C’houæc’hved pennad — III

R. Prud’homme, 1903  (p. 152-155)



III


Be eur Vreizadez : Gabrielan ar Yeodet.


’Keit ec’h omp aman evel sebeliet dindan an douar ha dindan *goarek an Ecce homo, n’eman ket, a dra zur, ma lennerien en gortoz e komzfen d’ê euz o bro Breiz-Izel. Koulskoude n’hallan ket tremen hep hen ober.

Eun nor hepken hon deuz da zigeri ha setu ni dirag be Gabrielan ar Yeodet.

Breman ’zo ugent vla e oa brudet an hano-man en hon bro ha, dreist-holl, en bro Lannuon.

Bean eo hano eur plac’h zantel euz a Verlewene[1], a dremenaz eul loden vraz euz he bue o pelerinan hag a deuaz da vervel, ar bemped a viz gouelen 1881, en leandi an Itron Varia Sion pe an Ecce Homo, en Jeruzalem. Meur a wech e oa bet o welet an Itron Varia Wir Zikour, an Itron Varia Folgoat ha Santez Anna Wened. Bet e oa ive en Lourd, en Ars, en Paray-ar-Monial, en Fourvier-Lyon. Bete Rom e falveaz d’ei mont, ha gwelet a reaz ar Pab santel Pie IX, a roaz d’ei eur vedalen. « E Vreizadez vihan » a ræ anei.

Jeruzalem zoken a gave Gabrielan na oa ket re bell eviti ha, diou wech, e kavaz an tu da vont di. Paour e oa ; mes pedi a reaz kement an Autro Doue, ha kement a fianz he devoa en e vadelez, ma *tanzeaz d’ei, en eun doare burzuduz, ’pez he doa ezom evit heullh he *mennoz santel.

’Pez a reaz d’ei distrei an eil gwech da Jeruzalem eo ar c’hoant da vevan en eul læc’h kloz bennag euz ar Gær Zantel ha da vervel eno.

An tad Ratisbon, saver leandi Sion, a reaz kleuzan ’viti, eur *peniti war Vene ar Gwe Oliv en eul logel douar a oa d’ean, hag ar seiz a viz Mæ 1881, a vinnigaz anean dirag leanezed e leandi hag e verc’hedigo emzivad.

Eno e vevaz adaleg neuze hon c’henvroadez zantel o pedi Doue hag oc’h ober pinijen : ’vit gwele n’he devoa nemet eun arched. Gant ar maro e vije aliez he spered, dre ma wele dalc’h-mad diraki ar berejo a c’holo krab ar mene a du gant traouien Jozafat.

He lojen a oa ken hanval ouz eur be ma tostae d’ei ar bleidi-noz o sonjal kaout enni danve eur pred mad. Eun nozvez bennag, sklær al loar en bolz an nenvo, e kane, a greiz kalon, kantik ar baradoz « Jezuz pegen braz eo », pa daulaz ple d’eur blei a deue d’he c’hæ, daoulagad spontuz en e benn. — « Kæ kwit, blei bihan », a laraz d’ean goustadik ha dispont ; hag al loen gwe o tec’hel dioustu.

Da hanter even ec’h eaz Gabrielan d’ober eun dro bete Betleem. En eur distrei e koueaz klanv en leandi Sion-Jeruzalem ha goall-glanv. Eno e varvaz ’vel eur zantez ar bemped a viz gouelen, d’an noad a daou ’la ha daou-ugent, hag eno, herve he c’hoant, e oe douaret, en eur c’hao a zo dindan goarek an Ecce Homo.

Pan omp breman dirag he be, daoulinomp warnan ha greomp eur beden eviti. C’hoant am be kentoc’h da laret d’ac’h : « Pedomp anei ha goulennomp diganti ma koueo bennoz an Autro Doue war he c’henvroiz a Vreiz-Izel, ma vevfomp holl evelti en e zoujans ha mac’h efomp holl davetan ha daveti en Jeruzalem an Neñvo ! »


————

  1. Eur barrouz hag a zo ’kichen Lannuon.