Buhez ar Sent/1912/Mathias

◄   Per Damian Mathias Robert Arbrissel   ►


Pevare devez warn-ugent a viz C’houevrer


SANT MATHIAS
Abostol



D’ar Yaou-Bask, daou-ugent devez goude ma oa savet skedus eus ar be, Hon Zalver Jezuz-Krist a bignas, diwar mene Olivez, en barr an nenv.

Kerkent ha ma kuzas er c’houmoul e zremm binniget, an Ebestel, herve oa digemennet d’eze, a ziskennas da Jeruzalem hag a ’n em zastumas er gambr-lid, da c’hortoz donedigez ar Spered-Glan. Bezan e oa Per ha Yan, Jakez hag Andre, Philip ha Thomas, Berthele ha Maze, Jakob, mab Kleophas, Simeon ha Judas, mab Jakob. Mari, Mamm Jezuz, a oa gante ; an diskibien a oa ive ; eur c’houec’h-ugent bennak a c’hallent bezan, Per en o fenn. Hag an dra-ze oa an Iliz, a dlee bodan holl boblou an douar en anaoudegez hag en karante Jezuz-Krist.

Hogen, en deiou-ze, Per a zavas hag a gomzas evel-hen : « Gwazed, ma breudeur, emezan, komzou ar Spered-Santel, kouezet eus genou ar roue David, a dle dont da wir diwar-benn Judas, rener ar re a grogas en Jezuz.

» Judas a oa bet dibabet, evel pep-hini ac’hanomp, ha breman eo perc’hen ar park an eus prenet dre e dôl fall. En em grouget eo ennan ; e gorf a freuzas dre an hanter hag e vouzellou a gouezas d’an douar.

» Kement-se zo anavezet mat gant tud Jeruzalem, o deus roët d’ar park m’eo sebeliet ennan an-hano a Hacel-dama, da lavaret eo, Park ar Gwad.

» Skrivet eo en levr ar Psalmou : " Ra chomo goullo e di, ha ra vezo roët e garg a eskob d’eun all. "

» Red eo klask unan eus ar wazed-ze o deus heuilhet ac’hanomp, epad an holl amzer m’eo bet Jezuz o prezek er vro, adalek badeziant Yan, betek an de ma pignas en nenv, hag a vezo test ganimp eo zavet eus a varo da veo. »

Kinniget e oe daou, Joseph Barsabas, lezhanvet ar Just, ha Mathias. Hag en eur beden, e lavarjont: « Otrou, c’houi hag a anave kalon pep-hini, diskouezet piou eus an daou-man ho peus dibabet da vont er plas chomet goullo, dre fallagriez Judas. »

Tennet e oe etreze, hag ar sort a gouezas war Mathias, a oe, en doare-ze, laket etouez an unnek abostol-all.

Da ze ar Pantekost, ar Spered-Santel a gargas Mathias eus e sklerijen hag eus e nerz, mes diês eo gouzout en petore bro ec’h eas an abostol neve d’embann ar C’hêlou mat.

Ar pez a ouveer hepken, hep mar ebet, eo e skuilhas e wad, dre garante evit e vestr, goude bezan roët d’ezan, epad meur a vla, e holl amzer, e holl nerz hag e holl ene.

Baronius a lavar e oe, da gentan, hanter-flastret e gorf a doliou mein, e oe staget goude-ze ouz ar groaz hag erfin dibennet.

————


KENTEL


Red eo kenderc’hel da vevan en gras Doue


Kaout c’hoant da vont d’ar baradoz, n’eo netra ; an holl o deve ar c’hoant-se. En em lakat en penn an hent da vont d’ar baradoz, n’eo netra : an holl, de pe de, a ra eur gammed bennak. Kenderc’hel da vale war hent ar baradoz, eno eman an diêsan, ken bresk ha m’eo kalon an den, ha ken skanv ha m’eo e spered. Ha koulskoude eun dra red eo ; anez, n’eus silvidigez ebet.

« An neb a lak e zorn war lost an alar, eme Hon Zalver, hag a dro da zellet war e lerc’h, n’eo ket dîn da vont d’ar baradoz. »

Red eo derc’hel, ha penôs, nemet o tôl evez hag o pedi ?

I. — Red eo tôl evez war gement benveg an eus roët Doue d’imp, evit e anaout, e garet hag e zerviji, abalamour ma c’hallomp gant ar benviou-ze, ober awechou labour fall.

Red eo tôl evez war hon spered : arabad hen lezel da redek aman hag a-hont ; arabad hen lezel dibreder.

Red eo tôl evez war hon c’halon. Mat eo he c’haout war an dorn, gant ma vezo an dorn-all warni. Arabad d’ar grouadurien kemer enni gwech ebet ar plas a enor ; hennez zo da Zoue.

Didalve eo klask tôl evez war ar spered ha war ar galon, ma lezer gant au daoulagad frankiz da welet pep tra, gant an diskouarn, frankiz da glevet pep tra ; gant an teod, frankiz da lavaret pep tra ; gant an daouarn hag an treid, frankiz da vont en pep lec’h, da gemer pep tra ha d’ober pep tra.

Red eo tôl evez war ar vignoned fall a gaver war hent ar vue, « bleidi kri, eme Hon Zalver Jezuz-Krist, hag a deuio davedoc’h, gant eur c’hroc’hen danvad war o c’hein ».

Red eo tôl evez war an drouk-spered, tad ar gaou, ne glask nemet c’hoari troïou kamm d’an den, evit e jachan gantan d’an ifern.

II. — Tôl evez ’zo mat ; tôl evez ’zo red ; tôl evez n’eo ket trawalc’h ; red eo ive pedi. Heb ar beden pemdeziek, ne gendalc’her ket !

Ar beden a zo d’ar c’hristen ar pez m’eo e zioueskel d’al lapous. An dioueskel a zo, mar karet, eur bec’h d’al lapous, mes eur bec’h int hag a gar dougen, abalamour ma talvezont d’ezan da zevel dreist fank ha pri an douar, dreist drez ha spern ar mene, etrezek an heol a vale en oabl glas ha splann an nenv. Evel ma kar al lapous e ziouaskel, e tleomp karet ar beden ; hi ive a dalvezo d’hon ene da zevel ha da nijal dreist hudurnez hag ankeniou ar bed-man, betek trôn an Otrou Doue.