r zant-man a oa ganet er Spagn, er bla 1542. Abred e teskas karet ar Werc’hez, ha dre zevosion eviti e wiskas, d’eur bla warn-ugent, saë menec’h Karmel Medina-del-Gampo.
Reolen goz an Urz, kalz strisoc’h evit an hini neve, a gouezas eun devez etre e zaouarn, ha gant ôtre e superiored, en em lakas da heuil anezi pen-da-ben.
Pa oe kaset da Salamank d’ober e studi da vont da veleg, e kreskas c’hoaz e binijennou : en em skourjezan rê kalet ; dougen a rê bepred eur chaden-houarn endro d’e ziouc’hroazel. Evel se e teue a benn eus e gorf hag eus e dechou fall. Da bemp bla warn-ugent e oe beleget ; pa oa gant e oferen gentan, Jezuz a lavaras d’ezan : « Kerz, labour evit ma gloar, ha me a roio d’it kement a c’houlenni diganin. »
Bezan oe unan eus an eneou kaeran ha santelan a dôlas o sklerijen neuze en Iliz an Otrou Doue. Dont a reas c’hoant d’ezan da vont en Urz ar Chartreuzed, mes war ali santez Thereza, e chômas da rei an dorn d’ezi da lakat menec’h Karmel da heuilh reolen goz o Urz, evel ma rê dija eleiz eus al leanezed.
Sevel a reas eur manati en Durvelo.
Ken bras oa e garante evit an Otrou Doue ma veze gwelet a-wechou eur gurunen lugernus endro d’e benn ; burzudus oa ive e garante evit ar beorien, ar glanvourien hag ar bec’herien ; leun oa a deneredigez evit e enebourien ; bepred e rente d’eze ar vad evit an droug.
Miret a rê ar baourente ; en e beniti ne oa nemet eun dôlen baper, eur groaz grêt gant brouan hag eur gwele dister.
Izel oa a galon ha prest bepred da zizfiout anezan e-unan.
Eun devez, Jezuz a c’houlennas digantan peseurt rekompans en dije evit bezan gouzanvet ha labouret evitan evel m’en devoa grêt. Yan ar Groaz a respontas d’Hon Zalver : « Gouzanv c’hoaz, Otrou, ha kaout dismegans abalamour d’ec’h. »
Bezan en devoe e c’houlenn, rak tamallet a oe en gaou ; heskinet a oe en pep doare ; torret a oe eus e garg ; pell amzer e chômas hep tanva an disteran plijadur en servij Doue, hag an drouk-spered hen tente hep paouez. Kaout a rê d’ezan gwelet an ifern digor d’e lonkan. Yan ar Groaz ne fallgalonas ket ; derc’hel a reas mat d’e bedennou ha d’e binijennou, hag erfin, ar peuc’h a deuas en e ene, hag e vreudeur a anavezas e zantelez.
Goude bezan gwellaet kalz Urz Karmel, Yan ar Groaz a varvas, ar mousc’hoarz war e vuzellou, ar 11 a viz kerdu 1591, oajet a nao bla ha daou-ugent.
Beneat XIII a lakas e hano war roll ar zent, ar 27 a viz kerdu 1726.
Daoust pegen bras eo ar gaou a ra ar pec’hed ouz korf an den, n’eo netra en kichen an hini a ra ouz e ene.
I. — An ene, dre ar vadeziant, a deu bue Doue ennan. Doue hen kar, n’eo ket evel ma kar eur skrivanier al levr en deus savet, mes evel ma kar eun tad ar mab a zo henvel outan. Eun den badezet hag a zo gwenn saë e vadeziant a zo, evel pa lavarfen, gwad Doue o redek en gwazied e ene ; ha pa bed, ha pa glemm, gwad Doue eo a bed hag a glemm ; hag abalamour da ze, Doue a glev dioustu ar pedennou hag ar c’hlemmou-ze.
II. — Gras Doue a ro d’imp eur gened dispar, ha pa deu da skedi en hon daoulagad ha war hon zâl, e renker lavaret e weler warnomp eul loden eus gened Doue e-unan. Gened ar zent a zo ken bras mac’h eo eun dudi gant an Otrou Doue sellet outi : « O ! quam pulchra est ; oh ! nag eo kaer, emezan, eneou an dud salvet ! » An dôlennerien vrudetan, pa renkent livan pennou ar zent war o lien, a lavare oa red bezan sant e-unan arôk bezan goest d’ober al labour-ze en eun doare dereat.
Dre ar pec’hed marvel, avat, an ene a goll e c’hras ; labeet a ve e c’hened ; dichadennet a ve e dechou fall ; n’eo mui nemet dizurz ha loustoni ; rukun a ra d’an Otrou Doue.
Doue, evel a lavar sant Augustin, eo mammen ar vue, fons vitœ, ha bezan eo d’an ene ar pez m’eo an ene d’ar c’horf ; evel ma ve maro ar c’horf, pa ne ve ket unanet gant an ene, evelse ive an ene a ve maro, pa ne ve ket unanet gant Doue.
Ar bec’herien a ya hag a deu : seblant o deus da gaout bue ; en gwirione int maro. O c’horfou ne zervijont ket c’hoaz da vagadurez d’ar prenved, mes o eneou a zo gouliet, mouget ha lazet ; daoulagad o c’horf n’int ket serret c’hoaz ouz sklerijen an de, mes daoulagad o ene a zo serret ouz sklerijen ar c’hras ; o zud ne gemeront ket c’hoaz o dilhad du d’ober kanvou d’eze, mes o êle mat a ouel, hep paouez, o welet ar stad reuzeudik m’int kouezet ennan ; o welet o deus kollet ar meritou o devoa gonezet dre o fedennou birvirdik, o c’hroaziou gouzanvet a galon vat, hag o oberou santel grêt abalamour da Zoue ; o welet o deus kollet o gwiriou war heritach ar baradoz. N’eo ket souezus eta gwelet ar zent o tec’hel diouz ar pec’hed ken piz ha ma reont.