Buhez ar Sent/1912/Skolastika

◄   Tit Skolastika Itron-Varia Lourd   ►


Dekvet devez a viz C’houevrer


SANTEZ SKOLASTIKA
Gwerc’hez (480 - 543)


Santez Skolastika
Santez Skolastika


Santez Skolastika a oa c’hoar da zant Beneat. Ganet e oant er mêmes devez hag en em garet a rent evel m’en em gar alïes ar vugale gevel. Pa zavas he breur Urz Leaned Mene-Kasin, hi, e kichen, a zavas ive eun Urz Leanezed.

Skolastika ha Beneat, adalek neuze, n’en em welent nemet eur wech ar bla, en eun tiegez hag a oa hanter-hent etre an daou vanati, hag e komzent eno eus an doareou gwellan da gemer evit en em zantelât.

D’ar 6 a viz c’houevrer 543, Beneat a ziskennas eus e vene gant e venec’h a veze bepred ouz e heul. Skolastika, gant eun nebeut leanezed, a deuas eus he zu, hag ar breur hag ar c’hoar a ’n em welas, evel ma rent er blaveziou tremenet. En dro-man, koulskoude, elec’h komz eus an doareou gwellan d’en em zantelât, ne oe ken kôz gante nemet eus dudiou ar baradoz. Pa ve eur men, bet strinket en êr, o kouezan, seul ma tosta ouz an douar ha seul buhannoc’h e kouez ; evelse, Skolastika, seul tostoc’h ma kave ’ oa eviti an devez da vont daved Doue, ha seul-vuioc’h a c’hoant he devoa da glevet Beneat o komz anezan.

Pa deuas an abarde, ar re oa gante a reas d’eze kemer eun tammik pred, hag ar zantez a lavaras d’he breur :

— En han’ Doue, chom ganin en noz a zeu, ma c’hellfomp komz eus e c’hloar, ac’han da c’houlou-de.

— Petra c’houlennez aze ? eme Veneat, ken ter ha tra ; gouzout a rez awalc’h n’hallan ket tremen an noz er-mêz eus ma feniti !

An oabl a oa dizolo, tamm koumoul ebet ne nije drezan. Skolaslika, o klevet komzou he breur, a groazias he daou zorn war an dôl, a zoublas he fenn da bedi, an daerou en he daoulagad. Pa zavas diouz he feden, al luc’hed a lintre, ar c’hurun a strake hag an dour-bil a goueze kement, ma n’hallas na Beneat nag e venec’h lakat o fenn er-mêz.

— Doue r’ho pardono, Skolastika, eme he breur, daoust d’ar pez ho peus grêt !

— Pedet am eus ac’hanoc’h, emezi, ha n’eo ket bet mat d’ac’h selaou ma feden ; en em droet am eus warzu Jezuz-Krist hag an eus selaouet ac’hanon. Et d’ar gêr breman, mar gallet.

Ne oa ket bet falvezet gantan chom dre gaer, red e oe d’ezan chom dre heg. Sant Gregor a lavar d’imp e reas Doue kentoc’h diouz ar c’hoar evit diouz ar breur, abalamour ar c’hoar eo he devoa pedet gant muian a garante, ha dirak Doue, seul-vui ver karantezus ha seul-vui e ver galloudus.

An de war-lerc’h, ar barr-amzer fall a oa paouezet, hag en em dennjont pep-hini d’e gêr ; mes tri devez goude, Beneat a welas ene e c’hoar, dindan furm eur goulm, o sevel en barr an nenv.

En em deuler a reas d’an daoulin, da veuli Doue eus e drugare en kenver e c’hoar, hag o vezan roët da anaout he maro d’e venec’h, e tigemennas d’eze kerc’hât he c’horf hag e zebelian er be a oa toullet evitan. Hen e-unan ne vevas nemet daou-ugent devez goude, hag evelse, ar breur hag ar c’hoar, a oa bet epad o bue o sperejou unanet ken-koulz en Doue, ne oe ket dispartiet o c’horfou, kennebeut, gant ar maro.

————


KENTEL


Karante ar Vugale etreze


Doue an eus krouet an den evit karet, ha n’eus netra ken talvoudek d’an den evel bezan karet. Etrezek hon zad hag hon mamm eo e tigor ar c’hentan bleuniou karante a ziwan en hon c’halon, hag ar garante-ze a zank ken dôn he griziou, ma n’hallo biken netra dont a benn d’he diframman.

An tad hag ar vamm a gavomp soublet war hon c’havel eo o deve merkou kentan hon zeneredigez. Ma’n eus Doue roët d’imp breudeur ha c’hoarezed, an eil plas a zo d’eze en hon c’halon. An natur hen goulenn, ha Doue hen goulenn ive, rak ma ’n eus gourc’hemennet d’imp karet an dud holl, zoken, hon enebourien, n’eus ket gourc’hemennet d’imp o c’haret kement ha kement ; hag hen e-unan, epad ar blaveziou a dremenas war an douar, e oa darn, evel e Vamm, an Itron-Varia, sant Yan ha santez Mari-Madalen, hag a oa tostoc’h d’e galon evit darn-all.

Ar breudeur hag ar c’hoarezed ne dlefe bezan netra goest, da lakat yenien da badout etreze. Ha koulskoude, siouaz, n’eo ket evelse-e c’hoarvez ! Alïes, an tad hag ar vamm o deve ar rann-galon, arôk diskenn er be, da welet o bugale o koll o danve, o amzer hag o zilvidigez en breujou, a dremenfe buhan awalc’h alïes, panevet m’en em gav tud-all d’en em veskan er pez na zell ket oute, hag elec’h lazan an tan, ne reont, dre o c’homzou, nemet e c’houezan gwasoc’h-gwaz.

Tud evelse zo milliget gant Doue, rak piou a dle en em glevet war an douar-man, ma n’eo ket ar re a zo liammou ar gwad o skoulman aneze an eil ouz egile ?