Buhez ar Sent/1912/Itron-Varia ar Miraklou

◄   Romuald Itron-Varia ar Miraklou Tit   ►


Eizvet devez a viz C’houevrer


Itron-Varia ar Miraklou hag ar Vertuziou
hag Itron-Varia ar C’helou Mat



Yan III, duk Breiz, a varvas hep bugale, an 30 a viz ebrel 1341. Adalek an de-ze, betek an 29 a viz gwengolo 1364, ar brezel a badas en hon bro etre Charlez Bleaz ha Yan Montfort, a glaske gouzout piou aneze o-daou a zougje, hiviziken, kurunen duked Breiz.

Kement ha kement a wir o devoa an eil hag egile. Breiz-Uhel hag ar C’hallaoued a yeas en tu Charlez Bleaz ; Breiz-Izel hag ar Zôzon en tu Yan Montfort.

Hogen, an 23 a viz here 1356, ar Zôzon a c’hronnas Roazon. Ar seziz a badas nao miz. Pôtred Bro-Zôz, skuiz o welet Roazoniz o terc’hel gwevn, a glaskas o zapout dre laer. Toullan rejont eun hent dindan an douar da gouezan warneze en noz. Mes arôk ma c’halljont en em zilan en kêr, e oe dizoloët o labour, en eun doare burzudus, (insigne factum) demdost da skeuden an Itron-Varia, en Iliz Sant-Salver. D’ar 5 a viz gouere war-lerc’h, ar Zôzon a dec’he, ha Roazon a oa salvet.

Abaoue, Roazoniz, evit diskouez anaoudegez vat da Zoue ha d’e Vamm binniget, a zalc’h bepred eur c’holaouen elum dirak skeuden Itron-Varia ar Vertuziou hag ar Miraklou, en iliz Sant-Salver.

D’an 29 a viz gwengolo 1364, de gouel Mikêl, Yan Montfort a zestumas da vat kurunen duked Breiz, war lanneier Alre, o rei lamm ha tol ar maro da Charlez Bleaz e enebour.

D’an 2 a viz c’houevrer 1369, an duk Yan IV a deuas da Roazon, hag eno, dirak holl bennou ar vro, e nevezas al le an evoa grêt, en stourmad Alre, da zevel eur manati en kêr-benn an Dukaj, en enor d’ar Werc’hez. Diazezan reas raktal e ven kentan, ha rei a reas d’ezan an hano kaer a vanati Itron-Varia ar C’helou Mat.

Eno e oa eun dôlen a weled warnezi Mamm Doue, gant ar Mabig Jezuz war he brec’h. Duked ha dukezed Breiz a gare pedi dirak an dôlen-ze, ha Roazoniz a gemeras skouer diwarne. An ôtrou Mayeuc, eskob Roazon, adalek ar bla 1507 betek ar bla 1541, a zo unan eus ar re o deus grêt ar muian evit lakat ar bobl kristen da bedi ha da enori Itron-Varia ar C’helou Mat.

D’an dispac’h vras, ar manati oe prennet, ar venec’h argaset, o madou gwerzet, tôlen vurzudus Itron-Varia ar C’helou Mat kuzet. Breman eo miret en iliz wenn kaer Sant-Albin, elec’h ma ve dalc’h-mat pardonerien diniver o taoulinan diraki.

D’ar 25 a viz meurz 1908, war c’houlen an ôtrou Dubourg, arc’heskob Roazon, ar pab Pi X a roas ôtre da guruni tôlen Itron-Varia ar C’helou Mat ha skeuden Itron-Varia ar Vertuziou hag ar Miraklou. Eun neventi gaer oa gwelet kuruni diou Werc’hez, er memes kêr hag er memes devez.

Trizek eskob ha hanter-kant mil den a oa diredet da gemer peurz er gouel bras a reas en de-ze kêr Roazon, en enor d’he fatronez muian karet.

————


KENTEL


Kastel an ene


Ma teu Mari da rei harp, a-wechou, d’an dud, en brezeliou ha ne rer aneze nemet abalamour da vadou dister an douar, e ro harp, dreist-oll, d’ar gristenien, er brezeliou a reont ouz ar bed, ouz ar c’hig hag ouz an drouk-spered, evit miret ne yafe da goll o fe hag o glanded.

Hon ene a zo eur c’hastel-krenv, mogeriou uhel endro d’ezan. Enebourien en diavêz, tro-war-dro d’ezan, mevelien ar bed ha re an drouk-spered, a c’hed an heur da goueza war eur c’horn diskloz bennak, da ’n em zilan dre eno ebarz, da zismantr ha da laerez kement a zo ennan.

« Ma breudeur, eme sant Per, bezet war evez, rak an diaoul, hoc’h enebour, a zo dalc’h-mat o vont hag o tont en ho touez, evel eul leon kounnaret, o klask unan bennak a c’hello da lonkan. »

Mar domp devot d’ar Werc’hez, enebourien an diavêz ne zailhfont ket warnomp. Mari, kentoc’h evit mankout, a raio eur burzud en hon c’henver.

Mes n’eo ket ouz an enebourien-ze hepken hon deus da stourm. Ar re-ze o deus mignonend e diabarz ar c’hastel, hag eo gwall youlou ar c’hig ha c’hoantegeziou direiz ar galon. Ma ne dôl ket mestr ar c’hastel a evez bemde, da gabestran berr aneze, eman koll.

Ha goude teuler evez, e c’heller bezan tapet dre zindan. Mar domp devot d’ar Werc’hez, kaer en devo ar bed youc’hal, kaer en devo an diaoul trei ha dizrei, kaer o devo ar gwall youlou hag ar c’hoantegeziou direiz yudal, birviken ne deufont a benn, na dre war lein, na dre zindan, da c’honid warnomp, rak Mari, Rouanez ar Vertuziou, kentoc’h eget hon lezel da vont da goll, a raio miraklou en hon c’henver, rak netra ne ra muioc’h a zudi d’he c’halon a vamm, evit ar c’helou mat eus ar viktoriou goneet gant he bugale war enebourien o zilvidigez.