Buhez ar Sent/1912/Merzerien Nikomedi

◄   Mari Mancini Merzerien Nikomedi Tarsila   ►


Trede devez warn-ugent a viz Kerdu


Merzerien Nikomedi
303



An impalaer Dioklesian, laket pennadou ennan gant e vab-kaer Galer, a zisklerias an dekvet brezel bras d’ar gristenien, dre eur gemennadurez embannet en Nikomedi, ar 24 a viz c’houevrer 303. Unan a zaou a renked ober : kinnig ezans d’an doueou pe mervel.

Bihan e oe niver ar re a droas kein da Jezuz-Krist, en Nikomedi, en deveziou-ze. N’eus hano en istor nemet eus a ziou hag o dije nac’het o fe, hag a oe an diou impalaerez. Eleiz a gristenien-all a oa el lez, hag an evoa an impalaer pep fizianz enne, hag a gare evel e vugale ; ar re-man a gavas gwell gouzanv ar maro, kentoc’h evit mont d’ober dismegans da Zoue o badeziant.

Euzeb en deus skrivet d’imp merzerenti Per, den a gambr an impalaer. Evel ne felle ket d’ezan kinnig ezans, e oe staget war eur marc’h koad ha dispennet e gorf a dôliou skourje. Eur wech ma oe dizoloet an eskern, e oe laket holen ha gwinegr war ar gouliou. Goude e oe astennet ’us d’an tan, evit peurdevi ar pez a gig a chome c’hoaz ouz e eskern. En doare-ze e varvas, diflach en e fe evel eur garreg en kreiz tarziou ar mor en kounnar. Dorothe, Gorgonius, hag eleiz a zervijerien-all eus ar palez, goude bezan bet skourjezet pell amzer, a oe mouget. An impalaer e-unan a chomas war al lec’h epad o merzerenti. Goude bezan roët ôtre d’o sebelian, e teuas keun d’ezan, ha gant aon na deujed da bedi en harz o relegou, e roas urz d’o zennan eus ar be ha d’o stlepel er mor : « Petra ra ze ? eme Laktans. Daoust hag ar re a chouzanv ar maro evit o Doue a zo nec’het gant o relegou ? Ma fell d’eze mervel, eo abalamour mont da lez an Otrou. »

Epad ma oa evelse Dioklesian o lakat tud e di d’ar maro, kêr a-bez a oa ive er strafuilh hag er spont. Barnerien a oa en templou brasan, ha kement hini a vije difizianz anezan, e veze gourc’hemennet d’eze kinnig ezans, ha pa ne felle ket d’eze hen ober, e vezent kondaonet d’ar maro. N’eo ket hepken ar bôtred, ar merc’hed ive, hag ar vugale zoken, a veze heskinet. Da gentan, e oe kroget en dud a iliz. An eskob Anthim hag e veleien a oe barnet prim ha prim ha lazet en doareou dishenvel ; gante e varvas ive o c’herent ; a-wechou e vezent laket en eur vag ha stlapet er mor gant eur men ouz o goug ; a-wechou-all e veze grêt eun tântad endro d’eze d’o devi a vagad.

Epad an amzer-ze, ar prizoniou a oa deut da vezan leun-chouk. Goude ar veleien hag o c’herent, e teuas tro an dud fidel-all, ha tourmanchou iskis a oe kavet evit o lakat d’ar maro.

Ar verzerenti a skuilhas war o zâl al levenez a bado da viken, ha kentoc’h e skuizas an impalaer o skei eget ar gristenien o c’houzanv.

————


KENTEL


Hon Merzerenti


I. — Holl e tleomp bezan merzerien.

Na pegen kaer n’eo ket nerz-kalon merzerien Nikomedi. Diskenn a reont eus ar c’hargou uhelan hag ober a reont ar zakrifis eus o bue, kentoc’h eget nac’h o fe. Na pebez merzerenti glorius !

Arabad d’imp ankouât hon deus holl eur verzerenti da c’houzanv. Jezuz en deus lavaret eo dre nerz e c’honezer rouantelez an nenv [1], ha sant Pôl a lavare : « An neb a stourm a vezo kurunet [2] ». Hent ar groaz eo hent ar gloar : « Red eo treuzi eur mor a drubuilhou arôk digouezout en porz ar baradoz. [3] »

II. — Hon merzerenti n’eo ket ken kalet ha hini ar verzerien, mes hirroch e pad.

Ar verzerien, evel re Nikomedi, o deus renket gouzanv poaniou skrijus evit gonid o c’hurunen, mes an dra-ze n’eo ket bet padet nemet eun nebeut heuriou. Hon merzerenti-ni a dle padout epad hon bue, rak stourm a renkomp ouzomp hon unan, ouz hon techou fall, ouz an drouk-spered, ouz ar bed ; en em gastizan, gouzanv gant pasianted, plegan da volonte an Otrou Doue. Bue ar c’hristen, pen-da-ben, n’eo nemet eur verzerenti.

Daoust hag eur verzerenti eo hon bue ?

III. — Ken bras e vezo hon gloar.

Merzerien Nikomedi a zo enoret war an ôteriou ; an dra-ze a zo kalz ; mes ar gwir enor a gavont, nan war an douar-man, mes en nenv. Eno eo en deus sant Yan [4] gwelet an holl zent, gwisket gant saëou skedus, bodou palmez en o daouarn, endro da drôn Doue, o kanan meuleudiou an Otrou, hag o welet Jezuz-Krist tâl-ouz-tâl. Setu aze petra ’ zo ouz hon gortoz. Gouzanvomp eta hon merzerenti a galon vat. Diwar ar groaz e pigner er sklerijen.

Per crucem ad lucem.

  1. Sant Vaze, XIet pennad 12et koublad.
  2. Sant Pôl, II da Dim. II, 5.
  3. Oberou an Ebestel XVI. 2l.
  4. Apokalyps VI, 9.