Buhez ar Sent/1912/Romuald

◄   Gweltas Romuald Itron-Varia ar Miraklou   ►


Seizvet devez a viz C’houevrer


SANT ROMUALD
Diazezour manati Kamaldul (907-1027)



Romuald a oa ginidik eus a Ravenn. E dud a oa tud a zanve ; kristenien oant ive, mes eus ar gristenien-ze hag a zo spered ar bed ha nan spered ar C’hrist ouz o ren. O mab n’eo ket souezus e oa skanv e benn, en e yaouankiz.

Eun devez, diwar-benn eun tamm leve, e savas kann etre e dad hag unan eus e gerent. Romuald, ugent vla d’ezan, a oa war al lec’h ; ar gwel eus e dad o rei tol ar maro d’e enebour hen straifuilhas kement mac’h eas eus ar gêr d’ober pinijen en eur manati, epad daou-ugent devez.

Elec’h eur c’hoaraïz, Romuald, en em gavet eno, a chomas tri bla. Ar c’hoant da ren eur vue santeloc’h c’hoaz a reas d’ezan mont da vevan en eul lec’h goue, demdost da Venis, gant eur manac’h koz, e hano Marin. Tri bla bennak adarre e chomas da vevan gant an den santel-ze.

Doue, ha ne zigas den ebet war an douar-man, hep merkan d’ezan eul labour bennak d’ober, a lakas en e benn mont da adsevel Urz sant Beneat, ne oa mui ken troet, ’vel ma oa dleet, ar venec’h ennan war ar zantelez.

En eur boanial a gorf-roched e teuas a benn eus e dôl. Ne c’houlenne, digant ar re a oa dindannan, netra a gement ne raje e-unan. Labourat a rê an douar, ha dibri a rê e vara diouz c’houezen e dâl : e studi pemdeziek oa bue ar zent, hag e klaske ober evelte, gwellan m’halle.

E binijennou a oa kalet ; yun a rê bemde, nemet d’ar zul. Epad ar c’hoaraïz, ne zebre nemet eur skudellad legumach bemde ; evit ’n em drec’hi gwelloc’h a ze, e pellae, zoken, diouz treo hag a oa dinoaz ane o-unan. Eur wech an amzer, e lake digas war e dôl eur pred boued eus ar gwellan, hag e lavare outan e-unan: « Setu aze, Romuald, hag a zo ôzet diouz da zoare. Mat, ne danvaï ket anezan, ha ne roer anezan d’it da welet, nemet evit ober gwap ac’hanout. » Hag e lake digas d’ezan eur pred dister ha divlaz.

Ober a rê e bedennou gant ar brasan doujanz evit Doue, ha c’hoant an evoa da welet ar re-all o heuilh e skouer. An neb a vije bet moredet epad an ofis, n’en dije ket a urz gantan da oferennan goude.

« Gwell eo, a lavare, bezan dihun da ganan eur psalm hepken, evit n’eo drailhan kant gant eur spered morgousket. »

A greiz pedi, an daerou a deue alïes en e zaoulagad, ha koulskoude, er-mêz eus an iliz, e zremm a veze ken seder, ma laouennae kement hini a dostae outan.

Ar zentidigez oa ar vertu a gare dreist an holl vertuiou-all. Souezus eo ar vad a reas endro d’ezan, hag ar c’halloud o devoa e gomzou. Tud a beb oad hag a bep renk, bugale, rouaned hag all, a c’houlenne bezan dindan e urziou. An diaoul, droug ennan o welet pegement e lake Romuald anezan da gaout koll, a glaskas trabas outan ar muian m’hallas. Gwech e klaske touellan e spered ; gwech e stleje e gorf war an douar, e waske warnan gant mall da vougan anezan. Ar brezel-ze a badas pemp bla. An drouk-spered, pa welas ne dalveze ket d’ezan trei endro d’ar zant, a dec’has. Romuald an evoa ar c’halloud d’ober miraklou ha profesiou.

Er bla 1009, e c’halle bezan neuze en e gant vla, e pignas war mene an Apennen, hag e c’hourvezas eno e-tal eur feunteun.

A-greiz e hun an evoe eun hunvre. Kredi rê d’ezan gwelet eur skeul, eur penn d’ezi war an douar hag eun all en nenv, hag e venec’h gwisket en gwenn o pignal enni.

Goulenn a reas raktal an dachen-ze digant an ôtrou Maldoli, he ferc’hen, hag e reas sevel eno eur manati. Ar venec’h ennan a oe lezhanvet Kamalduled ; dougen a rent dilhad gwenn, ha gant o finijennou hep distag, e oa muioc’h henvel o bue ouz bue an Ele evit ouz hini an dud o zi a oa eur baradoz war an douar.

Sant Romuald a varvas d’an 19 a vezeven 1027, oajet a c’houec’h-ugent vla. Ar pab Klemant VIII a lakas ober e ouel d’ar 7 a viz c’houevrer.

’N em gaout a ra c’hoaz hirie gouel sant Derien, pe sant Drien, prins breton, mignon S. Neventer (IVre kantved). O tizrei eus an Douar-Santel, e tremenas dre Naoned ha goude dre Landerne elec’h ma lavarer e tistrujas eun aerouant. Enoret eo en meur a barouz, ’vel en Duod, en Ploulec’h, ha, gwechall, en Sant-Drien. En Naoned eman livet kaer war weren eun iliz e gann ouz an aerouant.

————


KENTEL


Gra pa ri tra


Ober pep tra dre gustumans, hep sonjal er pez a rêr, a zo eun tech fall. Ar profed Jeremi an eus lavaret kement-man diwar-benn ar re o deus anezan : « Desolatione desolata est terra, eo quod nullus sit qui recogitet corde ; an dristidigez a zo dre holl war an douar, dre ma n’eus den ebet ken hag a dôlfe evez en e galon. »

Evit an dud dizonj, grasou Doue, sklerijen ar fe ha galloud ar zakramanchou a zo didalve.

Didalve eo o fedennou, rak ne enoront ket Doue dreze. Eur zonj vat a darz en o spered, mes hen lezel a reont da dremen ; ar zakramanchou a zo e-tal o dor, mes ne dennont frouez ebet dioute ; fe o deus c’hoaz, mes n’eo mui nemet evel eun dra kuzet er penn pellan eus o ene, ha ne reont van ebet ken outi, nag ouz netra eus ar pez a zell ar relijion.

O vezan dizonj evelse, an den n’hall ket mont war wellât ; derc’hel a ra da vale dre an hent heuilhet gantan betek hen, hep kaout sklerijen awalc’h da welet e vefe mat d’ezan chench giz.

Al louzou ouz an tech-ze eo, da gentan, ar beden ; ober hon oberou a zevosion gwellan m’hallomp ; d’an eil, dizrei, beb abarde, warnomp hon unan, da welet ha mat hon deus grêt, epad an de labouriou hon stad, hon fedennou, pep tra.

N’eus netra ken fall evel ober an treo diwar hanter.