Buhez ar Sent/1912/Yan er gôter eoul bervet

◄   Pi V Yan er gôter eoul bervet Stanislas   ►


C’houec’hvet devez a viz Mae


SANT YAN
Er gôter eoul bervet (95)



Yan eo an hini a viras e ene bepred dinam ; etouez an Ebestel, eo ar yaouankan hag ar muian henvel ouz Jezuz. Ne oa ket en em staget ouz den ebet, zoken dre liammou ar briedelez ; kurunen e yaouankiz a oa war e dâl, pa reas Hon Zalver anaoudegez gantan, hag abalamour d’e yaouankiz hag abalamour d’e werc’hded, e oa ar muian-karet gant Mab Doue.

Er goan divezan, e harpas e benn war galon zakr hon Zalver Jezuz-Krist ; d’ar Zul-Fask, e redas gant Per d’ar be hag en em gavas da gentan. Gwelet a reas ar pez a welas Per, hag epad ma oa heman c’hoaz war var, e kredas oa savet an Otrou eus a varo da veo.

Nebeut deiou goude, e oa gant an Ebestel-all o pesketa, war lenn Jenezareth. Jezuz a oa war an torrôd hag an Ebestel ne ouient ket piou a welent. Yan hepken, an den yaouank gwerc’h, a anavezas raktal Jezuz, ar werc’hded en em c’hrêt den, hag a lavaras da Ber : « An Otrou eo ! »

Goude lein war an teven, Jezuz a hanvas adarre Per penn an lliz hag a roas da anaout d’ezan, dre gomzou goloët, doare e verzerenti. Prins an Ebestel a c’houlennas raktal ouz e vestr, en eur gomz diwar-benn e vignon : « Otrou, ha heman, petra c’hoarvezo gantan ? »

Jezuz a lavaras : « Ma fell d’in e chomfe evelse betek ma teuin, petra ra ze d’it ? Evidout, heul ac’hanon. »

Sevel a reas brud etouez ar breudeur, evel m’en em hanve ar gristenien gentan, ne dlee ket an diskib-ze mervel.

Jezuz n’en devoa ket lavaret da Ber : « Ne varvo ket » ; mes : « Ma fell d’in e chomfe evelse betek ma teuin, petra ra ze d’it ? »

En gwirione, sant Yan ne varvas ket dre ar verzerenti, evel sant Per, mes dre gozni.

En amzer Domisian, koulskoude, herve lavar Tertullian, e oe stlapet en eur gôteriad eoul bero, en kichen an nor latin, en Rom.

Kement-se, elec’h ober droug d’ezan, hen krenvaas hag hen yaouankaas. Goude eun hevelep burzud, e oe harluet en enezen Patmos, elec’h ma skrivas an Apokalyps, loden divezan ar Skritur-Zakr.

Yan a oe eun abostol, eun avieler hag eur profed ; abostol, dre ma skrivas d’an ilizou evel eur mestr ; avieler, dre ma skrivas levr an Aviel, ar pez ne reas abostol-all ebet nemet Maze hag hen ; profed, rak gwelet a reas, en enezen Patmos, an amzer da zont dizolo dirak e zaoulagad.

————


KENTEL


Eürus ar re c’hlan a galon, rak gwelet a refont Doue.


An dud glan, pe i a zo glan dre n’o deus ket pec’het biskoaz, pe i a zo glan dre m’o deus gwalc’het mat o fec’hejou, ar re-ze a zo al lemman daoulagad o eneou, hag a zigemer buhannan gwirioneziou ar fe. Kement-se zo es da gompren.

Gwirioneziou ar skiant-vat ne zellont nemet ouz ar spered ; ar skiant-vat a lavar eo an hent eün an hent berran da vont eus eul lec’h d’eun all, eo berroc’h eta mont eus Brest da Roazon, dre Zant-Brieg, eget n’eo mont dre Wened ; ar wirione-ze, n’eus poan ebet ouz he digemer ; ne ra na droug na vad d’ar galon, ne zell nemet ouz ar spered.

Evit gwirioneziou ar fe, n’eo ken memes tra ; ar re-man ne zellont ket hepken ouz ar spered, mes ive ouz ar galon ; abalamour da ze, e lavarer a-wechou n’eo ket ken skler gwirioneziou ar fe ha gwirioneziou ar skiant-vat.

Pa zeller piz, koulskoude, n’eus kemm ebel etreze.

Ar skiant-vat a lavar : « An hent eün eo an hent berran da vont eus eul lec’h d’eun all. » Ar fe a lavar : « Na ret ket d’ho nesan ar pez ne garfec’h ket a vefe grêt d’ac’h ho-unan. » . An diou wirione-ze, pa zeller piz, a zo ken skler ha ken skler an eil hag eben. Ha koulskoude, meur a hini, hag a gredo ar gentan, o devo poan o kredi an eil, abalamour m’eo red reizan ar vue war ar pez a greder, hag eno eo eman an dalc’h.

Jezuz-Krist a zo Doue. Kement-se zo skler hag anat da bep den. Meur a hini, koulskoude, n’hen kredont ket. Perak ? Nemet abalamour ne gavont ket en o c’halon nerz awalc’h da reizan o bue diouz e gomzou ?

Oh ! ma vije bet awalc’h, evit bezan kristen, kaout kaer bue ha kenteliou Jezuz Krist, e vije bet ken alïes a gristen hag a zen a deu da anaout Jezuz-Krist ; mes n’eo ket evelse eman an treo.

Jezuz-Krist a fell d’ezan e karfemp anezan, da gentan, eus hon holl nerz ; fellout a ra d’ezan e karfemp hon nesan, betek en em ankouât hon unan ; fellout a ra d’ezan e karfemp, zoken, hon enebourien, e pardonfemp aneze seitek gwech ha tri-ugent.

An dra-ze a fell d’ezan hag eleiz a dreo-all c’hoaz ; n’eo ket souez eta e vefe tud hag o defe diegi evit kredi eo Jezuz-Krist Doue ; o c’halonou zo stag ouz an douar ; an dud glan, ar re-ze n’o deus poan ebet evit kredi en Jezuz-Krist.

En nenv, an dud gwerc’h a heuilh an Oan dre mac’h a ; war an douar eo memes tra ; seul-vui eo glan an ene ha seul-vui eo techet d’en em stagan ouz Jezuz. An eneou sôtret, speget en o fank, n’o deus ket a nerz da zevel diouz an douar evit nijal warzu Doue.