Buhez ar Sent/1912/Ignas Loyola

◄   Gwilherm Ignas Loyola An Eost   ►


Kentan devez ha tregont a viz Gouere


Sant Ignas Loyola
Diazezour Kompagnunez Jezuz (1491-1556)



Ignas, ginidik eus a rouantelez Spagn, a yeas en e yaouankiz da floc’h da lez ar roue Ferdinand V, hag ac’hane da vrezelour.

Epad seziz Pampelun (1521), e oe gwall dizet hag e renkas dizrei da di e dud ha chom eur pennad dibreder, abalamour d’e c’houliou.

Evit kaout berroc’h an amzer, e kemeras neuze levriou da lenn. Bue Hon Zalver ha Bue ar Zent a ’n em gavas da gouezan etre e zaouarn ; awalc’h e oe an dra-ze evit rei c’hoant d’ezan da ren eur vue neve.

Kerkent ha ma oe pare, ec’h eas da dremen eun nozvez en harz treid an Itron-Varia, en manati mene Serrat ; ober a reas eur govezion eus e vue dremenet pen-da-ben ; lakat a reas e gleze a-istribilh e-tal an ôter, hag o vezan roët e varc’h d’ar venec’h hag e zilhad d’eur paour, ec’h eas da Vanrez.

Eno e chomas eur bla d’ober pinijen ha da skrivan al levr brudet an « Exersisou, » en deus konvertiset, eme sant Fransez a Zal, ken alïés a bec’her hag a lizeren a zo ennan. Eus Manrez, ec’h eas da bardonan d’an Douar-Santel. D’ar 4 a viz gwengolo 1523, e taouline war be Hon Zalver.

Eur wech dizroet eus e belerinach, ar c’hoant en devoa da labourat evit silvidigez an ineou a reas d’ezan mont d’ar skol da Varselon gant ar vugale, daoust d’ezan da gaout neuze tri bla ha tregont.

Eus Barselon ec’h eas da Alcala, ac’hane da Salamank, hag eus Salamank da Bariz. Eno e reas anaoudegez gant nao den yaouank, hag en em glevjont o dek da groui Kompagnunez Jezuz, a glasko gonid d’an Iliz kement a eneou hag a zo bet diframmet diganti gant Luther, Herri VIII ha Kalvin.

Pôl III a gavas mat dreist an Urz neve-ze, ha da Zul-Fask 1541, Ignas a oe hanvet da vezan e gentan jeneral.

Adalek neuze, e poanias muian m’hallas da greski an devosion e-touez ar gatoliked ; kaerat a reas tier an Otrou Doue ; preder a gemeras gant ar skol-iliz ; kustumi reas an dud da dostat alïes ouz ar zakramanchou ; sevel a reas skolachou evit ar yaouankiz ; digeri reas tier evit digemer ar Judevien o devoa c’hoant da vezan badezet, hag evit ar merc’hed diroll a venne dizrei war hent ar furnez. Ne baoueze ket eun tamm da c’honid ineou da Jezuz-Krist, ha lavaret a rê oa gwell gantan derc’hel da labourat evit gloar Doue ha silvidigez e nesan, hep bezan sur da vezan salvet e-unan, eget mervel dioustu, o vezan sur da vont war eün d’ar baradoz.

Bras oa e c’halloud war an drouk-spered ; sant Philip Neri ha meur a hini-all a welas sklerijen an nenv o paran war e dâl.

Ne veze hano gantan ha ne glaske nemet eun dra ; brasan gloar an Otrou Doue.

Mervel a reas en Rom, d’an 31 a viz gouere 1556, pa oa o ren e bempvet bla ha tri-ugent.

Gregor XV, o welet e oa brudet dre e veritou hag e viraklou. hen lakas war roll ar zent, er bla 1622

————


BOKED


Pegen dister ha pegen dizoare e kavan an douar-man, pa zellan ouz an nenv !

Digemeret bepred gant dousder eun ene ankeniet ; evit e frealzi eo e teu Doue d’hen digas d’ec’h.

Sant Ignaz.