Buhez ar Sent/1912/Yan-Jozef ar Groaz

◄   Kasimir Yan-Jozef ar Groaz Perpetua ha Felisite   ►


Pempvet devez a viz Meurz


Sant Yan-Jozef ar Groaz
1654 - 1734



Yan-Jozef a deuas er bed en Ischia, rouantelez Napl, de ouel Maria Hanter-Eost 1654. E vamm, epad ma vage e gorf gant he lez, a dôlas en e ene had an devosion gristen, a deuas, en berr amzer, da zevel, da vleunian ha da rei frouez eus ar re gaeran.

Ne oa c’hoaz nemet eur bugel, hag ar beden hag ar binijen a oa deut da vezan an treo a gemere gante ar muian a breder.

De ouel Yan 1671, e kemeras sae ar venec’h en Urz sant Fransez. Ar c’hentan Italian a oa da vont en Urz-ze, abaoue m’oa adneveaet gant sant Per Alkantara. Tri bla goude, e oe kaset da zevel eul leandi neve da Biedemonte di Afile.

Eno, e oe anavezet warnan, da gentan, e tec’he dioutan e-unan, beb an amzer, hag e tigoueze gant e spered en em veuzi kement en Doue, pennadou a veze, ma ne wele ket ar pez a dremene endro d’ezan, ha ma veze dibradet, a-wechou, ene ha korf, zoken, diouz an douar.

Evit senti ouz e vistri, ec’h asantas bezan beleget (1677).

Er bla 1688, e varvas e vamm. Gallout a reas en em gaout war he zremenvan, ar pez a lakas kalon ar glanvourez kez da dridal, ha keit ha ma chômas eur banne sklerder en he daoulagad, ne baouezas ket da zellet ouz he mab muian-karet.

Betek ar bla 1722, Yan-Jozef ar Groaz a oe grêt d’ezan, ken en Piemonte, ken en Napl, pignal eus an eil karg d’eben, betek an hini a jeneral. Eul lizer skrivet gant ar pab a roas d’ezan ôtre da rei erfln e zilez, ha neuze en em dennas en manati Santez-Lusia, en Napl, elec’h ma tremenas an daouzek vla-all an evoa c’hoaz da chom war an douar.

Santelez Yan-Jozef a oa êz da anaout, diouz e fe, a oa birvidik, hag a glaske rannan gant e nesan, muian m’halle.

Santelez Yan-Jozef a oa êz d’anaout, diouz e fizianz en Doue, a oa divent : « Doue, emezan, eo an trugarezusan eus an tadou. Karet a ra e vugale, ha rei a ra d’eze bepred ar skoazel o deus ezom. »

Santelez Yan-Jozef a oa êz d’anaout, diouz e garante en kenver Doue : « Ha goude ma ne vefe na baradoz nag ifern, emezan, e karfen koulskoude karet an Otrou Doue. » Diskouez a rê e garante en kenver Doue ne wele ket, dre e garante en kenver e nesan a oa a-wel d’ezan.

Ar beorien, ar glanvourien hag ar bec’herien oa ar re dostan d’e galon. Karet a rê e nesan, betek en em zamman e-unan eus e glenvejou. An tad Mikêl, deut da vezan arc’heskob Kozensa, an evoa daou c’houli en e c’har. En em drei, en em erbedi a reas ouz ar zant ; ar zant a ’n em erbedas ouz Doue, a c’houlennas digantan gouliou an tad Mikêl, ha Doue a chilaouas e c’houlen.

Santelez Yan-Jozef a oa êz d’anaout, diouz e garante evit ar zentidigez. Senti a rê war an tol, ha hep damanti ; mat da zenti e-unan, ne veze ket jalet, kennebeut, da welet ar re-all o chom heb ober.

Santelez Yan-Jozef a oa êz d’anaout, diouz e garante evit ar baourente. En e gambr, e oa eur gador, eur gwele grêt gant daou blanken, daou groc’hen danvad war c’horre hag eur c’hoz pallen, eur skaon evit e dreid gouliet, eur brevier, ha setu e holl arrebeuri. Eur zaë, a zougas epad pevar bla ha tri-ugent, ken penseliet ma oa poan oc’h anaout an tamm kentan, ha setu e holl zilhad.

Santelez Yan-Jozef a oa êz d’anaout, diouz e garante evit ar c’hlanded, a rê d’ezan bale, e zaoulagad dalc’h-mat troet warzu an douar, ha kastizan e gorf, o tougen bepred war e gein eur groaz, eun troatad hed d’ezi, leun a vroudou lemm, a zanke kement en e ziskoa, ma reas enne gouliou a badas betek e varo.

