◄ Bonifas | Klaoda | Hostiou santel Faverney ► |
laoda a c’hanas en Bro-C’hall, en blaveziou kentan ar seizvet kantved. A vihanik oa troet da lenn ha da bedi. Tec’hel a rê dîouz an dud ha diouz al lec’hiou danjerus evit e ene.
D’e ugent vla oa chaloni eus iliz Bezanson. Studian reas neuze ar Skritur-Zakr gant kement a aked ma teuas da vezan gouiziek bras warnezi ha ma oe karget, dal ma oe beleget, da gelenn ar gloareged yaouank.
Epad ma pinvidikae e spered evit gallout kaout muioc’h a ze da rannan gant e skolêrien, e vire e gorf diouz kement a vije goest d’e zougen d’ar pec’hed. Ken reizet mat oa e skianchou gantan, ma ne dremene netra dreze hag a c’hallje strafuilhan e ene.
Yun a rê bemde, nemet da zul ha da ouel, hag e yun a oa ken striz, ma ne zebre tamm ken na veze deut an abarde.
Da dregont vla, abalamour ren eur vuez rustoc’h c’hoaz, ’n em dennas en manati Sant-Oyand.
Bezan e oe eno skouer an holl. Seiz vla goude, da varo an abad, e oe red d’ezan kemer e garg ; en e amzer, e vevas en Sant-Oyand eleiz a venec’h a oe enoret divezatoc’h evel sent.
Prezek a rê alïes ha gant nerz d’e venec’h, ha miret a read c’hoaz, en XIIet kantved, eur rolladen sermoniou grêt gantan.
Da varo sant Jervez, eskob Bezanson (685), e oe dibabet da vont en e blas. Adalek neuze, elec’h bihannât e binijennou hag e bedennou, o c’hreski eo a rê.
Prezek a rê alïes d’e veleien ha d’e bobl ; tennan rê ar siou fall eus kalonou ar bec’herien vrasan ; lakat a rê an techou mat da dôl frouez evit ar baradoz.
Goude bezan gouarnet e eskopti epad c’houec’h vla, e roas an dilez eus e garg hag en em dennas adarre en manati Sant-Oyand, elec’h ma varvas etre divrec’h e vreudeur, d’ar 6 a vezeven 699, en e drizekvet blavez ha pevar-ugent.
Pemp kant pevar bla ha hanter-kant goude, e oe digoret e ve ha kavet e gorf en e bez. Ar mirakl-ze hag eleiz a re-all a ziskouezas d’an dud ec’h aneveze an Otrou Doue e zantelez. Er bla 1249, e oe laket e relegou en eun arched dero, klêriet gant kleriou arc’hant, mein presius warneze.
Manati Sant-Oyand, adalek neuze, a gemeras an hano a vanati Sant-Glaoda, hag an hano-ze a oe roët ive d’ar gêr a zavas gant an amzer tro-war-dro d’ezan.
Eleiz a bardonerien, a bell zoken darn aneze, a deue d’en em erbedi ouz sant Glaoda.
Er bla 1742, dirak an ôtrou de Meallet de Fargues, kentan eskob Sant-Glaoda, e chalonied ha pennou-bras kêr, an arched dero arc’hantet a oe digoret, hag ar c’horf santel a oa bepred en e bez.
Er bla 1785, chalonied an iliz-veur a lakas ober eun arched arc’hant, gant gwer skler endro d’ezan, ma c’heljed gwelet dreze korf ar zant.
D’an 19 a vezeven 1794, an tensor-ze a oe laeret gant pôtred an dispac’h ; ar c’horf a oe laket a dammou ha devêt.
Pemp bla goude, eun tân-gwall spontus a zevas kêr Sant-Glaoda a-bez ; eun ti hepken n’en devoe droug ebet : hini eun den mat, e hano Calais, a oa bet roët chapeled sant Glaoda d’e wreg gant an dispac’herien, pa oant o vont da zevi ar relegou binniget.
An heol eo roue ar mor dôn ; eno eo e weler anezan en e gaer netra ne vir ouz e vannou da gouezan war ar c’hoummou, na kêr na mene, na gwezen ; n’eus nemet mor ha mor bepred.
Doue a zo evit an ene en em dennet er sioulder, ar pez m’eo an heol evit sioulder ar mor dôn ; Doue eo e roue ; komz a ra d’ezan ; n’eus nemet ober dioutan.
Evit bezan tostoc’h da Zoue, ar zent brasan o deus karet bevan pell diouz an dud ; greomp evelte ; Doue a zo er sioulder, eno eo mont d’e glask ; eno eo hen c’havfomp.
An neb a gar bezan didrous, a oar en em ziskouez.
An neb a gar rei peuc’h, a oar komz.
An neb a gar deski, a oar kelenn.
An neb a gar senti, a oar gourc’hemenn.