Buhez ar Sent/1912/Hostiou santel Faverney

◄   Klaoda Hostiou santel Faverney Gouel ar Spered-Santel   ►


Seizvet devez a Vezeven


Hostiou santel Faverney [1]


Hostiou santel Faverney
Hostiou santel Faverney


Ar brotestanted a glaske diskar ar greden ’barz prezanz Jezuz-Krist en sakramnant an ôter. Evit enebi oute, menec’h sant Beneat Faverney o devoa digaset ar c’hiz d’ober bep bla, gant goueliou ar Pantekost, daou-ugent heur adorasion en o abati, hag an induljansou kaer en devoa roët Klemant VIII d’ar re a veze enne, a rê d’ar bardonerien diredek niverus.

D’ar 24 a viz mae 1608, derc’hent gouel ar Pantekost, ar Zakramant, meulet ra vezo, a oe expozet, evel bep bla, en iliz an abati.

Ar venec’h o devoa laket, d’ober ar repozouer, an treo kaeran o devoa kavet en tïe ar bourk ; harpet oa gante ouz ar c’hrilh a zispartie ar c’heur diouz bali greiz an iliz ; laket o devoa warnezan eun ostansouer bihan, gant diou hosti konsakret ebarz, evit ma vije gwelet skeuden Jezuz-Krist diouz an daou du d’an ostansouer.

An noz etre ar zadorn hag ar zul hag ar zul pen-da-ben a dremenas brao bras ; an iliz a oa leun gant an dud o pardonan. Da zek heur noz, e oa c’hoaz adoratourien ; da unnek heur, o vezan ne oa den ebet ken, ar zakrist, an tad Garnier, brevet gant ar skuizder, a yeas d’ober eur gourvez, goude bezan alumet goulou ha daou gleuzeur leun a eol dirak ar Zakramant meulet ra vezo.

Eur strink tan, da gredi eo, a gouezas neuze war ar mezer tano a c’holoë an ôter hag a lakas an tân-gwall er repozouer.

Da ziv heur hanter, pa deuas an tad Garnier d’an iliz, e oe strafuilhet holl o welet ar moged a oa enni. Gervel a reas d’ar red e genvreudeur hag an amezeien dostan. P’en em gavjont, o brasan mall a oe klask an ostansouer hag an hostiou santel a oa ennan. Gant ar moged hag an tân n’o gweljont ket dustu ; eur pôtrig trizek vla eo o gwelas da gentan. An tad Garnier a oa o vont da gregi enne, pa lavaras unan eus e genvreudeur d’ezan : « Ne welet ket eta ez eus aze eur mirakl ? » Hag en gwirione, an ostansouer a chome en êr hep bezan stok na stag ouz netra, el lec’h m’oa bet expozet en de ’rôk.

Raktal an holl a gouezas d’an daoulin en eur youc’hal : « Mirakl ! Mirakl ! » Ar vrud eus ar burzud-ze a redas evel eul luc’heden ; diredek a rejod a bep tu da welet an neventi. Da der heur goude kreiste e oa en em gavet en Faverney c’houec’h-ugent den eus Vesoul, grêt peder leo hanter gante.

Seul-vui e seller ouz an ostansouer, ha seul-vui eo anat ar mirakl ; evit hen diskouez d’an dud, eur manac’h eus a Urz sant Fransez a lak da dremen, gwech eul lienen, gwech eur vaz, gwech eul levr-oferen etre an ostansouer hag ar c’hrilh a oa a dostan d’ezan : re skler eo, n’eus nemet dorn Doue ouz e zerc’hel en e zav. D’ar meurz 27 a viz mae, dek mil den o deus gallet tremen dre an iliz ha gwelet ar burzud. Evit digemer an ostansouer, pa vije plijet gant Doue achui ar mirakl, ar venec’h o devoa savet eun dôl gant eul levr oferen, eur c’horporal warnezan.

War-dro dek heur, pa oa person Menoux o lavaret an oferen ouz an ôter vras, unan eus ar golo a oa o têvi en kichen an ostansouer a varvas ter gwech dustu, goude bezan alumet gant eul labourer eus Faverney.

Goude gorreou kentan an oferen, e oe gwelet an ostansouer o tiskenn goustadik hag o ’n em lakat, ken kempennik ha tra, war al lienen dispaket evitan, troet warzu ar bobl.

An dud o welet ar burzud neve-ze, a ouelas gant ar joa hag a youc’has : Trugare ! Trugare ! Mirakl ! Mirakl !

Ter heur ha tregont oa bet an ostansouer dibrad diouz an douar, hep netra holl dindannan.

Arc’heskob Bezanson a lakas ober eun enklask, ha goude bezan anavezet dre destou enorus e oa re wir ar pez a oa êt ar vrud anezan betek ennan, ec’h embannas eul lizer a oe lennet, da zul divezan miz gouere 1608, en 1.200 parouz eskopti Bezanson, da lavaret e c’halled, heb aon ebet da fazian, kredi mirakl Faverney ; da heul al lizer-ze, e oa eur gemennadurez da zifenn lezel ar Zakramant, meulet ra vezo, expozet war an ôter, pa ne vije den ebet en iliz da chom gantan.

Rom he deus roët ôtre d’ober bep bla gouel hostiou santel Faverney en holl ilizou eskopti Bezanson.

————


KENTEL


War an ôter eman Doue


War an ôter, evel ma lavar d’imp ar Skritur-Zakr, eman Doue.

D’ar Yaou Gamblid, a greiz koan, Jezuz a walc’has treid e ziskibien hag a ’n em lakas adarre ouz tol, hag evel ma tebrent c’hoaz, e kemeras bara, e vinnigas anezan, ha goude trugarekât, hen rannas hag hen roas d’e ziskibien, en eur lavaret : « Kemeret ha debret ; an dra-man eo ma c’horf roët evidoc’h ; gret kement-man, en memor ac’hanon. »

Hag o vezan kemeret ar c’halur, e trugarekaas hag e roas anezan d’e ziskibien, en eur lavaret : « Evet anezan holl, ma gwad eo, gwad an emgleo neve, a zo skuilhet evit eleiz, da lemel o fec’hejou digante ; ken alïes gwech mac’h evfet anezan, gret-han en memor ac’hanon. »

War an ôter, evel ma lavar d’imp an Iliz, evel ma kredas ar zent, hag ar zentezed a zo er baradoz, evel ma kred ar gristenien diniver a vev dre ar bed, war an ôter eman Doue, ken gwir ha ma oa war blouz kraou Bethleem e wele kentan, ken gwir ha ma oa war goad kroaz Mene-Kalvar e wele divezan.

Kredi a ran kement-se, Credo Domine ; spered an den a zo ken berr, galloud Doue a zo ken bras ; kredi a ran, mes kresket c’hoaz ma fe, o ma Doue ! Sed, adjuva incredulitatem meam.



  1. Ar gouel-man a ve grêt bep bla da Lun ar Pantekost. — Faverney zo eur barouz eus eskopti Bezanson.