Buhez ar Sent/1912/Perpetua ha Felisite

◄   Yan-Jozef ar Groaz Perpetua ha Felisite Thomas   ►


C’houec’hvet devez a viz Meurz


Santez Perpetua ha Santez Felisite
Merzerezed Karthaj (203)



Er bla 202, an impalaer Septim-Sever a gasas urz, dre ar vro, da glask ha da lakat d’ar maro kement kristen a vije kavet. War-lerc’h ar gourc’hemen-ze eo e c’hoarvezas en Karthaj merzerenti glorius ar c’hatekizer Saturus ha hini pemp-all bet kelennet gantan war relijion Jezuz-Krist : ar sklavour Revokatus hag e bried, ar sklavourez Felisite ; an daou zen yaouank, Saturninus ha Sekundulus, hag an itron yaouank a renk uhel, Vibia Perpetua.

Dal ma klevas tad Perpetua e oa e verc’h er prizon, e teuas d’he c’haout. Hen a oa c’hoaz azezet en tenvalijen ar gaou, hag e klaske ober d’ezi dizrei da zoueou koz e vro.

— Ma zad, eme Berpetua, gwelet a ret-hu ar pod-ze a zo aze war an douar ?

— Ya ! eme an tad, hen gwelet a ran.

— Ha goest hoc’h-hu da rei d’ezan eun hano-all, ouspen an hini a roan-me d’ezan ?

— Nan, emezan.

— Mat, eme ar wreg kalonek, me n’on ket evit lavaret e vefen netra, nemet ec’h on kristenez !

Koulskoude, hini ebet aneze c’hoaz, nemet Saturus, ne oa badezet. Kentan ma c’helljont kaout an tu, e lakjont eta an dour sakr da wennan o eneou, ha Perpetua, o tiskenn en dour ar zakramant, a c’houlennas hepken ouz ar Spered-Santel ar c’hras da gaout nerz awalc’h en he c’halon da c’houzanv, betek ar penn, ar poaniou a oa ouz he gortoz. Neve laket he devoa eur c’hrouadur er bed ; dont a reas da gaout ôtre d’e vagan ha d’e viret en he frizon.

Nebeut goude, ec’h eas dre gêr ar vrud e oad o vont da varn ar gristenien. D’ar c’helou-ze, tad Perpetua a deuas adarre, d’ar red, da gaout e verc’h : « Oh ! emezan, kemer true ouz ma bleo gwenn ! Kemer true ouz da dad ! Dalc’h sonj out bet savet ganin, hag abalamour d’ar preder am eus kemeret noz-de ganit, eo ec’h out ’n em gavet en bleun da yaouankiz. Na laka ket an dismegans da gouezan warnon. Dalc’h sonj eus da vreudeur, eus da vamm, eus da voereb, eus da vugel, a varvo hep-out. Hini ebet ac’hanomp ne gredo en em ziskouez ken, ma vez kondaonet. »

Perpetua ne blegas ket. Daoust pegen skrijus oa ar poaniou a oa ouz he gedal, daoust pegement e kare he zad, daoust pegement e kare he bugel bihan, e kavas gwelloc’h senti ouz mouez an Otrou Doue evit ouz mouez ar gwad.

Hogen, en deiou-ze, Hilarion, gouarner Karthaj, a reas digas ar gristenien dirak e lezvarn. O vezan mac’h anzavent Jezuz-Krist, e oent kondaonet da vont d’an emgann ouz al loened goue, da genver de ar bla ginivelez Jeta, mab an impalaer Septim-Sever.

Da c’hortoz, e oe grêt d’eze dizrei d’ar prizon. Sekundulus a varvas en deiou-ze, ha Felisite a oe ankeniet bras. Eur c’hrouadur a zouge, eiz miz a oa, ha dre ma tostae de ar verzerenti, e kroge aon enni n’hellje ket bezan laket d’ar maro gant ar re-all, rak al lezen a zifenne merzerian ar gwrage dougerezed. Ar gristenien-all a oa poaniet ive o lezel anezi war o lerc’h. Tri devez eta arôk an emgann, en em gavas gwasket, ha ’vel ma klemme, unan eus ar c’hedourien a lavare :

— Ma n’out ket goest breman da c’houzanv ar boan-ze, petra ri ’ta, en deiou a zeu, pa vezi tôlet d’al loened, nac’herez an doueou mac’h out ?

— Hirie, eme ar verzerez, e c’houzanvan ma unan ma foaniou ; mes neuze e vezo eun all ennon, a c’houzanvo evidon, abalamour ma c’houzanvin ma-unan evitan.

