an-Vadezour-Mari Vianney a deuas er bed d’an 8 a viz eost 1786, en parouz Dardilly, eskopti Lyon. E dad hag e vamm, tud a zoujanz Doue, a oa labourerïen douar. N’oa c’hoaz nemet eur c’hrouadurig, ha dija Doue a verke peseurt labour a raje divezatoc’h en kenver an eneou. Epad ma veze o tiwall e zenved, e tastume en-dro d’ezan ar vugale-all, e rê d’eze mont war o daoulin dirak skeuden ar Werc’hez hag e teske d’eze lavaret ar Rozera. — Deut da vezan brasoc’h, e heuilhas e dad d’ar park ; mes en eur drei ar bommou douar, e spered hag e galon a chôme unanet gant Doue. Evit gwelloc’h diazezan ar zonjou mat en e spered, e lake dirakan, epad e labour, eur skeudennig eus ar Werc’hez. Ar gwel anezi a rê d’ezan labourat gant muioc’h a aked, hag e vreur henan a glemme dre n’halle ket, en despet d’e nerz brasoc’h, ober muioc’h eget Yan-Vari. Lavaret a rê e veze ar Werc’hez o sikour anezan.
An dud yaouank, e vignoned, a zouje d’ezan ; ha koulskoude e c’hourdrouze aneze gant dousder, pa zigoueze gantan klevet eur ger goloet bennak o tont eus o genou.
E garante evit ar beorien a oa dispar. Kement a gave war e hent o c’houlenn aluzen a zigase da di e dad hag e rê rei d’eze da zibri hag ober tân d’o zomman. Ma o c’have dizesk war ar c’hatekiz pe war o fedennou, n’o leze da vont kuit nemet goude m’o deveze desket, da nebeutan, ar Gredo.
Glanded e galon a bare war e zremm ; e zevosion d’ar Werc’hez a oa tomm-bero ; alïesan m’halle e tostae ouz an dôl zantel. An holl a lavare e vije beleg.
Kaset a oe eta da Ekully evit kemer kenteliou latin. Siouaz ! E spered a chôme prennet ; mil boan en devoa o teski. Ne gollas ket kalon evit-se. En em lakat a reas da bedi, da yun ; mont a reas da bardonan da ve Sant-Yan-Fransez Rejis, evit goulenn ar c’hras da c’hallout deski gwelloc’h, ha Doue a selaouas mouez e bedennou. Digemer a gavas er c’hloerdi bras ha, war bouez labourat kalz, e c’hallas tizout ar velegiach.
Person Ekully, e gelenner kentan, hen goulennas da gure. Roët a oe d’ezan. Eun dudi oe gwelet neuze person ha kure o kerzet gant tiz war hent ar baradoz ; ne ouient ket, nag an eil nag egile, pegouls o dije grêt pinijen awalc’h.
Goude tri bla tremenet en Ekully, Yan-Vari a oe hanvet da berson en Ars, parouzik vihan neve staget ouz eskopti Belley. Eun êl eus an nenv eo a zigoueze ganti. Ne oa ket re abred. Ar barouz a oa en eur stad glac’harus. Ar gwirioneziou brasan eus ar fe ne oant mui, kouls lavaret, anavezet ; ar zakramanchou a oa dilezet ; ar zul a oa ankouaet. An iliz parouz, dre ne veze mui nemet nebeut darempredet, a oa hudur. Mes an dansou a yee endro hag an hostaleriou a veze leun bepred.
Dirak eun hevelep labour, ar zant ne gollas ket kalon. Mont a reas da welet e barousianiz, an eil goude egile, ha lavaret a rê d’eze komzou ken entanet a garante Doue m’o lake da skuilh daerou, hag hen a ouele da gentan. — E iliz ne zaleas ket da vezan kempennet ha netaet. A nebeudou, dre e zousder ha dre e gelennadurez, e lakas an dud d’he darempredi a neve. Dre ma teue an dud d’an iliz, e tilezent an hostaleriou hag an dansou. Digas a reas ar c’hiz, evit ar re yaouank da gommunian alïes ; sevel a reas breurieziou evit an holl rummou ; sevel a reas eun ti-repu evit ar merc’hedigou paour ha dilezet. Evit o bevan, n’en devoa nemet providans Doue ; biskoaz ne vankas netra d’eze. Kentoc’h eget mankout d’e zervijer, Doue a bourvee dre virakl. — Eun devez, ne oa en ti nemet eun dornad bleud, peadra d’ober eur gouign. Petra vije bet eur gouign etre 80 krouadur ? An ôtrou person a c’hourc’hemennas lakat en gô an nebeudig a oa. An de war-lerc’h, pa deuas ar mare d’hen mêrat, an toaz a greskas, a greskas kement ha kement ma ne oa ket a fin da deuler dour. En berr amzer, al laouer-doaz a oe leun-chouk. Dek torz vara a ugent lur a oe grêt evel kustum. Ar memes tra a c’hoarvezas evit an ed er c’hrignol, ar gwin er c’hao, evit an arc’hant. Pep tra en em gave d’e boent. « Moumounnet omp gant an Otrou Doue », a lavare ar zant en eur zevel e zaoulagad leun a anaoudegez vat warzu an neuv.
