◄ Skolastika | Itron-Varia Lourd | Janned de Valois ► |
r pevare blavez goude m’oa bet embannet en Rom e oa ar Werc’hez krouet dinam, Mamm Doue a deurvezas diskenn war reier Masabiel, e-tal kêrig Lourd, hag en em ziskouez eno, meur a wech, d’eur verc’hig paour, fur ha sentus, he hano Bernadetta.
An Itron-Varia a oa yaouank he dremm, ar c’hlanded hag ar vadelez o paran warnezan, eur zaë hag eur oual wenn-kann endro d’ezi, hag eur zeien c’hlas, liou d’an nenv, oc’h ober he gouriz. Diou rozen aour a c’holoe he zreid noaz, a oa harpet ganti war eur skourr roz-goue.
D’an 11 a viz c’houevrer 1858, en em ziskouezas evit ar wech kentan, hag e teskas d’ar verc’h strafuilhet ober sin ar groaz ha lavaret ar rozera. Hi hec’h-unan, e oa eur rozêra ouz he brec’h, hag e lake ar greun anezan da gouezan, beb Ave Maria a lavare ar plac’h vihan. En eil gwech, Bernadetta, nec’het kas gouzout piou oa an Itron a wele, a strinkas beradou dour benniget warnezi. Mamm Doue a reas ouz ar verc’h eur mousc’hoarz dudius.
En trede gwech, ar plac’hig a ginnigas liou ha paper d’an Itron :
Nan, emezi, ar pez am eus da lavaret d’ac’h, n’am eus ket ezom da skrivan anezan. Gret d’in, hebken, ar blijadur da zont aman, pemzek gwech dustu.
— Hen prometi a ran ! eme ar verc’h.
— Ha me, eme ar Werc’hez, a bromet ho lakat eûrus, nan er bed-man, mes er bed-all.
Er pemzek gweladen-ze, Mamm Doue a lavaras da Vernadetta : Pedi evit ar bec’herien, pokat d’an douar, ober pinijen, mont da gaout ar veleien ha lavaret d’eze sevel eur chapel en hec’h enor ha dont eno da bardonan.
Gourc’hemenn a reas d’ezi evan dour eus an eienen a lakas da strinkan, hag en em walc’hi gantan. D’ar bemp warn-ugent a viz meurz, de ouel an Ave Maria, p’en em gavas Bernadetta e-tal ar reier, e oa an Itron ouz he gortoz. Ar plac’h a c’houlennas outi he hano, ha hi, o tostat he daouarn an eil ouz egile, hag o sevel he daoulagad warzu an nenv, a lavaras, en yez ar vro :
« Que soy er Immaculada Conceptiou. — Me eo ar Gonseption Dinam. »
D’ar 16 a viz gouere 1858, Bernadetta a welas ar Werc’hez evit ar wech divezan, war an douar-man.
Ar vrud eus ar burzudou c’hoarvezet en Masabiel a nijas buhan dre ar bed. Eskob Tarb a lakas ober eun enklask diwar o fenn, hag er bla 1862, ec’h embannas e c’helled kredi e oa en em ziskouezet ar Werc’hez Vari da Vernadetta Soubirous, war reier Lourd.
An dour a strink diouz an eienen digoret gant Mamm Doue, a reas miraklou souezus. Ar bardonerien a ziredas eus pevar c’horn ar bed, eus Bro-C’hall, eus Breiz-lzel, eus Breiz-Veur, eus ar Beljik, eus an Itali, eus ar Spagn, eus an Europ a-bez, hag eus broiou pellan an Amerik. Ar bobl kristen, dre anaoudegez evit ar madoberou skuilhet gant an Itron-Varia, en Lourd, o deus savet d’ezi eno ter iliz, an eil war c’horre eben, n’eus nemet ar marbr, an aour, hag ar zaei o lintran war o mogeriou.
Pi IX a lakas e gannad da guruni, en e hano, skeuden ar Werc’hez en Lourd, d’an 3 a viz gouere 1876.
Leon XIII a lakas sevel iliz ar Rozêra, hag er bla 1892, ec’h ôtreas ober, bep bla, gouel Itron-Varia Lourd, d’an 11 a viz c’houevrer.
