◄ Itron-Varia-Drugare | Kleophas | Nil ► |
leophas a oa unan eus diskibien hon Zalver. D’abarde an de bras ma savas an Otrou eus ar be, e oa o vont war e droad da Emmaüs, eur gêriaden hag a zo diou leo hanter bennak diouz Jeruzalem. Eun diskib-all a oa gantan, hag e komzent etreze diwar-benn an treo glac’harus a oa c’hoarvezet en deiou tremenet.
Epad ma komzent evit en em sklerijennan an eil egile, setu Jezuz o tostât hag o vont gante. Mes o daoulagad n’hallent ket hen anaout. Hag e lavaras d’eze :
— Eus petra e komzet etrezoc’h, ha perak oc’h-hu trist ?
Kleophas a lavaras d’ezan :
— Ha bezan oc’h-hu ken divroad en Jeruzalem, ma n’eus den nemedoc’h ha n’anavezfe ket ar pez a zo tremenet eno en deiou-man ?
— Petra ? a lavaras hen d’eze.
— Diwar-benn Jezuz Nazareth, emeze, a zo bet eur profed galloudus en e oberou hag en e gomzou, dirak Doue hag ar bobl, ha setu penôs prinsed ar veleien hag hon pennou-bras o deus roët anezan d’ar Romaned evit bezan kondaonet d’ar maro, hag o deus e staget ouz ar groaz. Ni a oa en gortoz e vije Dasprener Israel, ha breman, goude kement-se holl, eman hirie an trede de abaoue m’eo tremenet an treo-ze. Koulskoude, darn eus ar merc’hed a oa ganimp o deus spontet ac’hanomp : êt int d’ar be arôk ar sklerijen, hag int deut, hep bezan kavet e gorf, da rei kelou o deus gwelet êle hag a lavar eo beo. Unan bennak ac’hanomp a zo êt ive d’ar be hag o deus kavet an treo e giz m’o devoa lavaret ar merc’hed, mes n’o deus ket e gavet e-unan.
— O tud diboell ! O kalonou divalo da gredi an holl dreo o deus lavaret ar brofeted ! Daoust ha ne dlee ket ar C’hrist gouzanv an holl dreo-ze, ha mont evelse en e c’hloar ?
Hag o kommans dre Voyzez, ha goude-ze dre an holl brofeted, e tisplege d’eze ar pez a oa lavaret diwar e benn ’barz an holl Skrituriou.
Tostât a rejont ouz ar gêriaden elec’h ma oant o vont, hag e reas sin da vont pelloc’h. Mes i a viras outan, en eur lavaret : « Chomet ganimp, rak an abarde a deu hag an heol a zo izel. »
Mont a reas d’o heul en ti. Epad ma oa gante ouz tol, e kemeras bara, e vinnigas, e rannas, hag e kinnigas anezan d’eze. Ha setu ma tigoras o daoulagad hag hen anavezjont : mes kerkent e kolljont ar wel anezan.
Neuze e lavarjont an eil d’egile : « Hon c’halon ha ne oa ket birvidik ennomp pa gomze ouzimp en hent, ha pa zisklerie d’imp ar Skrituriou ? »
Hag o vezan savet war an heur, e tistrojont da Jeruzalem hag e kavjont an unnek abostol bodet, hag ar re a oa gante, hag a lavare : « Evit gwir, savet eo an Otrou eus ar be, hag en em ziskouezet eo da Zimon. » Ar re-man a ziskuilhas neuze ar pez a oa c’hoarvezet gante en hent, ha penôs o devoa e anavezet pa dorre ar bara.
Kleophas, eun nebeut blaveziou goude, a oe lazet, war a leverer, gant ar Judevien, dre gasoni ouz Jezuz-Krist, ’barz an ti m’en devoa koaniet gantan.
Tôlet evez, pa ve Jezuz o vont e-biou d’ec’h, rak ma ne ret van ebet ouz hen gwelet o tremen, n’eo ket lavaret e tizrofe ken !
Time Jesum prœtereuntem et non redeuntem.