◄ Sesilia | Klemant | Yan ar Groaz ► |
lemant eo ar brasan eus ar pabed a azezas war Gador sant Per epad daou gantved kentan an Iliz. Ober a reas abred anaoudegez gant sant Pôl, ha heuilh a reas anezan dre ar bed evit gonid tud da Jezuz-Krist.
An abostol bras, en unan eus e lizeriou, a lezhanv anezan e genlabourer, hag a lavar eo unan eus ar re a zo merket o hano war levr ar vue. Da varo sant Anaklet, e kemeras stur an Iliz.
En e amzer, e savas tabut etre kristenien Korinth, evel m’oa bet savet c’hoaz en amzer sant Pôl. Pedet da lakat ar peuc’h, Klemant a skrivas da Gorinthiz eul lizer kaer hag a zo deut betek ennomp : « Red eo d’ar gristenien, emezan, senti ouzo beleien : Jezuz-Krist hen goulenn. Pep-hini a dle chom er renk m’eo laket gant Doue ; an hini a zo krenv a dle harpan an neb a zo dinerz ; an neb a zo dinerz a dle doujan an neb a zo krenv : ar pinvidik a dle sikour ar paour, hag ar paour a dle binnigan Doue, dre ma tôl plê war e holl ezommou. An den fur a dle diskouez e furnez, nan dre e gomzou, mes dre e oberou. An den humbl ne dle kammed komz anezan e-unan, nag embann kement a ra. Arabad d’an neb a zo glan tennan lorc’h eus e c’hlanded, rak n’eo ket dre e nerz e-unan e c’hall en em viret diouz an droug. Ar re vras n’hallont ket tremen heb ar re vihan, nag ar re vihan heb ar re vras. En korf an den, ar penn n’hall netra heb an treid, nag an treid heb ar penn. Ar c’horf n’hall ket tremen heb ar re vihanan eus e izili. »
Urz a renk bezan, evit pez a zell ouz treo ar c’horf ; evit pez a zell ouz treo an ene eo memes tra. An eskibien hag ar veleien a zo en penn an Iliz, ha d’ar gristenien eo senti oute.
Klemant a oe tamallet eun devez dirak prefed Rom, hag an impalaer Trajan a roas urz da harlui anezan er C’hersonez, en tu-all d’ar mor du.
Ar pab santel a gavas eno daou vil kristen kondaonet, pell a oa, da dennan marbr eus ar mengleuziou. Klemant a frealzas aneze, hag ar vrud eus e zantelez a yeas dre ar Vro. Eleiz a c’houlennas ar vadeziant. Ilizou a oe savet ; templou a oe diskaret ; koajou sakr ar baganed a oe troc’het.
An neventiou-ze a ’n em gavas da vont betek diskouarn an impalaer. Eun ofiser a yeas, en e hano, da welet petra oa a wir er pez a lavared. Lazan ’reas eun niver bras a gristenien, mes o welet e kerzent laouen d’ar verzerenti, e teuas da skuizan, hag e klaskas lakat Klemant da ginnig ezans d’an doueou. Evel ne felle ket d’ezan senti, e roas urz da stagan eun heor ouz e c’houg ha d’hen stlepel war e benn er mor.
Kement-se a c’hoarvezas er bla 97.
Sant Klemant a gargas seiz skrivanier da zastum Oberou ar Verzerien, hag evelse hon deus an dudi da gaout breman e hon daouarn, bueou ar zent a skuilhas o gwad evit Jezuz-Krist adalek kantvejou kentan an Iliz.
Perak ne rafe ket ive ar mab pe ar verc’h, en pep tiegez, ar pez a c’hallfed hanvan levr ar familh ? Laket a vije ennan kement tra vras a c’hoarve war-dro an ti : an eureujou, ar badezianchou, ar paskou kentan, an darvoudou trist ha laouen, ar c’hlenvejou, gourc’hemennou divezan eun tad pe eur vamm war o zremenvan.
Eno an neb en dije eun tamm ijin a c’hallfe hen diskouez. Goude bezan dalc’het ar bluen epad ugent vla, ar mab o tiskregi a rofe anezi d’ar mab-bihan, hag a benn ma vije bet, an eil war-lerc’h egile, pemp pe c’houec’h skrivanier, al levr a vije teo ha presius.