Buhez ar Sent/1912/Philomena

◄   Yan-Mari Vianney Philomena Itron-Varia Hanter-Eost   ►


Pevarzekvet devez a viz Eost


SANTEZ PHILOMENA
Gwerc’hez ha merzerez (IVe kantved)



Philomena a oa eur verc’hig vihan a veve en Rom, hag a skuilhas he gwad evit ar fe, en bloaveziou kentan ar pevare kantved.

He relegou a oe sebeliet en katakomb Santez-Priskilla, var hent Salaria.

Pempzek kant vla goude, d’ar 24 a viz mae 1802, e oe dizoloët he be ; war an ter deolen a stanke anezan e oa moullet eun heor, tri bir, eur bod palmez hag eur bod lili, gant ar geriou-man : Filumena Pax tecum : Bez en peuc’h, Philomena. En mesk an eskern e oa eur podadig gwad, dizec’het gant an amzer.

Tri bla goude ar gavaden-ze, eur beleg eus Mugnano, an ôtrou Lucia, a deuas da Rom da c’houlenn relegou eur zantez bennak evit e iliz, hag an ôtrou Pouzetti, mirer ar relegou, a roas d’ezan korf santez Philomena.

En eur zont d’ar gêr gant e denzor, an ôtrou Lucia a lojas en Napl, en ti eun den eus e anaoudegez, Anton Torres e hano. E bried a oa dalc’het war he gwele, daouzek vla a oa, gant eur c’hlenved ha ne oa pareans ebet evitan. Arôk mac’h eas eus he zi ar relegou santel, e oa pare mat.

Pobl Mugnano a reas d’o zantez neve eun digemer eus ar re laouennan, hag a zougas he relegou war eun ôter savet a-benn-kaer evit o miret.

Eiz devez goude, da c’hourreou an oferen, eur youc’haden skiltrus a lakas an iliz da dregerni ; lôsket oa gant eur vamm a wele he c’hrouadur dek vla, n’en devoa ket gallet betek neuze chom war e dreid, o vont d’ar red etrezek ôter santez Philomena.

Ar mirakl-ze a reas d’an dud dont niverusoc’h c’hoaz d’ar gousperou ; en o zouez e oa eur wreg eus a Avella, eur verc’h vihan daou vla ganti, bet klanv gant ar wrec’h, ha chomet dall abaoue. Leun a fe, ar vamm gristen-ze a yeas da benn uhelan an iliz, betek ôter ar zantez, hag o vezan soubet he biz en eoul ar c’hleuzeur alum dirak ar relegou, e c’hlebias daoulagad he bugel ; kerkent ar verc’h vihan a zigoras he daoulagad da sklerijen an de.

Kement-se a zigouezas epad ma oa ar beleg er gador, hag evel m’en devoa an holl c’hoant da welet ar plac’hig pareet, ar prezeger a zavas anezi en e gichen, hag he diskouezas d’ar bobl a ouelas gant ar joa.

Ar miraklou-ze, ha re-all diniver a deuas d’o heul, a lakas hano Philomena da vezan brudet dre ar bed kristen, hag er bla 1857, war c’houlenn eskob Nol, eman Mugnano en e eskopti, Gregor XVI a roas ôtre d’ober he gouel dre an Itali a-bez.

Person Ars en devoa eun devosion dener da werc’hez Mugnano, a lezhanve e zantez vihan. Gallet en devoa kaout darn eus he relegou, ha savet en devoa en e iliz eun ôter en he enor ; fellout a rê d’ezan lakat an dud da devel war e zantelez, en eur vrudan miraklou ar verzerez yaouank.

————


BOKED


An hini ne gar ket ar groaz, a deuio a benn marteze d’en em zovetât, mes poan en devo ; bezan vezo eur steredennig en oabl an nenv ; an hini en devo gouzanvet ha stourmet evit an Otrou Doue, a lugerno evel eun heol kaer.

Person Ars.