C’houæc’hved pennad — II

R. Prud’homme, 1903  (p. 147-152)



II


Eur bale ’vit anaveout hent ar Groaz — *Goarek ha kouent an « Ecce Homo ». — Harao da Bilat !


E læc’h distrei d’ar gær ec’h eomp d’ober eur bale en kær ’vit gwelet dre belæc’h e tremenfomp emberr ’n eur ober hent ar groaz. Ar ru ’zo enk ha war disken ; a-wejo zoken e zo enni pazenno ledan. Goude bean græt eur gildroen pe diou, e tremen a-biou d’ar chapel savet war al læc’h e kavaz Jezuz ennan santez Veronikan hag e lezaz anei da dic’houezi e dal gant eul lien. D’ar C’hresianed-unanet eo ar chapel-ze, da laret eo d’ar C’hresianed katolik a zo leun a doujans eveldomp e-keñver an Tad santel ar Pab. O c’hreden a zo henvel-tre ouz hon hini ; o doare da bedi, avad, a zo dishenvel. Ar *yez gresian a impliont e læc’h al latin hag o ofiso a zo hirroc’h ha muioc’h *liduz evit hon re. Leon trizek, ar pab a zo breman o ren[1] , an euz græt kalz evit sikour anê en o faourante ha rei d’ê kalon da labourat evit ar gwir Iliz. O beleien a zo gwisked evel ar veleien c’hresian dizunanet, nemet o bonnet hir ha reut a zo rond, e læc’h kaout pevar gorn ; *peuz-henvel eo ouz hini an dud a lezen en hon bro.

Traouoc’h evit chapel Santez-Veronikan, e kavomp hini ar Zempladen. E keñver da homan e semplaz an Itron Varia pa gavaz he map Jezuz o kerzet gant e groaz ’trezek ar C’halvar. Euz ar paouran eo ha dindan an douar eman, o vean n’euz ket peadra da zevel eur chapel all a-uz d’ei, Dalc’het eo gant beleien an Armeniaded katolik, a zo nebeut anê en Jeruzalem hag a zo sikouret ive gant hon Tad santel ar Pab.

Ac’hane da benn an hent, da laret eo d’al læc’h ma oa palez Pilat, n’euz ket ouspenn pemp munuten kerzet ; mes n’eomp ket betek eno dioustu.

Setu a-uz d’an hent eur *oareg a zav euz an tu deo hag a zeblant rei skoazel d’ar voger uhel en em gav en tu kle. Da wir, treuzi ’ra ar voger ha delc’hel a ra da vont en tu all d’ei war disken. Ar oarek-ze a douge gwech-all eur pondale a dremened warnan ’vit mont euz ti-barn Pilat da gastel Antonia, e kec’h ma chome. Dindan, e oa porz Gabata. læc’h ma halle dont ar Judevien. Evit sevel di e oa eur *vinz varbr, enni eiz warnugent pazen, hag a zo bet kaset da Rom, ’læc’h m’eo miret gant *preder dindan an hano a Scala sancta. Hi he deuz talveet da skouer d’ar vinz zantel a zo bet savet en Santez Anna Wened.

Daoust petra a dalv d’ar vinz-ze tremen ’vit bean eun dra zantel ? — ’Toue sur, dre ar vinz-ze e pignaz Jezuz, de e varo, war-dro dek heur euz ar beure, evit sevel war ar pondale. Pilat ar barner a gerze ’n e gichen. Ar paour kæz Pilat ! Goud a ræ e oa didamall Jezuz ha klask a ræ an tu da dennan anean euz a dre daouarn ar Judevien a c’houlenne ar maro ’vitan. Roet en devoa d’ê da gemer unan a zaou, ’vit rei d’ean ar frankiz : pe Jezuz pe Varabaz, eur muntrer braz. Sonjal a ræ o dije kemeret Jezuz. Poan gollet ! Youc’hal a rejont : Barabaz ! Barabaz !

— « Ha Jezuz, ’ta, eme ar barner, petra refet-hu gantan ? »

— « Ma vo krusifiet ! krusifiet ! »

Goalc’het an nevoa Pilat e zaouarn dirake ’vit diskouel e vije arabad tamall d’ean goad dinoaz ’vel goad Jezuz : poan gollet. — « Ra goueo, eme int, e oad warnomp ha war hon bugale ! »

Lausket en nevoa gante neuze Barabaz hag, en gortoz da zont a-benn da derri o c’honnar, en nevoa græt d’e zoudarded rei taulio skourje da Jezuz.

Ouspenn o *c’hefridi a reaz ar re-man : goude bean gouliet e gorf da Jezuz, en em lakjont da oapaat anean. Stipan ’nean ’vel eur roue a rejont ; ’vit tron eur men euz eur c’hos pilher, ’vit kurunen blincho spern plesennet ha sanket en e benn, ’vit goalen-roue eur gorzen ; ha neuze e stoujont dirakan ’n eur laret : « Salud d’id, roue ar Judevien ! »

’Oant c’hoaz oc’h ober anei gantan pa deuaz Pilat da lemel ’nean euz a dre o daouarn ha da diskouel ’nean d’e enebourien. Kredi a ræ e vije koueet o c’honnar dirak eur c’horf ha na oa ken nemet eur gouli adalek ar penn betek an treid.

