Buhez ar Sent/1912/Kasimir

◄   Gwennole Kasimir Yan-Jozef ar Groaz   ►


Pevare devez a viz Meurz


SANT KASIMIR


Duk Lithuani (1458-1483)



Kasimir a vevas evel eun êl, e-mesk an enoriou hag ar pinvidigeziou. Genel a reas d’an 3 a viz here 1458. Eil mab oa da Gasimir III, roue ar Pologn, ha da Elizabeth a Autrich, merc’h an impalaer Albert.

E vamm a oa eur rouanez vat, a zavas en karante hag en doujanz Doue, ar c’houec’h pôtr hag ar c’houec’h merc’h an evoa roët d’ezi. Ar merc’hed a oe dimezet da brinsed Bavier, Sax ha Brandebourg. Ar mab henan a oe roue en Hongri. Tri-all a oe rouaned er Pologn, an eil goude egile ; ar yaouankan a oe kardinal, arc’heskob Gnesen.

Kasimir a c’honezas kalz, en gouiziegez kouls hag en zantelez, gant kenteliou ar gouarnerien dispar a roas d’ezan e vamm.

Adalek e yaouankiz, e teuas da vezan enebour touet, n’eo ket hepken d’ar pec’hed, mes zoken, da gement tra a wele ennan skeud ar pec’hed. Ne gare ket klevet drouk-prezeg endro d’ezan, hag e-unan n’hen grê gwech ebet. Dindan e zilhad kaer a brins e touge eur gouriz reun ; yun a rê alïes ha skourjezan a rê e gorf betek ar gwad ; beb an amzer, e tremene an noz pen-da-ben war ar c’halet, hag arôk an de, e veze e-tal dor an iliz o c’hedal digor hag e kleve kement oferen a vije lavaret.

Ar gwel eus poaniou Hon Zalver Jezuz-Krist a reas d’ezan, meur a wech, mont er-mêz anezan e-unan. Eun devosion dener an evoa evit ar Werc’hez Vari ha sevel a reas, en hec’h enor, eur c’han en latin, a lavare bemde hag a fellas d’ezan kaout war e galon, goude e varo. Pa oe digoret e ve, c’houec’h-ugent vla goude ma oa sebeliet ennan, e oe kavet e gorf fresk-beo, en e wiskamant zaei alaouret, hag ar paper bepred etre e zaouarn.

Labourât a reas, herve e c’halloud, da astenn ar gwir fe, ha da zizrei schismatiked ar Pologn. Lakat a reas e dad da zougenn eul lezen da zifenn oute sevel ilizou neve ha dresan ar re goz.

Ken trugarezus oa en kenver ar beorien, ma oa lezhanvet tad ha difennour an dud reuzeudik. Miret a reas e werc’hded adalek e gavel betek ar be. War e glenved divezan, daoust da lavariou ar vedesined, e kavas gwell koll ar vue eget astenn anezi o terri e werc’hded.

Kasimir a varvas da bemp bla warn-ugent, en bleun e yaouankiz. E gorf a oe sebeliet en Wilna, hag eleiz a viraklou a c’hoarvezas e-tal e ve.

Eur plac’h vihan, douget warnezan gant he zad, a zavas eus a varo da veo. Tud dall a gavas ar sklerijen, tud kamm ar c’herzed, tud klanv ar yec’hed.

Abalamour da ze, Leon X a lakas hano ar prins yaouank war roll mignoned an Otrou Doue, ha Poloniz a bed hag a enor anezan evel patron o bro.

————


KENTEL


Lestr an ene


An den n’eman ket war an douar-man evit chom ; n’eman nemet evit tremen. Porz ar baradoz, a wel o skedi en penn e veaj, eo ar pal an eus da dizout. Al lestr m’eo pignet warnan, evit ober hent, eo e gorf ; diouz ma ouveo e sturian, e touaro gantan, pe war drêz, war devennou ar baradoz, pe war ôchou euzus an ifern.

N’eo ket awalc’h kaout c’hoant da dizout porz an nenv evit en em gaout ennan ; red eo ober an hent penn-da-benn, ha lakat evez da chom hep mont re a-zeou pe a-gle, pe da goll an amzer.

Evelse e rê ar zent ; c’hoant en em gaout o devoa, hag en em gaout a rent. Pa yude avel an techou fall en gwerniou o lestr, pa veze tarziou eonennus mor ar bed o skei anezan a bep tu, pa venne o lestr mont da goll, e pedent, hag an avel foll a goueze ; e yunent, hag al lestr a skanvae.

Darn a zo hag a gav mat pedi, ha ne gavont ket mat yun. Koulskoude, mar deo ar yun eo a vank, arabad kredi e c’hellfe ar pedennou ober ar vad a rafe ar yun. Da bep-hini eo en em anaout, ha da bep-hini eo bezan didrue outan e-unan. Gwell eo douaran war ôchou ar baradoz, gant eur c’horf kastizet, eget n’eo kouezan en puns an ifern, gant eur c’horf hag e ver bet re damantus outan.


X