Buhez ar Sent/1912/Pôl Aurelian

◄   Koletta Pôl Aurelian Gregor   ►



Daouzekvet devez a viz Meurz


Sant Pol Aurelian
Kentan Eskob Bro-Leon



Pol Aurelian a c’hanas en Breiz-Veur, war-dro ar bla 480, en eur c’harter hag a hanved Penn-ejen. E dad, eun den a renk uhel, a gasas anezan abred d’ar skol gant sant Iltud. Eno e trec’has ar vugale a oa gantan, dre e ouiziegez ha dre e fumez.

Da c’houezek vla, en em dennas en eul lec’h distro hag e kendalc’has eno, e-unan, e vue a studi hag a beden. Da dregont vla, e oe beleget, hag e savas neuze eur manati, daouzek beleg ennan, hag hen ar penn aneze. Prest goude, war c’houlenn ar roue Mark Konomor, e prezegas ar fe en e rouantelez, ha pa c’hoantaas heman gwelet ober eun eskob anezan, e treuzas ar mor don, (512).

Bezan e oa gantan, ouspen e zaouzek beleg, daouzek dijentil, nizien ha kendirvi d’ezan, gant o gwrage, o bugale hag o servijerien ; eur c’hant bennak a c’hallent bezan o tivroan.

Ober a rejont eun diskenn en enez Eusa, hag ac’hane e pignjont en douar bras. Goude eun nebeut miziou diskuizan en bro Talmeze [1], e treuzjont an Aber-Benniget hag an Aber-Wrac’h, da glask mestr ar vro, evit en em glevet gantan. En Grouanek, e klevjont gant e vesaër e oa en Baz o chom.

Goude eur veaj pell ha hir, en em gavjont gant eur gêr goz, e-tal ar mor, mogeriou mouded uhelder vrao d’eze, endro d’ezi, hag en he c’hreiz, eur c’hastel koz savet gant ar Romaned. Kêr ha kastel a oa goullo. An tân a oa bet enne ; ne oa dre holl nemet dismantr, den ebet, netra, nemet eur wiz gant he c’hlodad moc’h bihan, eun tôl gwenan en eur wezen dann, eun amboubal, eun ours hag eul loen goue-all bennak c’hoaz…

Trei a rejont, o lezel ar c’hastel koz-ze war o dorn deou, hag en em gavjont en Baz. Eno e oa Wizur, ôtrou ar vro, eur Breizad divroet ive, deut gant e dud en Bro-Arvor, nevezik a oa, o tec’hel arôk ar Zôzon.

Wizur a reas digemer laouen da Bol, ha seul-laouennoc’h, ma teujont da anaout e oant kerent.

Epad ma oant o komz, e tigouezas eur pesketaer, a oa gantan en e zorn eun eog, eur c’hloc’h en e c’henou.

Pol, o welet ar c’hloc’h-ze, a reas eur mousc’hoarz.

— Laket anezan da zon, emezan ; hag o klevet e zon, e galon a c’hoarze en e greiz.

— Perak e c’hoarzet ? eme Wizur.

— C’hoarzin a ran, eme Bol, o welet madelez divent an Otrou Doue em c’henver. Ar roue Mark ne oa ket bet falvezet gantan, pa gimiadis dioutan, rei d’in unan eus ar seiz kloc’h an evoa en e lez. Setu ma teu d’in breman en genou eur pesk.

Ar gwel eus ar pesk-ze, a lake levenez evelse, a reas da Wizur sonjal en eul loen-all a oa en enezen, a dôle ar spont dre ar vro, eun dragon euzus, goest den ebet da zont a benn anezan.

Komz a reas anezan d’ar zant.

Heman a bedas hag a c’houlennas unan bennak da vont d’e heul. Eun den yaouank hepken, e hano Nuz, a ’n em ginnigas.

Pol a ziskennas betek toull ar serpant ; stolian reas an aneval, ha rei a reas anezan da Nuz da deuler er mor. War-lerc’h an tôl kaer-ze, Nuz, an den yaouank dispont, a oe lezhanvet Gournadec’h.

Wizur, o welet madoberou ha galloud sant Pol, ne ouie penôs e drugarekât trawalc’h. Rei a reas d’ezan e gloc’h, ar pevar aviel a oa o paouez skrivan hen e-unan, enezen Vaz ha kastel koz ar Romaned. An den-Doue a zavas eur manati en Baz hag eun all er c’hastel koz, a oe lezhanvet hiviziken Kastel-Pol, hag en em roas a galon da brezek endro d’ezan anaoudegez ha karante Jezuz-Krist. Labour denn, evit gwir, rak en Bro-Leon e oa neuze diou ouen dud dishenvel an eil diouz eben ; ar Vretoned diskennet eus Breiz-Veur hag a oa kristenien holl, kouls lavaret ; an Arvoriz, da lavaret eo, an dud a oa a-viskoaz ar ouen aneze er vro, hag a oa paganed holl, evit c’hoaz, ha stag mat, zoken, ouz o c’hredennou gaouiat.