Kredi a rê ar person santel e oa dever ar pastor mat paëan evit pec’hejou an denved fiziet ennan. Rak-se, e kreske e bedennou hag e binnijennou ; -- ne roë nemet diou pe der heur bep noz d’ar c’housked, ha c’hoaz war beseurt gwele : ar plench noaz ! Alïes e chôme daou ha tri devez hep kemer tamm, ha pa deue re zempl, eun nebeut avalou-douar, poazet pell a vije, hag eur banne dour a oa trawalc’h evitan ; ma vije digaset d’ezan eur pred boued gwelloc’h, pe eur pez dilhad, pe eun tamm arc’hant, raktal e vezent kaset d’ar beorien. Ne ouie ket pegoulz en dije kastizet awalc’h e gorf paour ; eur chaden houarn hag eur gouriz reun a zalc’he endro d’ezan ; daoust da ze, en em skourjeze ken kalet ma strinke ar gwad dindan an tôliou.
Eur vertuz ken dispar ne oa ket evit plijout d’an drouk-spered. Klask a reas heman hen lakat da goll kalon, en eur lavaret war e gont pep seurt gevier. O welet ne c’honeze netra evelse, e klaskas hen spontan en eur drouzal endro d’e gampr, en eur strapal an dorojou, en eur stlejan anezan war leuren e gampr, en eur lakat an tân en e wele. Ar zant, eun tammig spontet da gentan, ne zaleas ket da anaout ardou an aerouant, ha ne reas mui van. Gwaperez e genvreudeur beleien ne rejont ket muioc’h. Eun devez ma oa oc’h ober eur mision en eur barouz demdost da Ars, e rejont fent gantan epad koan ; ne rênt anezan nemet an hunvreer. Ar zant en em gavas eürus da vezan dismeganset. En kement-se e lavaras d’ar gwaperien : « Na vezet ket souezet ma klevet trouz en noz-man. » Hogen, en nozvez-ze, ar presbital a oe evel laket war an tu gin : ar mogeriou a grene, an dorojou a strape, ar gwer a skrije, an ti a-bez a strake evel pa vije bet warnez kouezan en e boull. An holl a oe war zav en eun tôl ; hag e teuas da zonj d’eze eus ar pez en devoa lavaret ar person santel. Hag i d’e gampr :
— Savet buhan, emeze, an ti ’zo o vont d’an traou.
— Bezet dinec’h, a respontas heman eo eur vousc’hoarzin, gouzout a ran petra eo : an diaoul adarre o c’hoari e bôtr. Et da gousket heb aon.
An drouz a baouezas. Eun heur goude, eun tôl kloc’h hen galve d’an iliz ; eno, eur pec’her bras a oa ouz hen gedal. Ar zant a ouie, pell a oa, e teue an diaoul d’ober ar brasan freuz pa deue eur pec’her bras da drei kein d’ezan.
Ar pez en devoa grêt en e barouz, ar zant a c’hoantaas hen ober er parouziou tro-war-dro. Rak-se, er blaveziou kentan, ne refuzas biskoaz rei an dorn evit ober misionou enne. Epad ar misionou, ne chenche netra eus e zoare-bevan. Ne veze gwelet nemet er gador-govez pe er gador-zarmon ; mes kaer en devoa ober ha lakat an noz da astenn an de, n’halle ket kovez e holl dud. O c’houzout pegement a vad a rê ar misionou-ze, e lakas sevel fondasionou, evit harz ouz an dispignou, ouspen en kant parouz.
Ar vrud eus e zantelez ne chomas ket er vro vihan-ze. An ôtrou Vianney ne zaleas ket da vezan anavezet dre ar bed holl, hag ugent vla arôk e varo, n’halle ken mont er-mêz eus e barouz, kement a dud a deue en pelerinaj evit hen gwelet. A bep tu e c’hoantaed anaout ar beleg a lenne en goueled ar c’halonou an treo kuzetan, a anaveze an amzer da zont, a sklerijenne kement hini a c’houlenne kuzul digantan, en devoa, en lez-varn ar binijen, eun dorn ken flour evit parean gouliou an dud hag eur skiant ken dispar evit o reizan war an hent mat. Lavaret o deus ar visionerien a veve gantan, n’eus bet kammed nebeutoc’h eget kant mil den er bla ouz e welet, epad an ugent vla divezan eus e vue. Dont a read niverus eus ar Frans, eus holl rouanteleziou an Europ, ha zoken eus broiou pellan an Amerik. An dud-ze a c’hoantae holl tremen dre e gador-govez ; alïes n’hallent ket ; neuze e c’hortozent anezan war ar blasen, pe en kichen dor an iliz, evit klevet eur ger gantan, ha pa ne vije ken. Etre seitek ha triouec’h heur bemde, hep diskuiz ebet, e roë d’al labour-ze. Red oa bet d’ezan, pell a oa, kemer eur gompagnunez misionerien evit e zikour en e labour. Ar miraklou a bep seurt a ziwane dre ma tremene ; mes ken izel oa a galon ma felle gantan e vije laket an holl miraklou-ze war gont e zantez karet, Philomena.
Erfin, ar zoudard kalonek-man da Jezuz a gouezas war an dachen. Pell a oa, ne veve nemet dre virakl. D’ar 4 a viz eost 1859, epad ma lavare ar beleg ar c’homzou-man eus pedennou an angoni : « Ra zeuio Ele Doue d’hen diarben ha d’hen kas da balez santel an Otrou Doue », e tremenas, d’an oad a drizek vla ha tri-ugent tri miz.
Pi X hen lakas war roll an dud eürus, ha ne zaleo ket, hep mar ebet, d’hen lakat war hini ar zent.
Goude Doue, n’eus tra muioc’h red evit ar beleg ! Lezet eur barouz ugent vla hep beleg : dont a rei hag e vezo adoret enni al loened.
Person Ars.