◄ Veronika | Hiler | Pôl hag Anton ► |
r zant-man a oa ginidik eus ar Poatou hag a deuas er bed war-dro ar bla 320. E dad hag e vamm ao a paganed, hag hen a oe savet en relijion e dud.
Mes abred, e skiant-natur, sklerijennet gant gras Doue, a reas d’ezan anaout ne oa ket eno ar wirione.
Dre ma save en oad ha ma tigore e spered, e veze ar zonj-man dalc’h-mat ouz hen diarbenn : « Evit petra eman an den war an douar » ? An dud, endro d’ezan, na glaskent nemet tec’hel arôk al labour ha bevan en o êz. « Mes bezan eur pennad blaveziou eürus ha pinvidik ha mervel goude, n’on ket evit kredi, eme Hiler, n’en deve an den netra ken d’ober. Kaeroc’h galvedigez evit ze a dleomp da gât. Ha koulskoude, ar relijionou pagan, gant o niver bras a zoueou, n’hallont ket rei d’in ar respont war gement-se. A dra zur, eun Doue a zo, ha n’eus nemetan, hag an Doue-ze a dle bezan krouet ac’hanomp evit e c’hloar hag e zervich. »
E oa ar zonjou-ze o redek dre e spered, pa deuas, dre brovidans Doue, levr ar Skritur-Zakr da gouezan etre e zaouarn. Eno e kavas an Doue a glaske. Anaout a reas ar wirione eus ar relijion gristen, ha hepdale, e bried, - hiviziken e c’hoar, - e verc’h Abra hag hen a oe badezet.
Abarz nemeur, e varvas eskob Poitiers, ha kristenien kêr, leun a zoujanz evit vertu ha deskadurez Hiler, a zibabas anezan da zerc’hel e blas. Hiler a souzas muian m’hallas, mes red e oe d’ezan senti ouz mouez ar gristenien. Eur wech eskob, e labouras gant aked da gelenn e bobl ; ne oa den ken helavar hag hen en e amzer. Lakat a reas e holl galon hag e holl spered da bellât diouz e eskopti hereziou an Arianed, stlabeet neuze etouez ar gristenien. An heretiked-ze, o vezan grêt eur c’honsil en kêr Beziers, Hiler a yeas di hag a ziskouezas d’eze frêz ne oa ket ar wirione gante. Kemer a rejont aon rak e zeskadurez, hag, evit kaout peuc’h dioutan, ec’h alijont an impalaer Konstanz da harlui anezan er Friji. Ar zant a zigemeras urz an impalaer gant joa, evel an Ebestel hag ar verzerien, p’o deveze eun dra bennak da c’houzanv evit Jezuz-Krist. Chom a reas pevar bla pell diouz e eskopti. Epad an amzer-ze, e skrivas war myster an Dreinded daouzek levr eus ar re gaeran. Tud ar vro a oa troet gant an Arianed, mes Hiler a gavas brao an tu da ziskouez d’eze e fazient, ha diazezan a reas en o zouez rouantelez Jezuz-Krist.
Pennou-bras an Arianed en em vodas en Konstantinopl. Hiler a skrivas d’an impalaer eul lizer evit goulenn bezan lezet da zisput oute. Mes an heretiked ne gredjont ket digemer e c’houlenn, hag evit kas anezan diwar o hent, e rojont da gredi d’an impalaer ne oa mat nemet da lakat freuz ha tabut en broiou ar zav-heol, hag e vije gwelloc’h lezel anezan da zistrei d’e eskopti. Kemer a reas hent ar gêr.
« Neuze Bro-C’hall a-bez, eme sant Jerom, a vriataas an hini an evoa bet an trec’h war an heretiked. »
Enor a veze grêt d’ezan en kement kêr ma tremene. Poitiers, dreist-oll, a reas d’ezan eun digemer dispar. « Pep-hini, eme Fortunat, a grede bezan adkavet e dad, ha zoken e vro, rak, e keit ha m’oa bet dianket Hiler, ar vro ne oa mui ar vro evit ar re a oa chomet enni, ken bras oa an dienez anezan. »
Eiz vla c’hoaz e c’houarnas e bobl. Goude bezan labouret da greski dre ar bed gloar Jezuz-Krist, e varvas, leun a veritou, er bla 366. Ar miraklou a c’hoarvezas war e ve a zisklerias e zantelez. Enoret eo bet a-viskoaz evel sant, hag er bla 1851, hon Tad Santel ar pab, Pi IX, a lakas anezan en renk Doktored an Iliz.
An darn vrasan eus an dud a ya d’an ifern, eme ar pab Beneat XIV, n’eont di nemet abalarnour n’ouzont ket ar gwirionezou a zo red da anaout evit mont d’ar baradoz.
Evit mont d’ar baradoz, eo red anaout ha kredi ar pemp gwirione-man :
1° Bezan zo eun Doue, an eus krouet an nenv, an douar ha kement tra a zo.
2° En Doue e zo tri ferson : an Tad, ar Mab hag ar Spered-Glan ; an dra-ze eo myster an Dreinded.
3° Ar Mab, an eil ferson eus an Dreinded, a zo deut da vevan war an douar, 1900 vla zo. Kemeret an eus eur c’horf hag eun ene henvel ouz hon re ; e hano eo an Otrou Jezuz-Krist. Jezuz-Krist a zo Doue ha den asamblez : an dra-ze eo myster Mab Doue en em c’hrêt den.
4° Goude bezan bevet tri bla ha tregont war an douar, Jezuz-Krist a zo maro war ar groaz evit dasprenan an holl dud, o miret diouz an ifern ha digeri d’eze dorojou an nenv, da vihanan, ma vevont en gwir gristenien : an dra-ze eo myster Mab Doue maro war ar groaz evit hon dasprenan.
5° Pa varvfomp, hon ene divarvel en em gavo dirak Doue, a vezo barnet war ar mad ha war an droug he devo grêt, ha grêt d’ezi mont, herve he meritou, d’ar baradoz pe d’an ifern, elec’h ma chomo da virviken.
Eur c’hristen, evit bevan evel m’eo dleet, a dle gouzout ouspen, dindan envor :
1° Ar Bater, an Ave Maria, ar Gredo.
2° Gourc’hemennou Doue ha re an Iliz.
3° An aktou a fe, a esperanz, a garante, a gontrision.
4° Ar pez a zo red da anaout evit bezan barrek da glevet mat an oferen, d’ober eur govezion vat, d’ober eur gommunion vat.
5° Deveriou strisan ar stad a vue e ver enni.
6° An dever a zo da bedi, dreist-oll en dentasion.
Laket eta an treo-ze en ho sperejou. Arabad eo d’ac’h o ankouat gwech ebet ; grêt diouz ma zo merket enne. Ar re n’o gouezont ket, hag i gouest d’o gouzout, pe o anave heb o c’hredi, pe heb ober diouz ma zo merket enne, n’hallont ket bezan absolvet en lez-varn ar binijen, ha mont da zaoulinan ouz an dôl zantel, na mont d’ar baradoz !