Buhez ar Sent/1912/Gwilherm 30 gouere

◄   Martha Gwilherm Ignas Loyola   ►


Tregontvet devez a viz Gouere


SANT GWILHERM
Eskob Sant-Brieg (1184-1234)



Gwilherm, eskob Sant-Brieg, brudet dre ar madoberou a skuilhas, dre ar stourmajou a c’houzanvas evit ar justis, dre ar vertuziou a vagas ha dre ar miraklou a reas, a welas an de en Bro-Arvor, en blaveziou divezan an XIIet kantved.

Mab oa da Olier Pichon ha da Jann Fortin, o chom en Sant-Alban, diou leo hanter diouz Lamball.

Dal ma tigoras bleuniou kentan e yaouankiz, e oa troët da garet an Otrou Doue ha d’hen diskouez, dreist-oll, dre an evezted a lake da viret e c’hlanded.

Kement a c’hened a oa war e dâl, ma klaskas merc’hed divez e douelli hag e zougen gante d’an droug ; Gwilherm o zrec’has, a drugare Doue, hag a zalc’has ken dinam e ine ma lavared e oa eun eil Jozef.

Josselin, eskob Sant-Brieg, a roas d’ezan an Urziou Sakr, hag en e amzer hag en hini Per ha Silvestr, an daou a azezas war gador eskob Sant-Brieg war e lerc’h, e labouras war-dro an ineou hag e reas d’eze eur vad dispar.

Da varo Silvestr, war-dro ar bla 1220, mouez an holl hen lakas en penn an eskopti. « Pastor eus ar re wellan, eme Innosant IV, rei a reas tri seurt magadurez d’an ineou a oa fiziet ennan : magadurez e brezegennou, magadurez ar grasou a denne warneze dre e bedennou, ha magadurez ar skouer vat en peb hent.

» N’eo ket souez eta, eme ar pab-ze c’hoaz, e vije neuze lorc’h en Sant-Briegiz gant eun hevelep eskob, rak Gwilherm a oa, dre ar gelennadurez a roë, evel eun heol skedus o paran war Breiz a-bez ha war ar broiou-all tro-war-dro. »

Ken bras oa e garante evit ar beorien, ma ne deuas den ezommek ebet d’e gaout hep bezan sikouret ha frealzet.

Ken troët oa gant ar beden, ma lavare bemde psalmou David, ouspen e ofis.

Alïes, elec’h chom en e wele, e tremene an noz war leur e gampr. Ha goude ma vije ôtrone vras oc’h azezan ouz e dôl, kammed ne zebre e-unan nemet boed dister, ha ne eve memet dour skler pe zour livet gant eun diveraden win.

En amzer-ze, Breiz a oa en he fenn eur gall, e hano Per ar Vrenn, lezhanvet « Fall-Gloareg », abalamour m’oa deut war e giz, goude bezan bet en penn an hent da vont da veleg. Eun den oa ha n’en em gave êz nemet o klask trabas ouz unan bennak.

Sant Loeiz, roue Frans er mare-ze, a lavare :

« Biskoaz n’am eus kavet den o kaout c’hoant d’ober kement a c’haou ouzin evel duk Breiz. » [1]

Goude bezan en em gemeret ouz an noblanz, en em gemeras ouz an Iliz.

Er bla 1227, e vodas en Redon holl bennou-bras Breiz, hag eur wech displeget diraze pegement e kave abeg en dud a iliz, en em glevas. gant e dudchentil evit krennan o gwiriou.

O welet an dizurzou o sevel en o eskoptiou war-lerc’h an emgleo-ze, seiz eskob Breiz a dôlas an eskummunugen war an duk ha war ar re a oa êt a-du gantan, en Redon.

Per, gant ar gounnar, a lammas war danve Gwilherm, eskob Sant-Brieg, Stephan, eskob Landreger, ha Josselin, eskob Roazon, hag o argasas er-mêz eus o eskoptiou.

Gwilherm ha Josselin a yeas neuze war eün da Rom, hag en o hano hag en hano o c’henvreudeur, e rojont da anaout da C’hregor IX an dristidigez a oa en Breiz. Ar pab, goude bezan studiet piz pep tra, a dôlas an eskummunugen war duk ha war seiz eskopti Breiz, d’an 30 a viz mae 1228, hag a zifennas ouz ar veleien ober ar pez a oa en o c’harg, nemet badezi ar vugale ha kovez an dud war o zremenvan.

Per, elec’h anaout e fazi, a yeas neuze da heskinat ar rouanez Wenn hag he mab sant Loeiz.

Mes ar Vretoned, o welet o ilizou prennet, o beleien hag o eskibien divroët, a droas kein d’o duk hag a reas d’ezan plegan da c’hourc’hemennou ar pab (1230).

Ar peuc’h a deuas.

Eus Poitiers, elec’h m’oa en em dennet en dizro eus a Rom, Gwilherm a deuas adarre daved e bobl, a reas d’ezan ar gwellan digemer a c’heller ober d’eun den.

Gonezet mat en devoa e gurunen, ha Doue hen galvas davetan, d’an 29 a viz gouere 1234.

E gorf a oe sebeliet en iliz-veur neve a lake sevel, hag ar miraklou a c’hoarvezas war e ve a reas d’ar pab Innosant IV lakat e hano war roll ar zent, d’ar 15 a viz ebrel 1247.

Sant Gwilherm eo kentan Breizad eo bet embannet e zantelez gant ar pab.

An ôtrou Fallières, eskob Sant-Brieg, an eus grêt sevel eur be neve da zant Gwilherm, en e iliz-veur.

————


BOKED



An hini ne glask nemet plijout da Zoue ha kreski e c’hloar, a zo er bed, evel pa vefe gant Doue hepken, ha ne ra van ebet pe hen a zo enoret, pe hen a zo disprijet gant an dud.

Sant Yan Krysostom.



  1. Oncq n’ai trouvé pis qui mal m’ait voulu faire comme li comte de Bretaigne.