Buhez ar Sent/1912/Mari Mancini

◄   Thomas Mari Mancini Merzerien Nikomedi   ►


Eil devez warn-ugent a viz Kerdu


Ar plac’h eürus Mari Mancini
Intanvez ha Leanez eus a Urz sant Dominik (***-1431)



Katel Mancini a oa ganet en Piz, en blaveziou divezan ar XIVet kantved, a dud a zoujanz Doue.

Evit senti ouz he zad, e timezas, hag e oe skouer ar priejou kristen. Daou vugel he devoe, mes an daou êlig-ze a nijas d’ar baradoz arôk m’he devoe ive ar rann-galon da goll he fried. Gouelan a reas d’ezan pell, hag er beden hepken e kavas louzou da barean he glac’har.

He zad a reas d’ezi dimezi eun eil gwech d’eun dijentil eus a Biz. Doue a vinnigas o eured, hag a roas d’eze pemp merc’h hag eur mab.

He c’harante evit ar beorien a oa dispar, ha den reuzeudik ebet ne skoas war he dor hep bezan selaouet. Plijadur a gave, dreist-oll, pa c’halle bezan war-dro ar glanvourien, o louzaoui o gouliou, hag o rannan etreze, gant aluzen ar c’horf, aluzen ar c’homzou mat. Lakat a rê al levenez da ziwan er c’halonou ar muian glac’haret.

Diou skeul a gas d’an nenv, eus ar bed, kristenien,
Unan an aluzen, hag an eil ar beden.

Daoust pegement a breder a renke kemer gant he ziegez, Katel a gave amzer d’en em unani alïes gant an Otrou Doue dre ar beden.

Mes Doue a felle d’ezan kreski he zantelez oc’h ober d’ezi bale dre hent ar groaz. Koll a reas, en berr amzer, he c’houec’h krouadur hag he fried.

Adalek neuze, ne glaskas en em harpan war netra ken nemet war Galon-Zakr hon Zalver Jezuz-Krist.

Ober a reas le da yun peder gwech er zun, da skourjezan bemde he c’horf, ha da gousket war eun dornad keuneud. C’hoantât a reas ive labourat gant he daouarn evit gonid he bara ha hini he feorien.

En amzer-ze, santez Katel a Zienn a deuas da Biz, d’he sklerijennan ha d’he c’hennerzi. War he ali, e wiskas saë ar binijen, en Urz sant Dominik, ha neuze e kemeras an hano a Vari. Bezan e oe skouer he holl c’hoarezed. Ne gave netra re diês d’ober ; da varo al leanez santel, Klara Gambacorti, e oe laket da superiorez gant an holl leanezed.

Adalek neuze en em droas muioc’h evit biskoaz gant ar beden hag ar binijen. An devosion a gare ar muian oa an devosion da eneou ar purgator. Mervel a reas etre divrec’h he c’hoarezed, er bla 1431.

Pi IX en deus roët ôtre da lavaret an ofis hag an oferen en he enor.

————


KENTEL


Levr ar re n’ouzont ket lenn


Mari Mancini ha Jann d’Arc a varvas er memes blavez. An istor ne verk ket e vije bet ar gentan eun doktorez, hag evit an eil, e lavar ne ouie ket lenn. An dra-ze n’eus ket miret oute o-diou da bignal uhel er baradoz.

An ijin, ar ouiziegez, ar c’halloud hag ar binvidigez, treo mat, koulskoude, dreze o-unan, ne dalvezont netra pa ne lakont ket o ferc’hen da gerzet en hent an nenv. Ar zantelez hepken a zo awalc’h anezi evit ober hon eürusted war an douar-man, hag hon c’has goude-ze da c’hloar ar bed-all. Hag evit bezan santel n’eo ket red bezan desket. Setu aman penôs e tiskoueze sant Visant Ferrier pegen gwir eo kement-se : « Gwechall e oa, emezan, eun itron ha ne ouie ket lenn, ha ne anaveze peden ebet nemet ar Bater, an Ave hag ar Gredo, ha koulskoude, pac’h ee d’an iliz, e kase ganti eul levr, hag e tigore anezan, evel pa vije ouz e lenn, hag e ouele dourek.

» Eun den mat a c’houlennas outi, eun de, petra lenne en he levr, hag a bedas anezi d’hen diskouez d’ezan. Hag e lavaras : « Me n’ouzon ket lenn ho levriou-c’houi, emezi, mes c’houi n’ouzoc’h ket lenn ma hini-me, kennebeut. »

Koulskoude, evel ma tiskoueze kaout c’hoant d’ober eur zell outan, e tispakas d’ezan he levr. Ne oa ennan nemet peder delien. Ar gentan, gwenn-kann ; an eil, ru-tân ; an trede, du-pod, hag ar bedervet, melen-aour : « Oh ! emezan, mes n’eus lizeren ebet en neb lec’h ! Ne welan netra ebet da lenn aze ! »

An itron a lavaras : « War an delien gentan, me lenn glanded Jezuz-Krist hag ar Werc’hez Vari ; pa lakan anezi en kichen fank ar pec’hed a labe ma ene, n’hallan ket miret ouz an daerou da zont em daoulagad.

» Gouelan ran ive, emezi, o sellet ouz an eil delien, rak he liou a ra d’in sonjal en Pasion an Otrou, hag er gwad en deus skuilhet evidomp. War an drede, e lennan tenvalijen euzus an ifern hag holl boaniou an dud daonet, ha war ar bevare, holl gloar hag holl dudi ar baradoz.

» Gwelet a ret, eme neuze sant Visant, ar Spered-Santel en devoa desket lenn d’ar wreg-ze ha ne ouie ket he lizerennou. Arabad da zen ebet eta lavaret ne oar ket lenn, rak lenn evelse a ouezo bepred, ha kement hag a renker eo. »

Gouiziegez n’eo netra
Pa ya eneb Doue :
Deskomp holl, dreist pep tra,
Sovetât hon ene.