◄ Kom ha Damian | Wenseslas | Mikêl arc’hêl ► |
enseslas, duk Bohem, mab da Wratislas, eur mit c’hristen mat, ha da Zrahomir, eur baganez touet, a oe savet gant Ludmilh, e vamm-goz, eur wreg eus ar zantelan.
E vamm, goude bezan bet ar grizder da vougan an dukez Ludmilh (927), a c’houarnas ar vro gant sikour he mab yaouankan Boleslas. Dispakan reas dioustu he c’hounnar ouz ar gristenien ; gourc’hemenn a reas diskar an ilizou, ha difenn a reas prezek ar fe ; kement lezen vat a oa bet, grêt, gant he zad-kaer Vorsiwog, kentan duk kristen a renas er Bohem, a oe tôlet d’an traou ; an dud en karg hag a heuilhe ar relijion gristen a oe diskaret, hag o flasou roët da baganed ; eleiz a gristenien a oe lazet dre gasoni ouz Jezuz-Krist.
Wenseslas a oa mantret o welet an darvoudou-ze o c’hoarvezout an eil goude egile, hag ar bobl, pa deuas da skuizan o welet Drahomir oc’h ober kemend-all a freuz, a reas d’ezi lezel ar gouarnamant etre daouarn he mab henan.
An duk yaouank a oe skouer ar brinsed kristen. Ne glaske nemet eun dra : lakat ar peuc’h, ar justis hag ar relijion da vleunian en e stadou ; ofiserien e lez a veze dibabet bepred e-touez ar gristenien wellan. Mat oa d’an emzivaded, d’an intanvezed, d’an dud ezomrnek ; kavet eo bet o vont en noz da gas, war e choug, sammou koad d’ar beorien. Mont a rê da welet ar brizonerien ; rei a rê d’eze e aliou hag e aluzennou ; pa gleve hano eus a dorfetourien kondaonet d’ar maro, e ouele war o stad, ha panevet gant aon d’ober gaou ouz e zujidi, en dije lezet gante ar vue.
Leun oa a zoujanz en kenver an eskibien hag ar veleien. Dastum a rê e-unan an ed hag ar rezin a yee d’ober ar bara hag ar gwin-oferen.
En noz e rê tro an ilizou diarc’hen ; er goanv e vije gwelet, gant ar gwad, roudou e dreid en erc’h hag er skorn.
Ele en devoa d’e viret. Eun devez, Ladislas, duk Kurim, a oa o vont da c’houren outan, en esper e lazan, pa welas daou êl drek e gein hag a youc’has warnezan : « Arabad skei ! » Kerkent Ladislas, strafuilhet holl, a ’n em dôlas da dreid Wenseslas da c’houlenn e bardon.
Eur wech-all, o vezan êt da Worms da welet an impalaer Othon, heman a welas daou êl o kerzet kenver-ouz-kenver gantan.
Mes kaer en devoa Wenseslas bezan mat, e veze e vamm bepred war e zeuliou ; en em glevet a reas gant he mab Boleslas evit lemel e vue digantan ; pedi rejont anezan da zont eun devez da leinan d’o zi, ha goude lein, pac’h eas an duk d’ober eun dro d’an iliz, e lazjont anezan ouz troad an ôter. Gwad ar merzer a strinkas ouz ar mogeriou elec’h m’hen gweler c’hoaz, en de a hirie. Maro sant Wenseslas a zigouezas d’an 28 a viz gwengolo
Ar zent a c’hall genel en kestel alaouret an dud pinvidik, evel en tier-soul ar beorien, mes holl o deus o c’hroaziou da zougen.
Bue Jezuz n’eo bet nemet eur verzerenti penn-da-benn ; penôs e c’hallje e ziskibien bezan en gortoz a blijadur er bed-man ?