◄ Pôl Aurelian | Gregor | Mathild ► |
regor, lezhanvet meur, ha n’e ket heb abeg, a c’hanas en Rom, war-dro ar bla 540. E dad, Gordian, a oa senatour, hag hen e-unan a gemeras peurz, eur pennad, en gouarnamant ar vro.
Da varo e gerent, e savas c’houec’h manati er Sisil, hag eur seizvet en Rom, en e di, hag eno e wiskas saë ar venec’h, d’e vla ha tregont, goude bezan rannet e holl vadou etre ar beorien.
Eun devez, o tremen er marc’had, e kavas eno eun toullad pôtred vihan, digaset di da werzan. Ar gwel eus o gened hag eus o yaouankiz a reas d’ezan goulenn ha kristen e oant.
— Nan ! a lavaras ar marc’hadour.
— Ma ! mantrus eo, emezan, e vefe korfou ken koant dindan galloud an drouk-spered, ha ne vefe ket gras Doue o chom en pennou ken seder !
O vezan klevet e oa ar vugale-ze eus a Vro-Zôz, e c’hoantaas mont betek eno da brezek ar fe.
Ar pab Beneat I, hag a oa neuze war Gador sant Per, a roas d’ezan ôtre ; mes a-boan ma oa gouveet e oa et en hent, tud Rom a yeas droug enne ha ne rojont peuc’h ebet d’ar pab, ken ne gasas urz d’ezan da zizrei, rak anez, emeze, o c’hêr a oa grêt ganti.
Gregor, war an urz kaset d’ezan, a deuas war e giz. Eur pennad goude, e oe grêt kardinal ha kaset, evel kannad, da Gonstantinopl, elec’h ma chomas c’houec’h vla. Eno, an eskob Eutychius a lavare e vije ar c’horfou, eur wech savet eus a varo da veo, ken tano ma n’helljed ket kaout krog enne. Gregor a zispennas ken brao e gelennadurez, ma reas an impalaer dêvi raktal e levriou ; hag Eutychius e-unan, o vezan kouezet gwall-glanv, nebeut awalc’h a amzer goude, a groge en kroc’hen e zorn, dirak eleiz a dud deut d’e welet, hag a lavare : « Anzao a ran e savfomp holl eus a varo da veo, gant ar c’horfou hon deus bet war an douar. »
Pa zizroas da Rom (585), e sikouras ar pab Pelaj II da gas aferiou an Iliz endro ; ha pa varvas heman, pemp bla goude (590), an holl a hanvas anezan da vont en e blas.
Dre ma kave ar garg-ze re bonner diouz e ziskoa, Gregor a glaskas tec’hel. Poan an evoe, rak ar bobl a gemere difianz anezan hag a dôle evez. Koulskoude e teuas a benn d’en em glevet gant diavêzidi, hag ar re-man a lakas anezan en eur baner haleg, hag a reas d’ezan mont evelse eus kêr, dre guz.
Epad tri devez, e redas a-dreuz da dreuz d’ar c’hoajou ha d’ar meneziou. En Rom, dal ma oe anavezet ar c’helou, e oe kanv bras. Epad tri devez, kêriz a yunas hag a bedas, da c’houlenn digant Doue dizro o fastor muian-karet. Mont a rejod d’e glask, hag eur sklerijen, a heuilhe anezan dre mac’h ee, eo hen diskuilhas.
Gregor a oe neuze douget, en kreiz ar meuleudiou, betek iliz Sant-Per, hag an de war-lerc’h, e oe kurunet pab, dirak ar bobl a ouele gant ar joa. Keit ha ma chômas en penn an Iliz, e roas testeniou niverus eus e zantelez, eus e ouiziegez hag eus e aked da greski gloar Doue.
Bemde, en dije eur pardoner bennak o tibri ouz e dôl, hag an Otrou Doue a azezas eun devez en o zouez.
Sebezus eo al labour a reas, daoust d’an nebeut a yec’hed an evoa, epad ar pevarzek vla ma vevas war Gador sant Per.