Setu perak e welomp breman Jezuz, stipet ’vel eur roue a fent, ha Pilat, e varner, o sevel a-gevred ar *vinz a gas d’ar pondale. Pac’h int en em gavet e kroec’h, e tro Pilat ’trezek ar bobl a oa bodet dindan, en porz Gabata, hag e lavar d’ê : « Ecce homo ! Setu aze ho ten. »

Poan gollet ! Ar bobl, ’læc’h kaout true ouz Jezuz, a respontaz : « Ar groaz evitan ! Ar groaz ! » — « Ma ! staget anean c’hwi hoc’h-unan. » — « D’ar maro, d’ar maro ! rag laret en euz ec’h eo Mab Doue. »

Ha Pilat neuze da zistrei gant Jezuz d’ar gambr-varn. Na oar ket kaer petra ober d’ean, pa lavar d’ean ar Guzulerien : « Ma roet d’ean e frankiz, n’oc’h ket a du gant Kesar, an impalaer : laret an euz Jezus ec’h eo Roue ar Judevien, ha neb a lar ec’h eo roue n’eo ket mignon da Gesar. »

Ar c’homzo-ze a diskar Pilat da vad. Aon gantan da vean flatret d’an impalaer ha da goll e blas, e voug mouez e goustianz hag e ro da Jezuz e varnedigez : « Mont a ri d’ar groaz ! » ha kerkent d’ar gard ! « Gra ober eur groaz evitan ! »

Gallout a ræ neuze bean unek heur.

C’hwel aze a betra ’digas d’imp sonj *goarek an Ecce homo hag ar c’hazern turk a zo pelloc’hik, ’læc’h e oa palez Pons-Pilat hag e gambr-varn en amzer hon Zalver. Mad e oa d’imp adlakat ze en hon spered na pa ne vije ’met ’vit bean kenteliet. ’Pez ’zo digoueet gant Pilat a disk d’imp bean tud d’hon *dlead, tud eün, koustout da goustout. Na oa ket ennan danve fall : na damalle netra da Jezuz ha c’hoant e zavetaat en nevoa ; mes eun den aonik e oa : aon an nevoa da goll e blas. ’Vit mirout mignoniez Kesar en deuz bet kondaonet eun den didamall. Ha setu ’nean deut da vean ’vit an holl eun torfetour, hag eun torfetour kazuz. Mar gwelomp unan bennag hag a zo lausk aoalc’h a galon evit mont eneb d’ar gwir hag eneb d’e goustianz war digare gonid eun dra-bennag, arc’hant pe vignoniez evitan e-unan, e tiskoueomp anean gant ar biz en eur laret « Pons-Pilat » !

’Vit kaout arc’hant ha grad vad Kesar, en deuz gwerzet Pilat Jezuz : Poan gollet ! a larin d’ean c’hoaz eur wech ; dirak Doue, a dra zur ; ha dirak ar bed zoken. Dont a reaz da vean diskuilhet, daoust da ze ; koll a reaz e garg ha red e oe d’ean ’n em divroian : en Bro-C’hall en em dennaz ha mervel a reaz en kær Vienn, war ster ar Rhon, e læc’h ’m euz tremenet gant ma lennerien etre Lyon ha Marseilh.

Mad ! setu me distro a spered d’am bro, goude m’on chomet a gorf ouz toull dor eul leandi a fell d’imp mont ennan. Ober a refomp plijadur ha rei a refomp kalon da leanezed an Itron Varia Sion, a zo o telc’hel anean.

Bean eo unan euz ar re gentan savet en Jeruzalem gant ar Fransizien. E zaver eo an Tad Mari Ratisbon, eur belek katolik a heuilhe, da gentan, kreden ar Judevien hag a zo bet distroet ouz ar wir greden en eun doare burzuduz. C’hoant d’ean da welet e vreudeur o tistrei eveltan, e savaz eun urz leanezed da *brederian gant ze, evit ’pez a zell ar merc’hed yuzev, hag e kasaz ar re gentan da Jeruzalem er blavez 1858. Nag a vugale emzivad o deuz savet aboue ha disket d’ê anaout ha serviji ’vel m’eo dleet an Autro Doue !

O zi ’n em gav war al læc’h a oa goloet gwech-all gant palez ar gouarner Roman ha gant al lojeiz a oa stag outan. En o chapel, a zo neve zavet, e weler eul loden euz ar *oarek hon deuz gwelet al loden-all anei a-uz d’an hent.

Pa disken an nen donoc’h dindan o zi, e kaver mein koz ha braz tennet euz al lithostrotos pe leur-vein. Darn anê ’zo bet græt gante eul leur neve ha daou anê a zo treuzet gant linenno a dalvee d’ar zoudarded Roman ’vit lakaat da vont ha da dont meinigo bihan : eun dra bennag evel an didu-amzer a reomp hirie anean « c’hoari ’r c’hare. »

Eur c’hare ’zo merket war unan euz ar vein hag eur *c’helc’h war egile.


————

  1. Maro eo ’boue an 21ed a viz gouelen 1903. Doue d’hen pardono ! Roet eo bet e garg d’an Tad santel Pi dek. Doue d’hen miro !