Buhez ar Sent/1912/Per Damian

◄   Kador sant Per, en Antioch Per Damian Mathias   ►


Trede devez warn-ugent a viz C’houevrer


Sant Per Damian
Eskob ha Doktor eus an Iliz (1007-1072)



Per a c’hanas en Ravenn, er bla 1007, hag a oa ar yaouankan eus a seiz. E vreur henan, dre ma kave d’ezan e oant re a vugale evit an nebeut a zanve o devoa o zud, a ’n em glemme alïes anezan d’e vamm. Houman a deuas da skuizan o klevet e c’hourdrouzou, hag a chomas hep magan he c’hrouadur. Eur vreg vat a gemeras true ouz ar bugel, a vevas anezan en hanv Doue, betek ma teuas e vamm da gaout muioc’h a galon.

Da bemp bla, e kollas e dud. E vreur henan hen c’hemeras neuze da bôtr-saout, hag a oe didrue en e genver.

Koulskoude, ene Perig, en kreiz ar mor a drubuilhou an evoa da dreuzi, a gaerae bemde muioc’h-mui. Eun devez ma oa o vont da gas e loened da beuri, naon-du d’ezan, e kavas eur pezig arc’hant war e hent hag e lavaras outan e-unan : « Gant an dra-man, da vihanan, am bezo bara ! » Mes kerkent e chenchas zonj : « Ar blijadur verr-ze ne dalvezo ket d’in nemeur ! emezan. » Hag hen ha rei e bez en gwerz-oferen evit e dad, d’ar c’hentan beleg a zigouezas gantan.

Doue ne zaleas ket da zellet a drue ouz ar paour kez emzivad. Bezan an evoa eur breur beleg, e hano Damian, a gare kalz, evel ma oa karet kalz gantan. Pa anavezas Damian pegen reuzeudik oa stad e vreur bihan, e kasas anezan gantan da zevel. Ar c’hrouadur, dre anaoudegez vat, a fellas d’ezan e vije hanvet Per Damian hiviziken, elec’h Per hepken. Damian, o welet an evoa spered, a reas d’ezan ober e studi en Faenza hag en Parm, ha dont a reas da vezan, en berr-amzer, enor skoliou-meur ar c’hêriou-ze, ha karget e-unan d’ober skol enne.

Daoust pegen helavar, pegen pinvidik, ha pegen brudet oa deut da vezan, an den yaouank n’en em gollas ket gant e lorc’h. Lavaret a rê alïes : « Perak en em stagan ouz treo a deûz hag a dremen ? »

Evit lakat e gorf da blegan d’e spered, e oa aketus da bedi ha da zougen eur gouriz reun dindan e zilhad war lein, ha pa wele, daoust da ze, tân an techou fall o vont da gregi ennan, en em strinke en kreiz an noz, en dour yen ar stêr, da vougan anezan.

Mat oa d’ar beorien, hag e-unan e kare o gwelet o tibri ouz e dôl. Karet a re mont da bardonan d’al lec’hiou santel.

A greiz ma oa en e vleun o vevan er bed, a vouzc’hoarze outan, e falvezas gantan kimiadi dioutan, evit gallout diazezan da vat ha kreski muioc’h-mui ar zantelez en e ene.

Gwiskan a reas sae ar venec’h, en Fontavellan. Dont a reas da vezan skouer an holl, ha da varo an abad, e oe laket en e blas.

Ac’hane, e roë an dorn da eskibien Rom da sturian bagig sant Per war eur mor a oa houlennus meurbed en amzer-ze. Ar pab Stephan IX a hanvas anezan da gardinal ha da eskob en Osti (1057).

Hep damant ebet d’e yec’hed na d’e vadou, e kemeras eleiz a breder gant e eskopti. Bezan oe ar pastor mat, ne dec’h ket, pa wel ar blei o sailhat war an denved. Skei a reas, didrue, kement hini a glaske hadan ar gaou en sperejou e vugale.

Ar pab Nikolas II hen c’hasas, evel e gannad, da Vilan. Eno, eleiz a oa en em c’hrêt beleien, dre laer, hag a rê droug bras d’ar relijion. Per a deuas, dre gaer, a benn da c’honid Milaniz, ha terri a reas eus o c’harg an dud a Iliz ne gave na gouiziek na santel awalc’h.

Divezatoc’h, ar pab Alexandr II hen c’hasas d’ar Frans da zibunan kudennou-all dem-henvel ouz hounnez, ha nebeut goude, daved Herri IV, roue an Alamagn, eur penn avelet a zen, a felle d’ean ’n em zispartian diouz e bried, hag i c’hoaz nevezik dimezet.

Divezan ma oe kannad, a oe en Ravenn, etouez e genvroïz, a harpe o arc’heskob eskummunuget. Per Damian a reas d’eze dont enne o-unan, ha kompezan a reas pep tra.

Pa oa o tizrei ac’hane, eun derzien vras a grogas ennan en Faenza. D’an navet devez, e kommunias dindan doareou ar bara hag ar gwin : « Hen gwelet a rejomp neuze, eme unan eus e vignoned, o veuzi e spered en Doue ; e ene a dorras souden an ereou he stage ouz e gorf, ha paouez a reas da vevan war an douar. »

E dremenvan a zigouezas d’an 23 a viz c’houevrer 1072. Tri-ugent levrig bennak savet gantan zo deut betek d’imp, hag abalamour da ze, Leon XIII an eus e lezhanvet Doktor eus an Iliz.

————


KENTEL


Ar vinored


Ar maro a zo bouzar ha dall ; ne glev na ne wel. Diframman ra ar pried digant ar pried, ar mab digant an tad, ar verc’h digant ar vamm. An truezusan eo pa sko an tad hag ar vamm, ha pa chom war o lerc’h bugale yaouauk-flamm.

Kement-se a zigoue beb an amzer, evit rei tro d’ar garante gristen d’en em ziskouez.

Sevel e vugale e-unan, pebez karg vras ! Sevel bugale ar re-all, pebez aluzen gaer !

Ar Skritur-Zakr, er psalm 40, a lavar :

« Eürus an neb a gemer preder gant an emzivad hag ar paour ; pa deuio de an drubuilh, Doue a zelivro anezan ; »

» Ra deuio an Otrou d’hen miret, ha ra deurvezo rei d’ezan hirr vue, hag e lakat eürus war an douar, heb e lezel da gouezan etre daouarn e enebourien ;

» Ra deuio an Otrou da skanvât e boaniou, pa vezo klanv war e wele. Hen grêt ho peus, oc’h ôzan dindannan, evit ma vije gwakoc’h d’ezan goude-ze. »

Ar c’homzou-ze a ziskoue ne c’hortozo ket Doue er bed-all, evit digoll ac’hanomp eus ar vad a c’hellfemp bezan grêt da vinored, hag e lakao e vennoziou da gouezan seul-puilhoc’h warnomp ha war hon ziegez, ma ouvefomp gwelloc’h lakat e zanve da dalvezout.

Ma teu Doue da rei tu d’imp eta, greomp vad d’ar vugale emzivad ; roomp d’eze hon zi, roomp d’eze hon bara, roomp d’eze, dreist-oll, hon c’halon, ma n’o devo ket re holl a zienez d’ar pez o deus kollet.

Dre ar garante a ziskouezer en kenver an nesan, e tiskouezer ar garante en kenver Doue. Hag ahendall, digollet e vefomp betek evit ar bihanan banne dour a rofomp en han’ Doue !