Bepred e vije ar bluen en e zorn, evit diskuilh ha dispenn ar gwall c’hiziou, evit gourc’hemenn heman, pe alian hennont, evit gourdrouz eun trede ha rei kalon d’eur pevare. Eiz kant daou-ugent lizer bennak skrivet gantan a virer c’hoaz.
Kement a c’hoant an evoa da welet e veleien desket, ma c’hellas eun eskob skrivan d’ezan, eun devez : « Ma vije red d’ar veleien bezan ken gouiziek ha m’ho peus c’hoant, ne vije kavet hini ebet ken ! »
C’hoant an evoa ive da welet aneze santel, rak evitan, ar veleien fall a zo henvel ouz dour-meur ar vadeziant a walc’h ar pec’hejou, hag a ya, goude-ze, d’en em goll en toull an dour fank.
Skrivan rê da eskibien ar zav-heol ha da re ar c’huz-heol, da gas d’eze e urziou. Kas a reas ar manac’h Augustin, gant daou-ugent eus e vreudeur, da c’honid ar Zôzon da Jezuz-krist. Peurskei a reas e traou relijion ar baganed, er Sisil, er C’hors hag er Sardaign.
Sevel a reas Levr ar Pastor, peder loden ennan ; er gentan, e lavar piou a c’hell bezan beleget ; en eil, penôs e tle bezan ar bastored ; en trede, penôs e tleont kelenn ; er pevare, pegen izel a galon e tleont bezan.
Hennez eo kaeran levr a gave gwechall ar re goz, goude ar Skritur-Zakr.
Bezan e oe ar pab a labouras ar muian da zevel ar c’han-iliz dre ar bed kristen.
Da gomzou an oferen, e roas toniou dudius, a zo deut betek ennomp, hag a gaver ken kaer, ma leverer e tle bezan o desket gant an êle. Evit miret ar c’han-ze war e lerc’h, an evoa savet, en Sant-Yan-Latran, eur skol elec’h ma teske anezan d’ar vugale. E-unan e teue d’o skola, ha pa veze an drouk-izili o stourm outan, e rê e zougen e-touez e bôtred vihan, ha gourvezet war eur gwele, e roë e gentel, gant eur vaz en e zorn, da skei war ar re a fazie. Eus ar skol-ze eo e teue ar re a zeskas en Bro-C’hall, en amzer Charlemagn (800), toniou-iliz sant Gregor.
Sant Kemo, ermit, enoret en Lo-Kemo, parouz Tredrez, eo merket ive e hano, en de a hirie, war roll ar zent breton.
Evel m’hen gwelomp dre lizerou an abostol sanl Pol, ar gristenien gentan, p’en em zastument evit al lidou sakr, a gane. Ar c’han en Iliz a zo ken koz eta hag an Iliz hec’h-unan.
Pa bignas sant Gregor war Gador sant Per, e kavas e oa dishenvel doare kanan peb iliz. En em lakat a reas da zastum an toniôu braoan anavezet en ilizou ar zav-heol hag en re ar c’huz-heol ; ober a reas eun dibab etreze, a reizas goude-ze diouz e c’hiz, hag a zeskas da ganerien iliz Sant-Per en Rom.
Er bla 1904, e oa goueliou bras en Rom, en enor d’an drizekvet kantved abaoue m’oa tremenet sant Gregor da welloc’h bro. Pi X a gemeras tu ac’hane evit skrivan e eil lizer-a-bab, hag e c’hourc’hemennas drezan kemer preder gant ar c’han-iliz, o tizrei da hini sant Gregor.
Eun iliziad tud o pedi, pep-hini diouz e du, a zo kaer ; eun iliziad tud o kanan holl a-unan, gwazed ha merc’hed, bep eil, a zo dudius. Faziou a vo grêt marteze, er penn kentan dreist-oll, mes gant an amzer e vo grèt gwell. Kanomp eta, pa vezomp en ofisou : meuleudiou Doue a vezo kaeroc’h, rak ar beden ganet eo ar gaeran eus an holl bedennou.