C’houæc’hved pennad — VI

R. Prud’homme, 1903  (p. 168-171)



VI


Moger an daelo : goueladek ar Judevien.


Ar belerined ac’h a breman, ar peurvuian, eün da Voger an daelo. Rak ec’h omp er Gwener d’abarde, ha ’benn ar c’houlz-man eo krog ar Judevien da vont da ouelan ouz moger an daelo. War homan a larer e oa harpet, gwech-all, euz tu ar c’huz-heol, kompezen an Templ. Arc’hoaz eo ar zadorn, an de santel a ra ar Judevien anean ar Sabat. Mes ’dalek abarde an de ’rauk, ec’h eont da gæ ar voger da bedi, ha ’dalek neuze ive, e ve kemeret gante o dilhad kaer ha klozed ar bazaro, stalio hir a gemer a-wejo hed eur ru pe diou.

Ha bazar e-bed na zigoro arc’hoaz e-*trande. Goaz d’ar groage n’o deuz ket *danzeet ’rauk breman peadra da vagan o zud epad eun devez hanter.

Setu eur gentel roet d’imp gant hon enebourien : rak ar Judevien o deuz bet enebet a-viskoaz hag a enebo betek an deio divezan euz ar bed eneb ar gristenien. Da c’hortoz, e tleomp (ha kement-man ’zo eur vez evidomp) diski digante mirout penn da benn ha santelaat ar zul, de santel an Autro Doue.

Int endeün en em gemer abred, penegwir eo ’vit pedi, ec’h eont ar gwener d’abarde d’ar oueladek. Petra bennak kement peden a reont o zo hirvouduz. Na baouezont kammed d’en em glemm war o stad. N’o devoa nemet eun templ, hini Jeruzalem, ha, ’boue ar blavez 70, ec’h eo bet distrujet gant ar Romaned. N’euz ket zoken chomet dioutan eur men war eur men, ’vel m’hen doa laret Jezus en sunvez e basion. Goasoc’h o zo c’hoaz. ’Boue ar blavez 638 n’hall ken ar Judevien mont da gæ ar mene Moriah, ’læc’h ma oa gwech-all o zempl. Ar bla-ze e teuaz ar c’halif Omar, unan euz an dud a vrezel a laboure ’vit relijion Vahomed, d’ober e beden war veg ar mene sakr. Traoalc’h a oa ze ’vit santelaat ar roc’hel. Eun nebeud goude, e oe savet eno eur voskeen, ha difennet da neb na oa ket muzulmad lakat e droad war ar *gompezen ledan a oa endro d’ei. Hirie eo c’hoaz kont ’vel ma oa neuze, nemet e c’hell ar gristenien, gant rei eur bakchij d’ar garded, mont d’ober eur bale war ar gompezen. Ar Judevien, int, n’hallont mont eno ’vit priz e-bed. Arabad e oa d’ê zoken, n’euz ket c’hoaz ’keit-se, tostaat d’ar voger goz hag uhel, græt gant mein braz, ec’h eo harpet warni al leuren zakr. Breman, ’vel kent, o deuz *autre da vont ’kichen ar voger-ze da bedi, — ha da ouelan.

Emaint eno, ’vit an abarde, eun daou c’hant pautr bennag ; peder pe bemp plac’h hepken. Eun nebeudig anê a zo azeet. Ar re all a chom ’n o zav, o fenn troet kazi dalc’hmad ’trezeg ar voger. Mes na reont nemet finval ar penn-ze, ’vel pa vijent hep *ehan o vonjouri. Goud ouzont morvad dre envor ar pedenno a zeblantont lenn el lever a dalc’hont en o daouarn. Larout a reont o vouez uhel ’pez a gane ar profet Jeremi en e hirvoudo, ha ’pez a gane ar profet David er psalm 79 diwar-benn ar reuzio a dlee kouean war Jeruzalem ha war an Templ.

Deut eo da wir *diougano klemmuz ar brofeted : setu perak eo glac’haret pobl Israel. O diougano joaüz, avad, ar re ma embannent enne ar Messi, ar Zalver a dlee dont, ar re-ze n’int ket deut c’hoaz da wir ’vit darn euz ar Judevien : gortoz o reont o Messi, ha na deu ket.

Mes labour o defo da c’hortoz : rak deut eo o Messi tremen 1900 vla ’zo. O zud koz, ’vit-se, elæc’h hen anaveout hag hen digemer, a lakaz ’nean d’ar maro, war digare na digase ket gantan plijadur, pinvidigez hag enorio. Darn all euz ar Judevien, koulskoude, a ansav eo deut ar Messi d’ar c’houlz e tlee dont, mes kredi a reont an euz tremenet etouez o zado koz heb bean bet anaveet gante : ha setu i, kenkouls hag ar re all, goall eüruz da virviken. Re ’m euz lavaret pa ’m euz lavaret « da virviken. » Na fell d’ar Judevien nemet digeri o daoulagad d’ar wirione, nemet ansav eo Jezus o Messi, ha setu achu o anken. Bean ’zo unan bennak anê hag en em ra kristen breman : mes n’efont ket holl a du gant Jezuz, ken ’vo arru tost da fin ar bed.

Du c’hortoz, pa deu ’vite de ar beden, ha gantan sonj euz an Au. Doue, e teu o speret da vean ankeniet, o c’halon da vean mantret gant ar glac’har, hag an daelo, daelo c’houerf, da gouean euz o daoulagad. Ya, daelo c’houerf, da vihanan mar gint glac’haret ’vel ma tiskoueont bean. A-vejo, pa vent dirak o moger, e skoont o zal a-*ratoz-kaer war ar vein, ’vit kaout poan ennan ha lakat an dour da redek puilhoc’h war o jodo. Poan a ra d’imp o gwelet ha n’omp ket ’vit mirout da gaout true oute, o sonjal pegen ponner e pouez warne hag e pouezo c’hoaz warne dorn an Autro Doue.


————