Buhez ar Sent/1912/Mauris

◄   Fransez Asiz Mauris Bruno   ►


Pempvet devez a viz Here


SANT MAURIS
Abad Itron-Varia Garnoët (1115-1191)



Mauris a deuas er bed en Kroaz-Hanvek, en eskopti Gwened, war-dro ar bla 1115. A vihanik, e teuas gant e dud da chom en parouz Loudeak ; troet oa gant ar studi, ha yaouank oa c’hoaz pa oe kavet gouiziek awalc’h evit ober skol d’ar re-all. Da c’houec’h vla warn-ugent, en em dennas en manati Itron-Varia Langonnet, savet daou pe dri bla oa en eskopti Kerne gant an duk Konan III ha gant sant Bernard. Eno ne zaleas ket da vezan skouer e holl vreudeur, ha pevar pe bemp bla hepken goude m’oa deut en o zouez, e tibabjont anezan da vezan o zad abad. Chom a reas tregont vla er garg-ze. Epad an amzer-ze, n’eo ket trubuilh nag anken a vankas d’ezan, kouls abeurz e venec’h ’evel abeurz e amezeien.

An duk Konan III a gare kalz menec’h sant Bernard, o heuilh war ze skouer e vamm-goz, an dukez Ermengard ; kinnig a reas da abad Langonnet douarou tost d’ar gêr a Gemperle, eskopti Kemper. Er bla 1177, Mauris, gant daouzek manac’h eus Langonnet, a deuas di da zevel eur manati neve ; dre o labour e teujont a benn da dennan o bevanz eus an douarou fall a oa bet roët d’eze, ha dre o ijin e c’halljont en em zizober eus ar bleidi hag eus ar razed a rivine ar vro.

Mauris a varvas de ouel Mikêl 1191, en e c’houezek vla ha tri-ugent. Pempzek vla so e oa en Karnoët ; pemp bla ha tregont oa bet en Langonnet, hag arôk, en devoa bevet c’houec’h vla warn-ugent ’barz ar bed. E gorf a oe sebeliet en iliz e abati, hag eleiz a viraklou a c’hoarvezas war e ve.

Er bla 1880, darn eus e relegou a zo bet digaset gant lid bras, eus a Garnoët da Langonnet. Ar prosesion a ziblasas eus a Garnoët d’ar zadorn 7 a viz eost, ha goude bezan tremenet an noz er Faouet, en em gavas en Langonnet a-benn an oferen-bred, a oe kanet dirak tri eskob hag eun niver bras a gristenien, diredet eus pevar c’horn Breiz-Izel da ganan meuleudiou sant Mauris.

————


KENTEL


Ar groaz hag an alar


Er pevare hag er bempvet kantved goude donedigez Jezuz-Krist, ne oa nemet koad ha streujaj o c’holo hon bro, ha loened goue a vanden o redek dreze ; an dud a souze rak al labour. A drugare Doue, an Iliz a deuas da greski. He menec’h, darn aneze bugale rouane, a ziskaras ar c’hoajou hag a zigoras parkeier, a zizec’has ar c’hreuneugeier hag a zavas foenneier ; a lakas ar bleuniou hag ar frouez da sederât hon mêziou.

Lavaret e c’haller, gant gwirione, an hanter eus douar Breiz a zo bet troet gant alar ar venec’h. I eo a reas d’hon tud koz karet al labour hag a zeskas d’eze al labour-douar ; i eo a lakas etre o daouarn alc’houe evurusted ar bed-man hag alc’houe eürusted ar bed-all.

Hep-e, n’hon dije bet na leve, na frankiz, na bro ; anaoudegez vat a dleomp d’eze evit kement hon deus. « Hon tadou, eme hon c’henvroad brudet Chateaubriand, a oa tud ken goue, ma renkas an Iliz deski d’eze pep tra, betek, zoken, an doare da bourchas o magadurez. »