◄ Kleophas | Nil | Kom ha Damian ► |
il, eur Gresian, a deuas er bed en Rosana, er C’halabr, er bla 910. Abred e teuas da vezan eun den desket war skianchou ar bed ha war skianchou Doue.
Da dregont vla, pa gollas e bried, en em dennas en eur manati, hag a-benn eun nebeut blaveziou goude, e vistri a roas d’ezan ôtre da vont da chom en e lochen e-unan, en kichen chapel Sant-Mikêl. Dont a reas hepdale da vezan brudet abalamour d’e zantelez, ha dont a read a ziwar-dro da c’houlenn aliou digantan. Eur wech, eun toullad ôtrone a deuas d’e gaout, evit gwelet ha bras oa e ouiziegez, kentoc’h eget evit deski gantan hent ar zantelez. Nil ne oe ket nec’het gante. Goude bezan o saludet ha grêt eur beden, e kinnigas d’ar c’hentan aneze eul levrig gant pennadou-skrid ennan diwar-benn niver bihan an dud salvet. Evel ma kave an ôtrone re c’haro ar skridou-ze, ar zant a ziskouezas d’eze e oa e levr herve skridou an Avielerien, re sant Pôl ha re Dadou an Iliz : « C’houi gav garo ar pennadou-skrid-ze, emezan, abalamour ma ne vevet ket hoc’h-unan evel m’eo dleet, ha n’em eus ket aon evit lavaret d’ec’h, ma ne vezet ket santeloc’h en amzer da zont evit n’oc’h bet betek-hen, arabad d’ec’h bezan en gortoz da vezan digemeret en rouantelez an nenv. »
Ar c’homzou-ze a strafuilhas an ôtrone, hag unan aneze a c’houlennas ouz ar manac’h pe zalvet pe daonet oa Salomon.
« Petra ra ze d’ec’h, eme Nil, pe daonet pe zalvet eo Salomon ? Ar pez ho peus ezom da c’houzout eo e vezo daonet kement hini a chomo da vreinan en e loustoni. — Gouzout a rê ervat oa hudur kalon an hini a gomze outan. — Gwell eo ganin gouzout pe c’houi a vezo daonet pe salvet ; evit ar pez a zell Salomon, ar Skritur-Zakr, hag a gomz eus pinijen Manasse, ne lavar ket en defe hen grêt pinijen. »
Othon III, impalaer an Alamagn, goude bezan bet o pardonan en mene Gargam, a yeas ive da welet Nil hag e ziskibien. Kaout a reas aneze o vevan en lochennou digor da beb avel, ha goude e lavare : « An dud-ze a zo o bro en nenv ; n’o deus nemet teltennou d’o gwaskedi, ha n’emaent war an douar-man nemet evel tremenidi. »
Ar zant a gasas an impalaer d’e di-bidi, elec’h ma rejont o-daou eur beden, ha goude e tiskouezas d’ezan e beniti. Othon a ginnigas d’ezan eur plas da zevel eur manati kaer, hag a brometas stagan leve outan :
— Mar deo ma breudeur gwir venec’h, eme Nil, Hon Zalver ne zilezo ket aneze, pa ne vezin ken war an douar-man.
— Goulennet diganin, eme an impalaer, ar pez a gerfet, hag e vezin laouen ouz hen rei d’ec’h, rak ho kemer a ran evit va mab.
Ar manac’h a lakas neuze e zorn war galon Othon hag a lavaras d’ezan :
— Otrou, ne c’houlennan nemet eun dra : ma sonjfet en silvidigez hoc’h ene. Daoust d’ec’h da vezan impalaer, e teuio koulskoude eun devez hag e varvfet, hag e vefet barnet evel an dud-all.
Nil a oe kinniget kador eskob Rosana d’ezan, mes ne oa ket jalet d’he c’hemer.
Pa deuas an Turked da zilojan anezan diwar e vene, ec’h eas da Zerperi, e-tal ar mor, elec’h ma chomas dek vla. Da fin an dekvet blavez, ec’h eas gant e ziskibien da Duskulum, peder pe bemp leo hepken diouz Rom, elec’h ma tiazezas manati brudet Grotta-Ferrata.
Mervel a reas er bla 1005, en e bempzekvet vla ha pevar-ugent.
Sant Nil hag e ziskibiem a rê ofisou an iliz en gregach, hag ar venec’h a vev breman c’hoaz en Grotta-Ferrata a dalc’h da heuilh ar c’hiz-ze.
Seul-vui ma klask an ene e blijadur e-touez ar grouadurien, ha seul nebeutoc’h a blijadur en deve gant Doue. En peb amzer e tlefemp sonjal er maro, p’eo gwir ec’h omp o tostât outan dalc’h-mat.
Sant Bernard.