Santelez Yan-Jozef a oa êz d’anaout diouz ar c’halloud an evoa war dreo ar bed-man ha war dreo ar bed-all ; mont a rê eus an eil lec’h d’egile, evel an êle ; gwelet eo bet en daou lec’h asamblez ; epad e oferen, e veze, meur a wech, dibradet diouz an douar ; lenn a rê en goueled ar c’halonou ; lavaret a rê an treo da zont ; trec’hi rê an drouk-sperejou ; parean rê an eneou gouliet hag ar c’horfou klanv.

Rak-se, pa varvas, d’ar 5 a viz meurz 1734, kêr Napl a-bez a oe en kanvou. Ter gwech e oe red e wiskan war ar varv-skaon, rak ne oad ket evit miret ouz an dud da droc’han e zilhad, da gas an tammou aneze gante evel relegou. An arched a oe torret, ar mezer-kanv dispennet ; ar c’horf, a dlee chom tri devez war ar varv-skaon, a oe red e ziskenn er be, de war-lec’h e varo.

Yan-Jozef ar Groaz a oe laket war roll ar zent gant Gregor XVI, d’ar 26 a viz mae 1830.

————


KENTEL


Dever ar gerent


En pep krouadur a deu war an douar-man, e zo danve eun diaoul ha danve eur zant.

Bugale ha bugale zo.

Troëtoc’h eo darn war ar vad, dre m’eo bet silet an dra-ze en o gwad, gant o zud. Troëtoc’h eo darn-all war an droug, dre m’eo bet silet an dra-ze d’eze ive, en o gwad, gant o zud. N’eo ket henvel ar vugale dre c’hinivelez. Gwelloc’h danve a zo en eil evit en egile. Danve eun diaoul ha danve eur zant a zo en pep-hini aneze, gwir eo ; mes êsoc’h eo koulskoude ober eur zant evit ober eur diaoul eus heman, êsoc’h ober eun diaoul evit ober eur zant eus hennez.

N’eo ket henvel ar vugale o tont war an douar. Koulskoude, an dizhenveledigez a weler, dre ma kreskont, o sevel etreze, a deu dreist-oll, nan eus o ginivelez, mes eus an doare a gemerer d’o c’hentelian ha d’o skouerian. Eürus eta ar bugel a zo santel an tad hag ar vamm o deus hen ganet ! Eürus, dreist-oll, an hini a gav tud a relijion endro d’e gavel ! Ar vugale, peurliesan, a ve ar pez ma vezont bet grêt gant o zud ; bezan e veint en bras ar pez ma veint bet en bihan.

D’an tad ha d’ar vamm eo kemer preder gant korfou o bugale. Pourchas a dleont d’eze eun ti henvel ouz eun ti n’eo ket red e vefe-brao, awalc’h eo e vefe kempenn. Tier a zo, kristenien o chom enne, ha ma tiskennfe ebarz êle an nenv, e labezfent o iskili gwenn.

Pourchas a dleont d’eze eur gwiskamant dereat, herve ar vro m’emaint enni, hag ar renk a c’hellont derc’hel ; na re binvidik, mar dint paour, na re baour, mar dint pinvidik.

Pourchas a dleont d’eze eur vagadurez krenv ha sasun. Nag a vugale a weler o tizec’han war o zreid, o wenvi evel eur vleunien a vank dour d’he gwriziou ha heol d’he deliou, o vont d’ar be arôk an oad, abalamour ma n’int ket bet bevet na krenv na sasun awalc’h, epad ma oant oc’h ober o c’hresk !

Deski a dleont d’eze ar vicher a zo ar muian diouz o doare, an hini m’int barrekan d’ober, hag o deus muian c’hoant da vont enni. Arabad ober eus ar vugale loened-labour, re abred ; o c’horfou yaouank a zo bresk hag a c’heller, buhan awalc’h, ober gaou oute, ouz o zamman re abred ; a nebeudou eo mont d’eze.

D’an tad ha d’ar vamm eo, dreist-oll, kemer preder gant eneou o bugale. Ene eur c’hrouadur a zo gwag evel ar c’hoar ; ar c’henteliou hag ar skoueriou kentan a goue warnan a zank ennan hag a chom. Tôl evez eta da lakat anaoudegez ha karante Doue da vleunian ennan, da gentan !