Pi X, gant goueliou e hanter-kant vla beleg, a lakas ober jubile bras Itron-Varia Lourd, ha d’ar 16 a viz gouere 1908, e roas ôtre da ganan an oferen-bred da c’houec’h heur diouz an abarde, el lec’h ha d’an heur m’he devoa Mamm Doue kimiadet diouz Bernadetta, hanter-kant vla arôk.
Lourd eo ti-skol kaeran ar fe, an esperanz hag ar garante. Lourd eo ti Mamm Doue, hag an hent da vont d’e gaout, daoust m’eo neve c’hoaz, a zo unan eus henchou brasan ar bed. Deomp da Lourd ; c’hoant ar Werc’hez eo gwelet ac’hanomp o vont di da bardonan !
’Vit ma c’hallje muioc’h a dud ober pardon Itron-Varia Lourd ha kaout lod, tost d’ar gêr, ’barz an andon a c’hrasou a red eno ken puilh, zo bet savet, dre ar bed holl, grotennou Lourd. Ar Vretoned o deus meur a hini. En Bro-Dreger, en Plijidi, zo unan kempennet a-zoare savet en lein ar vêred, etre ar mene hag an iliz. Eur gouel hag a zo brudet a ve grêt eno bep bla, an 23 a vezeven, gant eur prosesion-noz hag eun tantad bras war lein ar mene.
Ar mirakl a zo eun dra souezus, a zigoue dre c’halloud Doue hag er-mêz eus al lezennou douget gantan hag anavezet gant an dud.
Ar miraklou a embann eur c’halloud hag eur ouiziegez dreist re an den...
Ar miraklou a zo treo souezus, ha n’int ket brasoc’h, koulskoude, evit an treo a c’hoarvez ennomp hag endro d’imp bemde, ha ne dôlomp evez ebet ouïe, ken kustum omp d’o gwelet.
« Brasoc’h mirakl eo, eme sant Augustin, gouarn ar bed holl, evit magan pemp mil den gant pemp bara. Ar c’hentan, koulskoude, den n’hen c’hav souezus, elec’h ma kaver souezus an eil, n’eo ket ma vefe brasoc’h, mes n’en em gav ket ken alïes. Ha piou a vag ar bed holl, nemet an Hini a grou an estou diwar ar bozadou had ? Hogen, ar memes labour eo ; evel ma lak an ed da rei kant evit unan en douar, au eus laket ar pemp bara da greski etre e zaouarn. An torziou-ze a zo bet evel an had, hag elec’h bezan tôlet en nantchou, a zo bet laket da greski, en eun doare burzudus, gant an Hini an eus grêt an douar. »
Ar re a gomze en hano Doue, en amzer goz, o devoa ar c’halloud d’ober miraklou, hag evelse e vezent kredet.
Jezuz-Krist, pa deuas war an douar, a reas miraklou, hag evelse e veze kredet e lavariou ha heuilhet e c’hourc’hemennou.
An dud ha n’eman ket Doue a-du gante, ne reont ket a viraklou. Ar miraklou a ro eta da anaout, en eun doare sklêr hag anat, d’an holl, pehini eo ar gwir relijion. Eleiz a zo bet aneze, en penn kentan an Iliz, ha n’eo ket red e vefe ken.
« Diskibien kentan Jezuz-Krist, eme sant Augustin, o deus gwelet e viraklou hag o deus kredet en Iliz ; ni a wel an Iliz hag a dle kredi er miraklou o deus diazezet anezi. »
Ken dibradet eo an Iliz diouz an douar, gant he miraklou, ma c’hall an holl he gwelet, eus pevar c’horn ar bed. Daoust ma n’int ket red, e tigouez enni bepred, en tu pe du, miraklou neve, a ro muioc’h a galon hag a harp d’ar re a gomz en he hano.
Er bla 1854, ar pab Pi IX a embanne, dirak ar bed holl, e oa ar Werc’hez Vari konsevet dinam ; pevar bla goude, an Itron-Varia a ziskenne war reier Lourd hag a lavare da Vernadetta, a c’houlenne diganti he hano : « Me eo ar Gonsepsion Dinam. » Ar mirakl a deue, ha n’eo ket paouezet abaoue, da harpan ar gelennadurez kristen.
Gwaz a ze, neuze, d’ar re a vouch o daoulagad hag a huch goude-ze ne welont ket sklêr.