Ar Vretoned, Wizur er penn kentan, a ’n em glevas gant ar roue Childebert evit ma vije hanvet Pol da eskob Leon, ha setu ar pez a c’hoarvezas (530), kaer an evoe harz ouz an enor hag ouz ar garg-ze da gouezan warnan.

Evelse eo bet savet eskopti Leon, a yee eus Kastel-Pol betek beg Lokmaze penn ar bed, hag a oe diskaret, d’an Dispac’h, ha staget ouz eskopti Kerne (1802), da c’hortoz ma teurvezo gant Doue ha gant an dud e welet o sevel adarre en e zav hag o kemer, etouez eskoptiou Breiz, e renk a enor, skedusoc’h evit biskoaz.

Goude bezan roët ar pep gwellan eus e galon da groui e eskopti, sant Pol a varvas en Baz, en fin ar c’houec’hvet kantved. E gorf a oe sebeliet en e iliz-veur, en Kastel-Pol, elec’h ma virer c’hoaz e benn ha darn eus e relegou, en eur relegouer eus ar re gaeran. Ar c’hloc’h a deuas d’ezan dre vor, en genou eun eog, an Hirglas, a virer ive e-tal e ôter.

————


KENTEL


Bezet tud kalonek !


Ar yaouankiz eo diazezourien an amzer da zont. I a raio anezan kouls pe gwelloc’h evit an amzer vreman, herve an dalvoudegez o devo gouveet da dennan, p’int deut d’en em anaout, eus kement o deus kavet enne hag endro d’eze.

Tud yaouank, ma fell d’ac’h kaout karante Doue ha karante an dud, heuilhet kalonek relijion Jezuz-Krist, ha bezet ken kalonek-all d’he difenn, bep gwech ma klevfet he dispenn.

I. — Er relijion, n’eus netra dreist ho kalloud ; seul-vui e heuilhfet anezi, ha seul-vui e vefet el levenez, ha seul-vui e lugerno skedus, war ho tâl, bleuniou ho yaouankiz.

Heuilhet-hi eta abalamour d’ac’h hoc’h-unan ; heuilhet-hi ive, abalamour d’ho tad ha d’ho mamm o deus ho luskellet, epad ho pugaleach, en karante ar Werc’hez hag en doujanz Doue ; o deus dioueret pep tra, evit n’ho pije diouer eus a netra ; o deus gouzanvet ganac’h eleiz a boan, evit m’ho pije nebeutoc’h, ha ne c’houlennont nemet eun dra, ho kwelet o kerzet war hent an enor hag ar fumez. Heuilhet-hi eta, ha mar deo red, evit kement-se, ober dishenvel diouz ar re-all, n’ho pezet aon ebet evit ober dishenvel diouz ar re-all ; grêt ar pez a welet a zo mat, tec’het diouz ar pez a welet a zo drouk, ha losket an dud da lavaret ar pez a garfont. Teodou darn a raio gwap ac’hanoc’h, mes kalonou an holl a lavaro eus pep-hini ac’hanoc’h : « Hennez a zo eun den ! »

II. — Tud yaouank, difennet ho relijion. N’eus netra enni nemet furnez ; n’eus prosez ebet ken ês da c’honid hag he hini. Koulskoude, arôk ma c’hallfet e c’honid hoc’h-unan, e vezo red d’ac’h studian. Hon enebourien a gomz a-dreuz hag a-hed, heb anaout ar pez a glaskont diskar ha hep gouzout petra zavfont e plas. Na ret ket evelte ! Studiet er gêr, epad nosveziou hirr ar goanv, dreist-oll, en kelc’h-studi ha parouz hag en harz kador-brezeg ho peleien. Skrivanier ha prezeger, e tle pep den yaouank kristen bezan, en de a hirie. Ar gristenien n’int kristenien, nemet abalamour ober ar c’hiz, a zo, a drugare Doue, ar ouen aneze o vont e traou. C’houi a vezo kristen, abalamour m’ho pezo gwelet eo red d’ac’h bezan kristen. Ho fe, o vezan ma kouezo he gwriziou eus ho spered betek goueled ho kalon, a bado keit hag ho pue. Digouezet eo d’ac’h dont en oad, en eun amzer a reuz hag a zispac’h. Na pebez tôl-kaer evidoc’h da c’houren ha da lakat da dalvezout ar gwad yaouank ha nerzus a red en ho kwazied ! Ra vezo pep-hini ac’hanoc’h eur Gournadec’h !

Iliz
  1. El lec’h m’eman breman Lambol-Witalmeze.