’hez. Gourvez a reas war an douar noaz ; er stum-ze e selaouas lenn e c’hourc’hemennou d’e venec’h ; goude bezan binniget kêr Asiz hag e vugale, e varvas en peuc’h, d’ar 4 a viz here 1226.

Tri bla hepken goude e varo, Gregor IX a lakas e hano war roll ar zent.

————


Kanaouen Sant-Fransez


1

Enor, plijadur, danve,
M’ho prize dreist pep tra,
Mes breman evidon-me
Ne doc’h ket mui netra ;
Rak ma c’halon entanet
A garante Jezuz,
En deus evitan trec’het
C’hoant an treo tremenus.

2

Pa ziskennas ma Zalver
Ganimp war an douar,
Hen a gemeras e-berr
Ar baourante ’vit c’hoar :
Ar c’hoar-ze a zo ive
Ma c’honsortez karet,
Ha m’hen tou en fas an nê,
D’ei vin feal bepret.

3

Eur zaë ponner am gwisko,
Tailhet gros en burel,
Eur gouriz kanab stardo
De-ha-noz ma c’hroazel,
Diskabel ha dierc’hen
Ec’h in dre an henchou,
A-dreuz ar vein, ar vouilhen,
En kêr hag er mêziou.

4

Dour sao an eiennou skier
A dorro ma zec’hed,
Ma bevans, en peb amzer,
Gant Doue vo kavet,
Ha pa vo red d’in diblas,
Me ’m bo, d’am goudori,
Toen luskek ar gwe glas
Pe tog plouz eur c’hardi.

5

Pa valein dre ar bed
Gant ma faourante gez,
Ar c’herent, ar vignoned.
Holl diouzin o do mez :
Mes na vern petra vezo.
N’am bo ket kalonad,
Rak Jezuz ma c’honforto
Hag a rei ma holl vad.

6

Gwaperez ha dismegans
A c’houzanvin laouen,
Hag a lakin er valans
Gant ar yun, ar beden,
’Vit dic’haoui, ma’r gallan,
Ma Mestr ha ma Doue
Eus ar pec’hejou gwasan
Ra e c’hlac’har bemde.

7

Eur familh am mo ouspen
En ter loden rannet ;
Dre liamm ar binijen,
Hi chomo unanet :
Breur pe c’hoar, eus ar gwellan
A zervijo Doue,
Hag ar ’glanded ar gaeran
Luc’ho en o ine.

8

Ma Jezuz, er familh-ze
A roan d’ac’h da ren,
Goarnet skoueriou ho pue
Gant ho kroaz da zougen :
Ra n’o devo ken joa vad,
An tad, ar vugale,
’Met ho enori dalc’hmad.
Betek mac’h eint d’an ne. [1]

Meliaf.

————


KENTEL


Reolen Trede-Urz sant Fransez [2]


I. — Hiviziken, kement hini a zo krog en e bempzek vla hag a ren eur vue gristen a c’hall kaout digemer en Trede-Urz sant Fransez.

II. — Eur wech ma ver digemeret ennan, e tleer derc’hel da zougen skapular ha korden sant Fransez ; anez-ze, ne c’honezer ket induljansou an Urz.

III. — Rei a dleer skouer vat, en pep doare, ha tec’hel piz diouz kement a c’hall dougen d’an droug.

IV. — Ouspen ar yuniou gourc’hemennet gant an Iliz, breudeur ha c’hoarezed an Trede-Urz a dle yun derc’hent gouel ar Werc’hez en miz kerdu, ha derc’hent gouel sant Fransez en miz here.

V. — Mont a refont da govez bep miz ; bep miz ive, e tostafont ouz an dôl zantel.

VI. — Ma ne lavaront ket ofis an Iliz nag ofis ar Werc’hez, e lavarfont, daouzek gwech bemde, ar Bater, an Ave Maria hag ar Gredo.

VII. — Bep noz e refont eun enklask piz war an de o paouez tremen, ha ma kavont o deus grêt eur fazi bennak, e refont pinijen anezan.

  1. Tennet diwar Groaz ar Vretoned.
  2. Dre al lizer-meur Misericors Dei Filius, skrivet d’an 30 a viz mae 1883, Leon XIII en deus nevezet kement a zell ouz Trede-Urz sant Fransez. Franket en deus an noriou d’ar gristenien da vont niverusoc’h ebarz, ha kresket en deus tensor an induljansou a c’hall gonid e vreudeur hag e c’hoarezed.