Felisite a lakas eur verc’h vihan er bed. Eur gristenez vat a ’n em ginnigas da zevel ar c’hrouadur.

An de bras a baras erfin. Ar verzerien a oa skedus o vale da dachen an emgann. C’hoant a oe da wiskan d’eze dilliad beleien ha belegezed an doueou.

« Nan, emeze, biken ! » Hag e pignjont war an dachen, sonn o fenn, dirak ar bobl bodet tro-war-dro.

Perpetua a gane. Revokatus, Saturninus ha Saturus, o tremen dirak kador ar gouarner Hilarion, a lavaras : « Barn a rez ac’hanomp, mes Doue az parno ! »

Ar bobl kounnaret a c’houlennas ma vijent skourjezet, hag al loened a oe distaget warneze. Revokatus ha Saturninus a oe dispennet gant eun ours, Saturus gant eul leopard. Perpetua ha Felisite a oe loskaet warneze eur vioc’h penn-follet.

Da gentan e oent diwisket ha laket en eur roued. Re iskis, koulskoude, e oe kavet ar gwel-ze, hag e oe roët d’eze o dilhad. Ar vioc’h a zailhas, da gentan, war Berpetua, a stlapas anezi en êr hag a loskas anezi da gouezan war lein he c’hein. En he lamm, he zaë a rogas hag he bleo a dispakas. Ar verzerez a ra prim eur c’hempenn d’he fenn ha d’he dilhad, hag o welet Felisite tôlet d’an douar gant an aneval kounnaret, ha brevet he c’horf, ec’h a d’he c’haout hag e ro d’ezi an dorn da zevel en he zav. Evit lakat plijadur ar bobl da badout pelloc’h, e oe grêt neuze d’ar verzerien en em denn a-goste, eur pennad. An ehan ne badas ket pell. Arôk mont war an dachen, evit ar wech divezan, ar pemp merzer a ’n em vriatas, hag ec’h ejont seder da ginnig o goug da zir ar c’hleze. Saturus a oe dibennet da gentan. Ar bourreo, o ’n em gavet gant Perpetua, a grene kement, ma oe red d’ar verzerez kalonek kregi en e zorn hag en e gleze.

Pi X a c’hourc’hemennas ober bep bla, d’ar 6 a viz meurz, gouel santez Perpetua ha santez Felisite, dre an Iliz a-bez.

————


KENTEL


C’houi vezo ma zestou !


Jezuz-Krist a zo bet war an douar-man, hag an eus klasket testou da anzav anezan ha da c’houzanv evitan.

I. — Testou Jezuz-Krist eo an dud o deus eur fe grenv, eur fe ha n’hell ket avel an ifern, kaer an eus c’houezan, dont a benn anezi ; eur fe hag a ya he gwriziou, a-dreuz ar spered, betek goueled ar galon.

Perpetua ha Felisite o devoa ar fe-ze : « Kristenez on, eme Berpetua, ha n’on ket evit dougen eun hano-all ! »

II. — Testou Jezuz-Krist eo an dud a zo distag a-grenn diouz an holl, diouz an dud ha diouz an treo, hag a loska kement o deus, kentoc’h evit kouezan er pec’hed marvel. Perpetua ha Felisite a droas kein da levenez ar vue ha d’o bugaligou neve c’hanet, kentoc’h evit trei kein da Jezuz-Krist, n’o devoa, koulskoude, anaoudegez-all ebet anezan nemet hini ar fe.

III. — Testou Jezuz-Krist eo an dud a gar anezan, muioc’h evit en em garont o-unan. Brasan merk a garante a c’haller rei d’unan bennak eo mervel evitan. Ar merk-ze, Perpetua ha Felisite o deus roët anezan da Jezuz-Krist, o vale d’ar maro, dre garante evitan, p’oa ken êz-all d’eze miret o bue, ha pa welent an ezom a oa aneze war an douar.

Evel ar verzerien, bezomp testou Jezuz-Krist war an douar-man ; krenv en hon fe, distag diouz an treo a dremen, stag ouz ar re a chom. Ma c’houzanvomp evit Jezuz-Krist, hen a vezo ennomp o c’houzanv ganimp.

Ma nac’homp Jezuz-Krist dirak an dud, Jezuz-Krist hon nac’ho dirak e Dad ; mac’h anzavomp Jezuz-Krist dirak an dud, Jezuz-Krist hon anzavo dirak e Dad.