◄   Monika Pi V Yan er gôter eoul bervet   ►


Pempvet devez a viz Mae


SANT PI V
Pab (1566-1572)



Mikêl Ghislieri a c’hanas en Bosko, demdost da gêr Milan, d’ar 17 a viz genver 1504. E dad hag e vamm a oa paour, mes sevel a rejont o c’hrouadur en doujanz Doue. Da bevarzek vla, ec’h eas en Urz sant Dominik ; da bevar bla warn-ugent e oe beleget ; arru mat oa en Rom, en amzer ar pab Pol IV, (1555-1559) a anaveze e c’halloud hag hen greas kardinal, d’ar 15 a viz meurz 1557.

En amzer Pi IV (1559-1565), ne oe ket kenkouls arru, abalamour ma oa unan eus ar re ne ouezont bale nemet dre an hent war eün.

D’ar 7 a viz genver 1566, e pignas war Gador sant Per hag e kemeras an hano a Bi V. En e amzer, e oe gwellaet kalz stad kêr Rom ; ar merc’hed fall a oe harluet ; laeronsiou ar Judevien enebet oute ; stourmajou al loened difennet, evel c’hoariou amzere evit ar gristenien.

Ar pab santel a zavas skoliou neve hag a roas aluzen d’an hospitaliou ; garo oa en kenver an douerien-Doue hag al labourerien da zul.

A drugare d’ezan, e oe peurc’hrêt hag embannet katekiz konsil Trant ; neveaet ha reizet ar brevier hag al levr-oferen.

Dre al lizer « Supra gregem Dominicum, » e c’hourc’hemennas d’an dud klanv kovez en unan eus an tri devez kentan ma choment war o gwele. [1]

En amzer-ze, e oa Elisabeth, trede krouadur Herri VIII, war drôn Bro-Zôz. Gwaskan rê ar gatoliked gwasan m’halle, ha miret a rê er prizon, eneb pep gwir, he c’hinitervez Mari Stuart [2], merc’h Jakez V, roue ar Skoz, hag intanvez Fransez II, roue Frans.

Pi V a roas e skoazel da ôtrone hanter-noz Bro-Zôz eneb o rouanez, mes ar re-man a oe trec’het, hag eiz kant aneze merzeriet en eun doare heugus. Al lizer Regnans in excelsis, embannet neuze (1570), a eskummunugas ar rouanez Elisabeth.

An Durked o devoa laket en o fenn dismantr an Itali. Pi V a zavas brezellourien, eus ar Spagn hag eus an Itali kouls lavaret holl, d’o diarbenn ; ha lamm a roas d’eze en mor Lepant, d’ar 7 a viz here 1571.

Ar viktor-ze a dorras galloud an Durked war vor, evel ma tlee viktor Vienn (1683), terri o galloud war douar. Doue a roas d’ezan anaoudegez anezi, d’ar mare ma oe gonezet, ha lakat a reas e drugarekat en Rom, meur a zevez arôk ma tigouezas gantan ar c’hannad a zigase ar c’helou mat.

Pi V en devoa nebeut a yec’hed, ha daoust da ze, e renas eur vue ken striz, evel pab, hag an hini a rene evel manac’h ; ne zebre ket a gig ouspen ter gwech ar zun. Bemde e lavare e chapeled, ha biskoaz ne vankas d’en em gaout er pedennou a veze grêt bep noz, a-unan, en e di.

Kouezan reas klanv en miz genver 1572. Daoust pegen bras oa e boaniou, ne glemmas ket an disteran. Lavaret a rê alïes d’an Otrou Doue : « Otrou, kresket ma foan, mes kresket ive ma fasianted. »

D’ar 4 a viz ebrel, de Gwener ar Groaz, e lakas digas eur groaz vras en e gambr hag e savas da vont da vriata anezi.

Ar c’helou eus e varo o vezan bet brudet en kêr, e c’hellas klevet, eus e wele, pobl Rom o ouelan d’ezan. Kement-se a deneraas kement e galon ma falvezas gantan bezan douget da Zul-Fask war c’horre iliz Sant-Per, da rei ac’hane e vennoz a bap, eur wech c’hoaz, d’e vugale diniver bodet war ar blasen.

Mervel a reas d’an de kentan a viz mae 1572, d’an oad a eiz vla ha tri-ugent. E gorf a oe sebeliet en iliz Santez-Mari, elec’h ma c’heller hen gwelet c’hoaz en e bez, en de a hirie.

E varo a oe eur c’hanv evit ar bed kristen. Klemant XI hen lakas war roll ar zent, d’an 22 a viz mae 1712.

Pi V eo an divezan pab a zo bet kanonizet.

————


KENTEL


An daou vanniel


An Iliz, abaoue m’eman war an douar, he deus renket stourm, hep paouez, da zifenn eneou ha korfou he bugale.

En iliz-veur Angers, zo eun dôlen vras hag a ziskouez Hon Zalver azezet, nan war eun trôn skedus, berniou êle ha sent o stoui dirakan, evel m’hen gwelfomp er baradoz, mes a c’haoliad war eur marc’h skanv, e vanniel en eun dorn hag e gleze en dorn-all ; kement-se a ziskouez e vefomp war an dachen a vrezel, keit ha ma vefomp war an douar.

Bale renkomp war-lerc’h banniel Jezuz-Krist pe war-lerc’h banniel Satan ; unan a zaou.

Jezuz-Krist eo an hent, ar wirione hag ar vue ; Satan eo an islonk, ar gaou hag ar maro.

Jezuz-Krist eo kaeran brezellour a dôlas troad biskoaz war au douar ; lorc’h a c’hell bezan ennomp o vont d’e heul, o selaou e urziou hag o senti oute.

Bet en deus hon hanoiou dal m’omp deut war an douar ; neuze n’hon devoa c’hoaz anaoudegez ebet hon unan ; breman, pac’h omp deut en oad, roomp d’ezan, n’eo ket hepken hon hano, mes en em roomp d’ezan korf hag ene, betek ar maro. O heuilh Satan, n’eus nemet koll ; banniel Jezuz a zoug bepred ar viktor en e blegiou.

  1. Ar gemennadurez-ze a zo bet neveaet gant Beneat XIII (1725) ha gant Pi IX (1869).
  2. Pa deuas Mari-Stuart en Frans, (1548) evit bezan pried Fransez II, e reas he diskenn en Rosgov, elec’h ma weler c’hoaz relegou chapel sant Ninian.